Mont d’an endalc’had

Kaozeadenn Implijer:Bianchi-Bihan/Dihelloù 2008

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Goulenn a ran un tredeog neptu evit muzuliañ gwirionez ar c'homzoù lakaet gant ur merour war ma fajenn, komzoù ha n'on ket a-du ganto.

  1. N'em eus ket laket reuz: displeget em eus, gant arguzennoù, pa ne oan ket a-du, hervez gwir pep wikipedian.
  2. N'em eus taget den ebet. Ma vije gwir e c'hallje bezañ prouet: n'eus nemet menegiñ ma skridoù. Bianchi-Bihan 6 Gen 2008 da 12:15 (UTC)[respont]
A-du on-me gant ar stankadenn. Kudenn ebet war a welan. Marteze e vo tu da labourat siouloc'h ar bloaz-mañ. Neal (Kaozeal) 6 Gen 2008 da 12:39 (UTC)[respont]
Adlavarout a ran: un tredeog neptu. Unan hag a vo gouest da lavarout d'ar re a ra tagadennoù ad hominem chom sioul.
Reiñ da grediñ ne rafen ket labour holloueziadurel, da lavarout eo ober fae war al labour am eus graet, a zo un dagadenn ad hominem. Bianchi-Bihan 6 Gen 2008 da 12:43 (UTC)[respont]
Ret e vefe prouiñ marteze ma diouer a neptuegezh. Bezañ chomet hep stankañ an dud bet savet reuz gante (te en o zouez) ne dalvez ket kement ha bezañ neptu. Mat e vefe sklaeraat an diforc'h etre bezañ nptu ha bezañ a-du ganit. Ne ra forzh, evel an holl verourion all, am eus ar gwir da lâret ma soñj ha da reiñ ma ali war an aferioù a denn d'ar verouriezh. Mar fell dit mont pelloc'h (ha marteze e vefe ret neuze komz eus an holl traoù all bet kaset din ha chomet diembann betek hen) e vefe mat dit soñjal e dougen klemm war ul liveuheloc'h - gant ar riskl, evel-just, ma'c'h afe an diviz diwezhañ a-nep dit ha marteze e vefe ret hiraat ar stankadenn, piv oar? D'ar re all da reiñ o ali bremañ. Ma chomont mut pe ne savont ket a-enep dindan un nebeud devezhioù (amzer dezhe da lenn ha da brederiata, evel-just) e vefe ret kompren n'int ket a-enep d'ar stankadenn d'an nebeutañ. Neal (Kaozeal) 6 Gen 2008 da 12:54 (UTC)[respont]
Diazezañ a rez an neptuegezh war da soñjoù, ober a ran war ar fedoù. Un tredeog neptu zo unan ha n'en deus ket klasket tabut e-barzh pennadoù ur c'henlabourer gwech ebet.
Difennet eo gourdrouz hervez wikipedia:polikerezh stankañ:
  • Gourdrouzoù Stanket e c'hello bezañ implijerion/ezed hag a ya da sevel gourdrouzoù personel, micherel pe lezennel a-enep da implijerion/ez all a-benn klask o lakaat da blegañ war an dachenn-mañ'n-dachenn o tennañ da vont-en-dro ar Wikipedia. Bez' e c'hellor implijout ar patrom-mañ evit lakaat an implijerion/ezed war evezh:
Stanket

Stanket eo bet an implijer/ez-mañ gant unan eus ar verourion peogwir ne glote ket e emzalc'h gant unan eus pennaennoù diazez ar raktres-mañ. Sellit ouzh ar bajenn gaozeal evit displegadennoù abegoù ar stankadur.

Evit goût hiroc'h, sellit ouzh: Politikerezh stankañ.

. Stanket e vo da virviken implijerion/ezed hag a ya da sevel gourdrouzañ fizikel. Bianchi-Bihan 6 Gen 2008 da 13:19 (UTC)[respont]

A-du emaon ivez gant ar stankadenn. Reiñ a ran ma soñj amañ abalamour ma teus goulennet ganin en ober. Evel just, ma lakaez da unan zo (bet) o klask tabut ouzhit an neb en deus (bet) dizemglevioù ganit diwar-benn ar pezh a zo da vezañ skrivet en ur pennad, ne dalveze ket ar boan goulenn ma soñj ganin-me.--Kadwalan 7 Gen 2008 da 10:14 (UTC)[respont]

Da drugarekaat a ran eus da respont. Ma'm eus goulennet da ali ne oa ket evit ma rafes ur respont a blije din met evit ma rafes ur respont onest, hervez ar bennaenn: To assume good faith is a fundamental principle on Wikipedia, a dalvez evit ar verourien evel ma tleje talvezout evidon ivez.
Marteze e c'halli displegañ perak?
Moarvat, evel istorour, e vi ivez a-du gant ar stankadenn "über alles" [[1]]. A galon. Bianchi-Bihan 7 Gen 2008 da 11:21 (UTC)[respont]

Sellit ivez ouzh: Kannadig ar verourien (rann) Neal (Kaozeal) 7 Gen 2008 da 11:23 (UTC)[respont]

Setu ur c'hemm iskis

[kemmañ ar vammenn]

Penaos eo degouezhet ar pik er patrom??? [2]. Ur c'hemm dre guzh evit lakaat da grediñ na vefes ket ken war evezh? Benoni (Kaozeadenn) 6 Gen 2008 da 13:00 (UTC)[respont]

Seurt traoù a ouian gober. A galon. Klaod. Kadbzh 7 Gen 2008 da 14:25 (UTC)[respont]

