Mont d’an endalc’had

Emgann Mykale

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Emgann Mikales)
Ar C'hab Mykale gwelet eus Enez-Samos
Kartenn ar c'hab Mykale e penn ar menez Mykale

Emgann Mykale (henc'hresianeg Μάχη τῆς Μυκάλης, Machē tēs Mykalēs) zo unan eus an daou emgann bras etre ar C'hresianed hag ar Bersed a echuas an eil brezel medek. En em gannañ a reas an div gostezenn e-harz ar menez Mykale, e beg-douar Mykale, a-dal da Samos, war aodoù Ionia war-dro ar 27 a viz Eost 479 kent JK. Enebiñ a rae ur c'hevredad eus keodedoù Bro-C'hres, en o zouez Aten, Sparta ha Korinthos, a-enep Impalaeriezh Persia. Trec'h e voe ar C'hresianed ha distrujañ a rejont en deiz-se morlu ar Bersed hag o bagad pennañ en Ionia. Trec'h e vije bet ar C'hresianed just d'ar memes devez en emgann Plataea war an douar-bras. Rediet e voe ar Bersed gant ar c'holloù o doa gouzañvet da zilezel Bro-C'hres hag Ionia. Anavezet eo an emgann-se a-drugarez da skridoù Herodotos Halikarnassos

En hañv 479 kent J.-K. e vodas ar C'hresianed un arme vras (e-keñver ar pezh a veze gwelet d'ar c'houlz-se), ha mont a rejont da stourm ouzh Mardonios en Emgann Plataea. D'ar memes mare e loc'he listri ar gevredidi etrezek Samos, ma oa eoriet dilerc'hioù morlu Persia. Ar Bersed a glaskas chom hep en em gannañ ha stlejañ a rejont o listri dindan diribinoù ar menez Mykale, ha, gant skoazell ur bagad eus arme Persia, sevel ur c'hamp. Divziout a reas penn ar C'hresianed, Leotic'hides, argadiñ ar Bersed memes tra ha mont a reas hoplited ar morlu war an douar.

Pa weljont ne oa ket niverus ar C'hresianed e teuas ar Bersed er-maez eus o c'hreñv. Daoust ma stourmas ar Bersed gant kalon e prouas an hoplited c'hresian armet pounner e oant kreñvoc'h en emgann, hag a-benn ar fin e trec'hjont ar Bersed a dec'has en o c'hreñvlec'h. Tremen a reas neuze ar bagadoù Gresianed eus Ionia a oa en arme bersat d'an tu all hag argadet e oa ar c'herñvlec'h a bep tu. Lazhet e oa un niver bras a Bersed ha distrujet e voe al listri. Distruj holl listri an Impalaeriezh, ha distruj arme Mardonios e Plataea (d'ar memes devezh a-hervez), a lakaas aloubadeg Bro-C'hres da baouez. Goude Plataea ha Mykale e vefe tro ar gevredidi c'hresian da argadiñ o enebourien ha digeriñ a rafe ur prantad nevez eus ar Brezelioù medek. Daoust ma voe Mykale ur viktor glok ne seblant ket e oa roet dezhi ar memes ster (memes d'ar mare-se) ha, da skouer, trec'h Ateniz en Emgann Marathon pe zoken koll ar C'hresianed en Termopiloù.