Polydoros (roue Sparta)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Polydoros (en henc'hresianeg : Πολύδωρος) zo ur roue eus Sparta eus ar VIIvet kantved kt JK. An dekvet roue eus tiernezh an Agiaded e oa[1]. Kemer a reas lec'h e dad Alkamenes[2].

Dindan e ren e savas Spartaiz div drevadenn, en Italia hag en Azia-Vihanañ[2].

Kenderc'hel a reas gant kentañ Brezel Mesenia a oa kroget dindan Alkamenes[2]. Kemer a reas perzh en emgannoù[3] daoust ma lavar Paosanias e oa renet ar pep brasañ eus an emgannoù gant ar roue all Theopompos, roue familh all an Euripontided[2].

Polydoros ha Theopompos a gemmas ar vonreizh da strishaat gwirioù pobl Sparta[4]. Polydoros en dije kresket ivez niver al lodennoù douar a ranne tiriad ar geoded[5].

Muntret e voe gant un den anvet Polemarc'hos, eus un tiegezh bras eus Sparta[2].

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Herodotos, Istor, VII, 204 [1]
  2. 2,0, 2,1, 2,2, 2,3 ha2,4 Paosanias, Deskrivadur Henc'hres, III, 3, 1-3
  3. Paosanias, Deskrivadur Henc'hres, IV, 7-8
  4. Ploutarc'hos, Lykourgos, 99 [2]
  5. « Lod a lavar ne oa bet graet nemet 6 000 lodenn anezhe gant Lykourgos, hag e voe krouet 3 000 ouzhpenn goude gant ar roue Polydoros. Lod all a lavar e oa krouet an hanter eus an 9 000 lodennad douar gant Polydoros hag an hanter all gant Lykourgos. » Ploutarc'hos, Lykourgos, 101 [3]