Aristofanes

Eus Wikipedia
Bruskdelwenn Aristofanes
Aristophanes - Project Gutenberg eText 12788.png

Aristofanes (Ἀριστοφάνης / Aristophánēs en henc'hresianeg) a oa ur barzh hag ur saver pezhioù-c'hoari fentus eus Hellaz kozh, er Vvet kantved kt JK. Ganet eoa bet e demos Kidatene war-dro 450445 ha mont a reas da anaon e 385 kent JK.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stagañ a reas da skrivañ pezhioù-c'hoari pa oa yaouank-kenañ. Gounit a reas brud gant daou bezh-c'hoari zo kollet hiziv : an Daetalianed (427) ha Ar Vabilonianed (426). Skrivañ a reas ur bern komediennoù met n'anavomp ar pep brasañ anezhe nemet a-drugarez d'un nebeud tammoù. Unnek anezhe hepken zo deuet betek ennomp : An Akarnianed (425) hag Ar peoc'h (421), da skouer, ma weler an oberour war an dachenn bolitikel oc'h enebiñ ouzh ar gostezenn a-du gant ar brezel; ar Varc'heien (424), ma skoe bazhadoù gant Kleon, an demagog galloudek ; ar C'hoabrennoù (423) ma rae goap ouzh Sokrates ; ar Gwesped (422), ma rae al lu eus aozadur lezioù-barn kêr Aten hag ardoù ar varnerien ; an Evned (414), ma skoe taer gant an utopiezhioù politikel ha kevredigezhel evel diwezhatoc'h en Lysistrata (411) hag en Bodadeg ar maouezed (392) ; an Tesmoforied (411), hag ar Gleskered (405), flemmskridoù savet a-enep Euripides.