Kemmadurioù

[kemmañ ar vammenn]

Sant-Maodan‎; Sant-Vaeg‎; Sant-Varzhin-Korle‎; gwech e vez kemmadur, gwech ne vez ket: ur reolenn bennak zo? Bianchi-Bihan 17 Kzu 2007 da 18:15 (UTC)[respont]

N'eo ket ganin eo bet krouet ar pennadoù-se met gant Kadbzh. N'on ket estonet e vije kemmadur a-wechoù hag a-wechoù all ne vije ket. Anavezet eo an dra-se : sell ouzh yezhadur Kervella, p. 101. --Abalan 7 Gen 2008 da 17:20 (UTC)[respont]


Kompren a ran gwell ivez. Truggarez evit ar reizhadenn.--Kadwalan 7 Gen 2008 da 17:38 (UTC)[respont]

Eus netra. Gallout a rez atav respont d'am goulenn db 4 silabenn un über alles en doa servijet da stankañ ma c'hont e-pad 2 sizhun. Bianchi-Bihan 8 Gen 2008 da 09:25 (UTC)[respont]

Peseurt?--Kadwalan 8 Gen 2008 da 14:53 (UTC)[respont]

War evezh da vat

[kemmañ ar vammenn]

War evezh out evit da emzalc'h. Ne gavan ket dereat tamm ebet e klaskfes kuzhat kement-mañ. Ma cheñches da emzalc'h e vot tennet evel-just ar meneg-se. Benoni (Kaozeadenn) 8 Gen 2008 da 11:19 (UTC)[respont]

Emaon o labourat sioul abaoe ul lajadig, hag o paouez krouiñ 30 pennad abaoe ar beure, ha setu tud o tont da glask kann adarre, ha war ma fajenn ouzhpenn. An dra-se moarvat a ranker kavout dereat. Distroomp d'al labour holloueziadurel. Bianchi-Bihan 8 Gen 2008 da 11:25 (UTC)[respont]

Ur C'hembread dibar

[kemmañ ar vammenn]

William Evans: kit da welet m.p. A galon. Klaod. Kadbzh 8 Gen 2008 da 20:05 (UTC)[respont]

Efedusted: pa lakaer ar varksouriezh-leninouriezh-maoouriezh da stur ha da nadoz-vor... A galon. Klaod. Kadbzh 10 Gen 2008 da 19:51 (UTC)[respont]

Reolennoù: lammat dreist dezhe pe o lakaat da dir?

[kemmañ ar vammenn]

Nag a gemm! Warlene e savas a-du gant ar fed ma c'heller ha ma ranker lammat dreist d'an holl reolennoù (pennad bet krouet ganit, hag ar gwir d'hen ober, d'an 23 a viz Meurzh 2007) hag ar bloaz-mañ e difennez lakaat reolennoù da dir[3]. Pe rankout a reer kompren lammat dreist d'ar reolennoù na plijont ket dit ha lakaat da dir ar re a blij dit? Diouzh un tu e kavez mat difenn (ha da wir eo hen ober, hen adlâret a ran) gallout implijout lieskontoù evit margodenniñ (difennet groñs evit abegoù anat) pe chom hep doujañ da reolennoù envel bet degemeret ha lakaat da ofisiel dre votadeg dre ma ne blijont ket dit, ha diouzh an tu all e kavez mat lakaat e plesutr ur bajenn nevez-savet diwar benn mont-en-dro ar pajennoù kaoeal (amañ hag amañ, da skouer). Marteze ec'h eo abalamour d'ar c'hemm emzalc'h ramzel-se an hini eo ma fll dit e vefe "leze[t] an tremened, ha sell[t] war-du an dazont. Da lavarout eo: lezel an traoù kozh (a-raok 2008) a-gostez da vat (evit gounit amzer ha treiñ war-du al labour pouezus nemetañ) hag urzh d'an holl d'o lezel a-gostez, ha klemm a-enep an dud na rafent" ket[4]? Hag arabat klask lakaat an evezhiadenn-mañ da "dagadenn bersonel": fedoù eo n'eo ket a degas da soñj pehini eo bet da emzalc'h e-keñver ar reolennoù betek-hen hag ar fed ma c'houlennez groñs lakaat da dalvezout reolennoù all a blij ken dit. A galon, Neal (Kaozeal) 13 Gen 2008 da 19:10 (UTC)[respont]

"Lammat dreist d'an holl reolennoù" zo un titl faos evel-just. Meskañ un anv gwir hag un anv faos (amañ [Wikipedia:Lammit dreist ar reolennoù|lammat dreist d'an holl reolennoù] ) n'eo ket dereat.
Onestoc'h (d'am soñj) chom gant an anv gwir Wikipedia:Lammit dreist ar reolennoù hervez an titl gwir, ha lenn ar pennad, sklaer ar ster anezhañ, e-lec'h reiñ d'an titl n'ouzon peseurt ster all, ha n'emañ ket er pennad. Rak ma lennfes ar pennad pelloc'h eget an titl (an titl mat evel just) e welfes mat-tre petra eo ar ster.
Hervez Wikipedia:pajenn gaozeal eo ret
  • Bezañ resis pa rit dave da skridoù ar re all, ha pa venegit o skridoù. M'eus aon emaomp un tammig pell diouzh se amañ.
  • Chom stag ouzh ar fedoù. Ha n'eo ket o distagañ evit ober n'ouzon ket petra ganto.
  • Lennit mat ar pezh a vez skrivet gant ar re all: evel-se e vo graet nebeutoc'h a fazioù. Ha ma n'out ket sur, goulenn diganto, nebeutoc'h a dabut.

