Mont d’an endalc’had

Paosanias (jeneral)

Eus Wikipedia

Paosanias (Henc'hresianeg: Παυσανίας Pausanias) (marvet war-dro 470 a-raok J.-K.) a oa ur jeneral eus Sparta er Vvet kantved kt JK en Henc'hres. Mab Kleombrotos, bet rejant Sparta, ha niz Leonidas. Rejant e voe goude marv ar roue-se dre ma ne oa ket e vab Pleistarc'hos en oad-gour. Paosanias a oa ivez tad Pleistoanaks a zeuas da vezañ roue diwezhatoc'h. E penn ar C'hresianed e oa Paosanias pa c'hounezjont Emgann Plataea e 479 kent J.-K. a-enep Mardonios ha Persia, ha lakaet e oa e penn ar C'hevre hellenek krouet da stourm ouzh ar Bersed e-pad ar Brezelioù medek.

Goude trec'hioù Plataia hag Emgann Mykale e paouezas Sparta da vezañ dedennet gant dieubadur keodedoù Henc'hres en Azia-Vihanañ. Koulskoude e oa kaset Paosanias gant Sparta en-dro da ren arme ar c'hevre pa zeuas da vezañ splann e vefe renet ar c'hevre gant Aten ma chome Spartaiz a-gostez.

E 478 kent J.-K. e savas diskred war Paosanias da iriennañ gant ar Bersed hag e voe galvet da Sparta en-dro. Didamallet e voe avat ha kuitaat a reas Sparta, o kemer un trirem eus keoded Hermione. Goude bezañ kemeret Bizantion e voe tamallet da Baosanias bezañ lezet da vont lod eus ar brizonidi brezel a oa mignoned gant Roue Persia pe tud anavet gantañ. Koulskoude e lavaras Paosanias e oant achapet kuit. Kas a reas ul lizher d'ar roue Kserses I (mab Darius) ma lavare e felle dezhañ skoazell anezhañ ha lakaat Sparta ha peurrest Henc'hres dindan mestroniezh ar bersed. Goulenn a rae eurediñ merc'h ar roue en eskemm. Goude ma oa resevet gantañ ur respont a-berzh Kserses a lavare ec'h asante d'e steuñv e vefe kroget Paosanias da wiskañ dilhad brientin persat ha da heuliañ gizioù zo eus Persia.

Kalz eus kevredidi Sparta a yeas a-du gant Ateniz abalamour d'e rogoni ha d'e aotrouniegezh. Galvet e voe en-dro da Sparta adarre ha tec'hout a reas da Golonai e Troas a-raok distreiñ da Sparta rak ne felle ket dezhañ e vije diskred warnañ bezañ mignon ar Bersed. Pa erruas e Sparta e oa prizoniet gant an efored met laosket e voe da vont goude. Den n'en doa prouennoù a-walc'h da gondaoniñ anezhañ daoust ma voe roet prouennoù gant hiloted zo en doa kinniget reiñ da lod o frankiz ma heuilhjent anezhañ en e emsavadeg. Pourchaset e voe ur brouenn dre skrid d'an efored gant unan eus ar gannaded a oa bet implijet da gas lizhiri etre Paosanias ha Roue Persia[1].

Fellout a rae d'an efored herzel Paosanias e-kreiz ar straedoù met klevet a reas anv eus ar pezh a oa o vont da c'hoarvezout hag achap a reas betek templ Athena. Stanket e voe an dorojoù war urzh an efored a lakaas gwarded da c'hortoz ma varfe gant an naon. Pa oa war-nes mervel e voe douget er-maez ha mont a reas da anaon nebeut goude. Ma vije marvet Paosanias er santual e vije bet saotret an templ.

  1. Thoukydides I, 133 Istorbrezel ar Peloponnesos, levrenn 1

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]