Ne garfen ket e c'hallfe emzalc'hioù kontrol bezañ kastizet gant ur merour. Bianchi-Bihan 13 Gen 2008 da 21:39 (UTC)[respont]

Piv en deus komzet eus kastiz? Iskis e kavan seurt kemmoù emdalc'h bras-meurbet a-daol trumm , setu tout. daveoù a-leiz ez eus er skrid-me ha ret eo anzav n'eo ket poegwir ne sav ket unan bennak a-du ganit eo e talvezfe kement ha bezañ chomet hep lenn pe he kompren ar pezh a oa bet skrivet ganit en a-raok. Talvoudus e kaven lakaat ar c'hemm emzalc'h a-wel d'an holl rat un tamm spi a vefe neuze o welet ac'hanout o toujañ d'ar reolennoù ar bloaz-mañ koulz ha goulenn groñs ra vefent lakaet da dir. Ur wir blijadur e vefe ha kollet e vef kalz nebeutoc'h a amzer ganin ha gant merourion all. A galon, Neal (Kaozeal) 14 Gen 2008 da 08:02 (UTC)[respont]

Ne welan ket gant da zaoulagad, neuze n'ouzon ket pelec'h e welez kemmoù. Me ne welan hini ebet.

  • A viskoazh em eus laret ne dleje den bezañ a-us d'ar reolennoù, ha ne baouezan ket da welout merourien o terriñ anezho, en deizioù-mañ, ha dre veur a wech, ha digastiz evel-just. Kemm ebet.
  • Diskouez a ran pelec'h ez eont dreist o linenn ha ne welan merour ebet oc'h ober evezhiadennn ebet d'egile. Kemm ebet.
  • Gwelout a ran n'ez poa ket soñjet e kastiz ebet evit ar verourien. Kemm ebet.
  • Marteze ez po soñj e oa trawalc'h div grommellenn lezet a gostez pe peder silabenn alamanek evit serriñ ma c'hont?

Pa vo echu an amzer-se, hag ar spered-se, e vo kemm bras. Sur ha n'eo ket marteze. Evit afer an dir, ne welan ket petra ra aze. Marteze e fell dit komz eus reolenn an dereradegezh ? Hervezi ne dlejes ket bezañ lakaet sklabez e skridoù ar re all Kaozeal: Abruz. Ra vo skañv kastiz ar verourien dit. Bianchi-Bihan 14 Gen 2008 da 09:41 (UTC)[respont]

Atrabat mont re bell ganti: n'eo ket sklabez un dra bennak nemet peogwir ne blij ket ar stumm ma vez kinniget. Sur-mat e veo gwelet gant ar re all ar c'hemm (sañset) daoust ha ne vez ket gwelet e pelec'h emañ ganit-te da-unan. Trawalc'h din lakaat war wel penaos emañ ha penaose eo bet da emdalc'h en ur reiñ daveennoù fetis. Ma'c'h eus klemmoù d'ober, a-enep d'ur merour pe d'un implijer/ez all, n'ec'h eus ket 'met sevel klemm dre mont e darempred gant ur merour all. Neal (Kaozeal) 14 Gen 2008 da 09:52 (UTC)[respont]
Wikipedia:pajenn gaozeal Kuzuilhet eo chom hep respont e diabarzh testenn unan bennak all ha respont penn-da-benn e fin e destenn.
Endantañ evit respont. Dave ur respont pe un displegadenn a vez termenet gant an niver a daou-bigoù (':') dirazi. Pa respontit d'un diskleriadenn bennak e rankit ouzhpennañ un daoubik e-keñver an niver a zaoubikoù a oa en diskleriadenn kent. Seurt doare kaozeadeg a zo aes da lenn ha da gompren.

Bianchi-Bihan 14 Gen 2008 da 10:05 (UTC)[respont]

Poent bras vefe dit deskiñ lakaat ar patrom digejañ pa saves pajennoù digejañ! Spontus eo an diresped az peus e keñver ar c'henlabourerien all! Benoni (Kaozeadenn) 14 Gen 2008 da 23:50 (UTC)[respont]

N'em eus ket da resev urzhioù gant un den dichek pa vezan o labourat. Bianchi-Bihan 14 Gen 2008 da 23:57 (UTC)[respont]

War evezh: doujañ d'ar reolennoù

[kemmañ ar vammenn]

War a welan ne deuez ket a-benn da gompren eo ret lakaat e plesutr ar reolennoù bet degemeret dre gememglev ha/pe dre votadeg ha laket da ofisiel en desped d'ar fed ma c'hall ar reolennoù-se plijout dit p get, hag en o zouez ar reolenn o tennañ d'an doare da envel penandoù pennañ enne anvioù divoutin gresianek kozh ha modern. Aet on skuizh-meurbet o kemmañ pennadoù bet savet ganit gante un titl amreizh e-keñver ar reolennoù-mañ. Amzer a-walc'h em boa kollet warlene oc'h ober war-dro seurt pennadoù, ha ma c'hefridoi eo evel merour hen ober, ha n'on ket prest da adkregiñ hevlene adare gant arn hevelep c'hoari-se evel em eus ranket ober hiziv gant ar pennad Kybele - un torr-penn kenteuziñ ar pennad bet krouet ganit gant ur stumm amreizh ("[Kibele]") ha neuze rankout kenteuziñ gant ar pennad "Kybele" bet savet dija an a-raok gant an titl reizh ha rankout e diverkañ evit gallout adenvel ar pennad "Kibele" ha displegañ petra ha perak em boa kaset da benn ar c'hemmoù-se. Re 'zo re. Neuze evit sioulaat an troù ha leuskel un tamm amzer din d'ober war-dro traoù all em eus divizet e vo serret e da gont ouzhit adalak hizv e-pad tri devezh pe wezh ma savez ur pennad war an dachenn-se gantañ un titl amreizh e-keñver ar reolenn resis-se. Setu ar reolenn evit ma c'hallfes adlenn anezhi sioul en-dro: Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern

A galon, Merour (Neal) (Kaozeal) 16 Gen 2008 da 15:59 (UTC)[respont]

Reolennoù

[kemmañ ar vammenn]
Wikipedia:Politikerezh stankañ Difennet-groñs eo stankañ implijerion/ezed evit klask bezañ trec'h war un tabut. Ne c'hell ket ar verourion stankañ implijerion/ezed m'emaint o tabutal gante diwar-benn danvez ur pennad pe ur politikerezh bennak. Mar sav ur gudenn a seurt-se, ret eo d'ar merour mont e darempred gant ar verourion all ha goulenn o ali digante.
E saozneg: Administrators must not block users with whom they are engaged in a content dispute; instead, they should report the problem to other administrators.
E spagnoleg: los bibliotecarios no pueden bloquear a los editores con los que estén sosteniendo una disputa de contenido.
N'on ket sur e vez doujet d'ar reolenn-se gant an holl verourien, a dremen er wikioù all a-raok klask mirout ouzh ur c'henlabourer da grouiñ pennadoù.
Met Neal na glask ket bezañ trec'h war un tabut. Ur c'hendiviz reolata a zo bet, ha labour Neal, evel merour, a zo lakaat disoc'hoù ar c'hendiviz reolata e pleustr. Benoni (Kaozeadenn) 16 Gen 2008 da 23:11 (UTC)[respont]
Panevet an holl dabutoù savet ganit enep din e c'hallje bezañ bet un ali neptu. Bianchi-Bihan 16 Gen 2008 da 23:14 (UTC)[respont]
Evel-just n'eus tabut ebet war an dachenn-mañ - ha ma seller pizh ouzh ouzh ar votadeg hag ar c'haozeadennoù e c'hellor gwelet n'em boa ket me savet a-du, evel implijer, gant an holl krafoù bet degemeret dre genemglev. Dre lakaat e plesutr ar reolenn-se neuze ne vo ket "trec'h" ma sav-poent-mañ met hini ar gumuniezh ha lakaat da dalvezout divizoù ar gumuniezh eo unan eus kefridioù ar verourion ha lakaet e pleustr e vo ganin ar reolenn-mañ ha lakaet e vo B-B da doujañ outi ken ma plij dit pe ket rak ne harzh ket ouzh an neb sevel pennadoù dereat ha n'haller ket lakaat e plesutr neuze ar gwir da lammat dreist d'ar reolennoù ivez en degouezh-mañ. Neptuoc'h n'eus ket: lakaat da dalvezout ur reolenn (a c'hell plijout din ez personel pe get) bet lakaet da ofisiel goude un hir a gaozeadenn ha hervez disoc'h ur votadeg. Kloz ar goaz ganin war an dachenn-mañ. Neal (Kaozeal) 17 Gen 2008 da 07:33 (UTC)[respont]
Pa zisplij unan eus reolennoù pennañ an neptuegezh( difennet stankañ kont ur c'henlabourer goude klask tabut outañ) ez eer da glask reolennoù a eil renk (vot diwar-benn un "y" pe ur grommellenn) evit digareziñ an taolioù a-enep dezhañ. Ha ma vije serret kont kement den a ra ur fazi kemmadur ivez? Bianchi-Bihan 17 Gen 2008 da 10:22 (UTC)[respont]

Displegadenn diwezhañ: displegañ stad an traoù

[kemmañ ar vammenn]

Ec'h an da sklaeraat an traoù evit ma komprenfes perak e vo serret da gont ouzhit ganin ma kendalc'hez da glask chom hep doujañ d'ar reolenn resis-mañ (ha serret e vo raktal en degouezh-se):

  • Da gentañ: reolenn implij an y evit treuzskrivañ an upsilon gresianek a denn d'ar reolenn bet degemeret dre votadeg gant ar gumuniezhh ha lakaet e vo e plesutr daoust ha ma c'hell bezañ bet votet a-du pe a-enep d'an dibab-se gain pe ganit pe gant n'eus forzh pesuert implijer all;
  • Da eil: am tabut ganit war ar c'hraf resis-se ne denn ket d'ar fed ma c'hell implij al lizherenn "y" evit treuzlizherenniñ ar gresianeg plijout din met pas dit. Tennañ a ra d'ar fed m'eo evel-hen ma oa bet dibabbet ober dre votadeg hag evel-se e ranko ober an holl betek ma vo kemmet ar reolenn dre votadeg adarre mar bez ezhomm;
  • Da drede: ne vo ket serret kont un den bennak abalamour da fazioù bizskrivañ pe yezhadur. Serret e vo avat kontoù ar genlabouererion a glask mont e-bioù da reolennoù anavaezet mat gante en un doare reoliek evel en degouezh-mañ. N'eo ket dre fazi an hini 'oa ma oa bet implijet ganit "i" e lec'h "y" eveit treuzskrivañ anvioù divoutin gresianek rak anaout mat-tre a rez a reolenn-se ha goulennet eo bet ouzhit nouspet gwezh doujañ outi;
  • Da bevare: n'eo ket afer treuzskrivañ gant "i" pe "y" a zo kaoz amañ met ar fed ma ne deuez ket a-benn da doujañ d'ur reolenn eeeun bet degemeret ha lakaet da ofisiel dre votadeg zoken peogwir ne blij ket dit. Ober heñvel a rez gant an holl reolennoù all na blijont ket dit hag evel-se n'haller ket kas war-raok al labbour a-troll ha kollet e vez ur bern amzer o vont war da lerc'h o renkañ an traoù ha ganin-me ne vo ket asantet ken ouzhit kenderc'hel gant ar c'hoari-se;
  • Da diwezhañ: n'eo ket bezañ dineptu eus perzh ur merour lakaat da dalvezout ar reolennoù bet degemert dre genemglev pe dre votadeg ha lakaet da ofisiel - dever ar verourion eo. Klask cheu an hini eo, avat, klask mont-ebioù d'ar reolennoù-se bewezh ma c'heller en ur lakaat ar verourion da goll o amzer o renkañ an traoù war da lerc'h hag o respont d'az koulennoù ha d'az klemmoù diehan o tisplegñ ar memes tra dit gezh ha gwezh all. Kemeret am eus un diviz ha laket e vo e plesutr ganin neuze, fdaosut ha ma c'hell plijout dit pe get, evit ma vefe kollet nebeutoc'h a amzer gant ar verourion abalamour d'az emdalc'h hag evit gallout kas war-raok ar raktres-mañ en un doare siouloc'h.

A galon, Merour (Neal) (Kaozeal) 17 Gen 2008 da 10:54 (UTC)[respont]

Gourdrouzoù adarre

[kemmañ ar vammenn]

Skuizhus eo gwelout ar gourdrouzoù o verniañ. Evel-se e oa er wiki galizek ivez gwechall?

  • ... evit ma komprenfes perak e vo serret da gont ouzhit ganin ma kendalc'hez da glask chom hep doujañ d'ar reolenn resis-mañ (ha serret e vo raktal en degouezh-se)
    • gourdrouz difennet hervez ar reolennoù
    • serriñ ur gont zo difennet d'ur merour pa vez o tabutal gant un implijer (displeget uheloc'h)
  • reolenn implij an y evit treuzskrivañ an upsilon gresianek a denn d'ar reolenn bet degemeret dre votadeg gant ar gumuniezhh ha lakaet e vo e plesutr daoust ha ma c'hell bezañ bet votet a-du pe a-enep d'an dibab-se gain pe ganit pe gant n'eus forzh pesuert implijer all;
    • ma n'eo ket un artikl a feiz ne ran forzh ebet penaos e vo skrivet, ledan eo ma spered, gant ma vo holloueziadurel ha brezhonek
    • karout a rafen e vefe ledanoc'h spered an holl, ha n'eo ket trelatiñ gant un"i" a-dreuz: petra 'vern e vije troet un "i" en un "y" dindan 5 munut pe 5 devezh pe 5 miz, pa weler pennadoù damc'houllo evel Keops ha nouspet all? Gwelloc'h e vije echuiñ ar pennadoù diechu eget chaseal an"i"-où, met da bep hini e spered;
  • Serret e vo avat kontoù ar genlabouererion a glask mont e-bioù da reolennoù anavaezet mat gante en un doare reoliek evel en degouezh-mañ. N'eo ket dre fazi an hini 'oa ma oa bet implijet ganit "i" e lec'h "y" eveit treuzskrivañ anvioù divoutin gresianek rak anaout mat-tre a rez a reolenn-se ha goulennet eo bet ouzhit nouspet gwezh doujañ outi;
    • Nann, n'anavezan ket ar reolenn eveldout, n'em eus ket lennet anezhi abaoe pell zo, traoù all am eus graet (skrivet ur 500 bennak ), ha gwelloc'h e kavan-me sevel pennadoù.
    • Marteze e c'hallfemp ivez serriñ kont tud hag a nac'h ober gant ar c'hemmadur d/z hervez reolennoù ar peurunvan, skritur dibabet amañ dre vot?
  • Da drede: ne vo ket serret kont un den bennak abalamour da fazioù bizskrivañ pe yezhadur
    • M'eus aon ne vo ket gwir. Barnet e vo ganit kement fazi graet ganin evel mont e-bioù da reolennoù anavaezet mat gante. Piv a varno? Te. Piv a stanko? Te. Piv n'hallo ket en em zifenn (rak n'haller ket en em zifenn amañ pa vez serret ar gont, kontrol d'ar wikioù all)? Me.
    • Da lavarout eo e c'hall pep hini faziañ (gant ma pado!), nemet unan!
  • ne deuez ket a-benn da doujañ d'ur reolenn eeeun bet degemeret ha lakaet da ofisiel dre votadeg zoken
    • N'eo ket ur reolenn eeun, ha gwir eo, poan am eus gant an holl reolennoù-se. Betek merourion all o deus poan ganto. Met int ne vez ket serret o c'hont.
    • Aesoc'h eo kalz
      • evit ar re o deus votet reolennoù ha n'o devez ket d'ober ganto: betek-hen n'omp ket gwall niverus o skrivañ db mojennoù Hellaz kozh: n'anavezan nemet daou, ha n'eus nemet unan a vez klasket laou dezhañ;
      • evit ar re ne reont nemet sellout ouzh ar reolennoù hag ouzh ar fazioù e pennadoù ar re all, evel ouzh al laou e pennadoù blev;
  • evel-se n'haller ket kas war-raok al labbour a-troll ha kollet e vez ur bern amzer o vont war da lerc'h o renkañ an traoù
    • Kement-se zo ur soñj personel, ha n'eo ket neptu, ha ma soñj-me, a zo kontrol-rik, eo e lavarez gaou amañ, hag e klaskez tabut
    • kas al labour en-dro eo krouiñ pennadoù: pet kantad am eus graet abaoe bloaz?**ha ma lakfes keñver-ha-keñver niver ar pennadoù krouet ganin abaoe bloaz hag ar re graet gant ar re all (zoken e-pad ar sizhunioù ma veze miret ouzhin da labourat)?
    • Perak koll amzer o vont war ma lerc'h? Perak tremen da amzer o klask an "i"-où a-dreuz, ar c'hrommellennoù kamm, e-barzh pennadoù dereat, ha dismegañsiñ anezho goude ( difennet hervez ar reolennoù) o komz eus "skubañ", pe "naetaat" evel pa vije labour lous?
  • ha ganin-me ne vo ket asantet ken ouzhit kenderc'hel gant ar c'hoari-se;
    • Trec'h out! Gounezet 'peus! N'in ket ken war-dro Hellaz kozh ken. Krouet em eus ur 1000 bennak a bennadoù, gant heskinerien war ma lerc'h, pezh ne oa ket an aesañ doare da labourat. Pennadoù diechu a chomo. Gallout a ri echuiñ anezho da-unan.

Ha traoù all am eus da ober e-lec'h koll amzer gant c'hoarioù spazhañ "i"-où ha krommellennoù ha me oar petra c'hoazh. Bianchi-Bihan 18 Gen 2008 da 03:43 (UTC)[respont]

Trugarez. Ne blij ket din ar pennadoù goullo pe hanter c'houllo.--Kadwalan 17 Gen 2008 da 10:44 (UTC)[respont]

Respontet 'teus din hegarat: Trugarez. Ne blij ket din ar pennadoù goullo pe hanter c'houllo. Meskañ a rez goullo ha diechu. Moarvat out bet o welet Keops hag Arabia Petraea. Bianchi-Bihan 17 Gen 2008 da 11:01 (UTC)[respont]
Respont ken hegarat ha biskoazh : ne veskan netra. Marteze e oas e soñj skrivañ hiroc'h eno. Iskuz me neuze. Evit a sell pennadoù all, krog e-barzh!
Marteze e vefe mat echuiñ buan troidigezh ar pennadoù evel Orion, ha kement zo, pe o kuzhat ar pennadoù galleg az teus lezet enne pell zo.
Labourat a rez buan ma karez, me 'gav gwelloc'h kemer ma amzer, hervez skouer ar verourien o deus boulc'het ar pennadoù Keops hag Arabia Petraea.
N'em eus gwelet evezhiadenn ebet ganit war ar pajennoù-se. Ha gwell a se: Hervez Wikipedia: pajenn:gaozeal: Bezañ pozitivel: Pajennoù kaozeal ur pennad a rank bezañ implijet da reiñ alioù ha kendivizout war an doareoù da wellaat ur pennad. N'int ket graet evit pizmigañ eta, na tagañ ar pennad, na labour ur c'henlabourer (ha pa vefe bet graet ur fazi gant unan bennak).
Ur bern pennadoù diechu zo, e pep wikipedia, ha n'haller ket larout e ve echu pennad ebet gwech ebet. Bianchi-Bihan Bianchi-Bihan 17 Gen 2008 da 13:24 (UTC)[respont]

Evezhiadennoù evit netra

[kemmañ ar vammenn]
Ma n'eus bet evezhiadenn ebet ganin war ar pajennoù-se ez eo abalamour ma ne ran ket evezhiadennoù evit netra. Kalz pennadoù diechu zo er stad-se evel Proviñs Siracusa, Arbona ha kement zo. Gwelloc'h eo labourat evit pismigañ. Ur vezh eo avat kavout pajennoù e galleg gant ur frazenn e brezhoneg hepken er penn kentañ evel ma oa Olimpos pe n'ouzon ket petore pennad a-raok ma rafen un evezhiadenn dipitet. Meur a hini zo bet lezet war ar stern ganit pa dro ar gaoz war an dachenn-se. Sellet ouzh Orion da skouer. N'haller ket lavaret ez int goullo pe diechu. Ur pezh sklabez eo. Hag abalamour da se e teuer da vezañ skuizh. Un evezhiadenn am eus graet pell zo evit displegañ dit penaos ober. Ha gwir eo e tiwallez bremañ. Chom a ra c'hoazh ur bern pennadoù e-giz-se avat. E-lec'h krediñ e tager ac'hanout bewezh ma lârer un dra bennak e vefe ret dit sellet ouzh ar pezh a lâr ar re all en un doare pozitivel ivez!. --Kadwalan 17 Gen 2008 da 14:46 (UTC)[respont]
Kompren a ran e vez graet evezhiadennoù da lod, ha ne vez ket graet da lod all. Ha ne vez ket graet d'al lod a zo merourion.
Gwelloc'h eo labourat evit pismigañ. Mat e vije lavarout kement-se d'ar re a vez o klask laou e pennadoù ar re all.
Ur vezh eo avat kavout pajennoù e galleg gant ur frazenn e brezhoneg hepken er penn kentañ evel ma oa Olimpos pe n'ouzon ket petore pennad a-raok ma rafen un evezhiadenn dipitet. Meur a hini zo bet lezet war ar stern ganit pa dro ar gaoz war an dachenn-se. Sellet ouzh Orion da skouer. N'haller ket lavaret ez int goullo pe diechu. Ur pezh sklabez eo.
Diwar vremañ e c'houlenni digant tud all echuiñ al labour.
...Hag abalamour da se e teuer da vezañ skuizh.
Daou dra zo skuizhus amañ:
  • ar re a glask laou hag a c'hoari mirout ouzh an dud da labourat, ha ne gavont nemet si e kement labour graet gant ar re all
  • ar re a gav dezho ne vez ket graet trawalc'h gant ar re all;
Pa vezan skuizh o labourat war ar wiki e tiskuizhan. Hag e rin prestik. Bianchi-Bihan 18 Gen 2008 da 04:00 (UTC)[respont]
Re wir eo. Atav e vez ar wirionez ganit. Petra goulenn ouzhpenn pa seller ouzh ar pennad Orion da skouer... Setu ur pennad hir ha fonnus, peder yezh ennañ, d'an nebeutañ. Un drugar--Kadwalan 18 Gen 2008 da 08:37 (UTC)[respont]

Siwazh din, bemdez e fazian, hag e c'hoarvez din anavezout fazioù, hep gourdrouz den. Neuze ne vez ket ar wirionez ganin atav. Ne welez ket pep tra 'm eus aon, met n'eus forzh. Ma kavez ez eus re a yezhoù en ur pennad, lam un nebeud anezho, ha tañva ar re all. Bianchi-Bihan 18 Gen 2008 da 17:44 (UTC)[respont]

Al lec'h dereat

[kemmañ ar vammenn]

(Re: Kaozeal:Daouezek doue an olimpos, skrivet ganit eno: "Fazi en titl, da zistruj, evel Jamaïka, hervez ar reolennoù. Bianchi-Bihan 29 Gen 2008 da 18:06 (UTC)")

Kudenn ebet, met gwell eo klask al lec'h dereatañ evit ma vefe tu d'ober war-dro seurt evezhiadennoù en un doare efedus. Setu al lec'h dereat evit goulenn ma vefe distrujet pajennoù ha/pe rummadoù rezis: Wikipedia:Pajennoù da nullañ. Aesoc'h eo ober war o zro neuze... Trugarez, Neal (Kaozeal) 29 Gen 2008 da 18:16 (UTC)[respont]

Ul lec'h dereat zo ul lec'h ma vezer degemeret en un doare dereat. Pa'z on bet degemeret eno evel ur c'hi, n'an ket di ken. Tud zo a oar reiñ ton d'ar c'henlabour. Bianchi-Bihan 30 Gen 2008 da 01:43 (UTC)[respont]
Arabat mont re bell ganti ha livañ gevier: n'out ket bet degemeret evel ur c'hi gwezh ebet m'eo bet goulennet ganit ober war-dro diverkañ ur pennad bennak war ar bajenn Wikipedia:Pajennoù da nullañ. A-du gant ar stankadenn - aet on skuizh o koll ma amzer o respont dit diehan kentoc'h eveit gallout ober traoù talvoudusoc'h ha plijusoc'h. Deuet out da vezañ ur roñfl penn-da-benn hag hiraet e vo ganin ar stankadenn ma ne deues ket a-benn da sioulaat. Re 'zo re. Neal (Kaozeal) 30 Gen 2008 da 07:30 (UTC)[respont]
  • Sioul ez on, ken ez on: ha n'an ket da damall an dud war o fajenn gaozeal, ha n'on ket kustum da livañ gevier.
  • Ne gomprenan ket an dud a lavar e kollont amzer gant tra pe dra: n'eus nemet ober traoù all. E-lec'h soñjal stankañ kontoù e c'hallfed sevel pennadoù : me'm eus lakaet da bal ober pemp pennad nevez bemdez, ha pa ne zeuan ket a-benn, e klaskan ober muioc'h un deiz all, evel ar 100 graet d'an 8 a viz Genver. A galon. Bianchi-Bihan 31 Gen 2008 da 10:26 (UTC)[respont]
Pa soñjan e kav din e vez lavaret "Gwelloc'h diwezhat eget biskoazh." kentoc'h evit "Gwelloc'h diwezhat eget biken." (Kaozeal:Bertrada Laon) A galon --Kadwalan 31 Gen 2008 da 11:26 (UTC)[respont]
Pa soñjan, n'eo ket peogwir e vez lavaret yen-skorn ne vez ket lavaret yen-ki. Bianchi-Bihan 31 Gen 2008 da 12:01 (UTC)[respont]

Erminigoù koantik

[kemmañ ar vammenn]

Demat. Erminigoù ouzh ur bochad skoedoù eus kumunioù Belgia, e Flandrez kentoc'h, e gwirionez. Klask a rin gouzout... A galon. Klaod. Kadbzh 1 C'hwe 2008 da 07:51 (UTC)[respont]

Kemmadurioù

[kemmañ ar vammenn]

Ya, faziet am eus, emaon o vont da cheñch titl ar rummadoù. --Arko 3 C'hwe 2008 da 12:54 (UTC)[respont]

Image:Testa di cazzi.png

Buona sera. Renket eo ar c'hudennoù fotoioù? Miz Gouhero: n'ouzon ket c'hoazh, en toull-bac'h, e Jerzenez??? A galon. Klaod, Eskop Kemper.

Bier Hoegaarden

[kemmañ ar vammenn]

Sellet ouzh anv maer Hoegaarden :-)))) A galon. Klaod. Kadbzh 18 C'hwe 2008 da 17:13 (UTC)[respont]

Demat. N'on ket bet evit diskoulmañ "Aberzhidigezh Izaag" . A galon. Klaod.

Yann ar Badezour

[kemmañ ar vammenn]

Lavar din pelec'h ec'h eus kavet da skeudennoù, mar plij. A galon. --Llydawr 19 C'hwe 2008 da 18:28 (UTC)[respont]

Graet eo, paotr kaezh ! --Llydawr 19 C'hwe 2008 da 18:52 (UTC)[respont]

Taolennoù : evit ma teufe ur skeudenn war wel e-barzh da bennad, setu amañ penaos ober: 1) Mont a rez war ar bajenn m'emañ ar skeudenn orin. 2) Klikañ a rez war ar skeudenn (ur c'hlik a-zehou), hag evel-se en em ziskouez un daolennad urzhioù war da skramm. 3) Dibab a rez Enrollañ ar skeudenn (Enregistrer la photo). 4) Neuze e tibabez pelec'h e enrollez ar skeudenn-se, war da bladenn galet. 5) Ur wech m'eo bet graet an dra-se ganit ez ez d'ar bajenn gant da bennad brezhonek, warni ar meneg eus ar skeudenn, ha ne zeu ket war wel. 6) Klikañ a rez war ar meneg-se (klik a-gleiz). 7) Dont a ra ur prenestr war da skramm, gant an titl, Eilañ war ar servijer. 8) Dibab a rez, evit Anv ar restr da gas, ar fichennaoueg zo bet nevez-enrollet ganit war da bladenn galet. 9) Goude se e klikez war Kargañ ur restr. 10) Echu eo. A galon, --Llydawr 25 C'hwe 2008 da 17:24 (UTC)[respont]

Bouzelloù

[kemmañ ar vammenn]

Brasoc'h ma selloù evit ma bouzelloù: boulc'het em eus Emsav ar Bengaleg, ac'h ay war-raok goustad, ha Stadoù ar Stadoù-Unanet‎ : bec'h zo gant un daolenn, ma c'hallez teurel ur sell... Bianchi-Bihan 21 C'hwe 2008 da 18:02 (UTC)[respont]

Orin anvioù Stadoù ar Stadoù-Unanet

[kemmañ ar vammenn]

Daveoù (diwar ur c'hlask Google gant an elfennoù-klask "+Wyoming +origin"):

A galon, Neal (Kaozeal) 21 C'hwe 2008 da 19:14 (UTC)[respont]

Salud dit ! Pa vo echu ganit treiñ ar pezh a chom e saozneg e pennad Caravaggio e vo aze ur pennad eus an dibab ! A galon, --Llydawr 25 C'hwe 2008 da 21:54 (UTC)[respont]

An nev'amzer o tont! :-))) A galon. Klaod.
E men ma ar skeudenn?
Graet. A galon. Klaod. Kadbzh 27 C'hwe 2008 da 13:11 (UTC)[respont]

Ar redadeg

[kemmañ ar vammenn]

... en euskareg. Penaos adkavet an destenn? A galon. Klaod. Kadbzh 16 Meu 2008 da 17:22 (UTC)[respont]

OK. Trugarez. A galon. Klaod. Kadbzh 17 Meu 2008 da 17:04 (UTC)[respont]

Diskoumet. A galon. Klaod. Kadbzh 22 Meu 2008 da 19:48 (UTC)[respont]

Ar pezh am eus kroget d'ober, met hirig ez eo ar pennad (ha gwall baket ez on gant va labour aozañ kentelioù). Hogen, deuet on a-benn da vodañ tud nevez tro d'ar raktres hiriv e Karaez.--Ronan 26 Meu 2008 da 22:42 (UTC)[respont]

Aotrou Urzhiataer, perak eo Nom (Henegipt)‎ ha Nomos e Gres? A galon. Bianchi-Bihan 28 Meu 2008 da 09:25 (UTC)[respont]

I am sorry, I do not understand. -- Cat chi? 30 Meu 2008 da 15:24 (UTC)[respont]

Monte Cassino

[kemmañ ar vammenn]

OK. Diwallit doc'h ar "Zhu Chen" (pe doc'h he kwaz!). A galon. Klaod. Sint-Winoksbergen pe "Bergues":Selon la légende, Winoc, fils de roi breton, se serait retiré entre 665 et 675 avec quelques compagnons sur le Groenberg, Ur stumm reizh eus an anv Winok m.p. Kadbzh 8 Ebr 2008 da 17:58 (UTC)[respont]

Ur banne ...

[kemmañ ar vammenn]

... 'benn un deiz bennak, hag un tamm skoazell evit preizhañ an destenn saoznek d.b. William Evans m.p. A galon. Klaod. Kadbzh 14 Ebr 2008 da 11:15 (UTC)[respont]

Garad, garadenn

[kemmañ ar vammenn]

Beñ, c'hwi eo ar mestr... :-))) A galon. Klaod. Kadbzh 14 Ebr 2008 da 19:35 (UTC)[respont]

Eil-amiral, OK, trugarez. A galon. Klaod. Kadbzh 19 Ebr 2008 da 20:04 (UTC)[respont]

Reizhadenn

[kemmañ ar vammenn]

Trugarez evit da reizhadennoù. Vez ket gwelet kalz a dud o tremen evit adlenn pennadoù ar re all. Koulskoude e vefe ret diazezañ wikipedia e brezhoneg war ar c'henskoazel-se. Trugarez ur wech c'hoazh. A-galon. --Gwendal.P 20 Ebr 2008 da 11:56 (UTC)[respont]

Geriadur An Here

[kemmañ ar vammenn]

Demat. Marteze p'ehe soñj eus ar rentañ-kont lenn e "Brud Nevez"? Danvez hon mignoned ag an Houad gall a c'hellfe dont ag ar pennad-se... A galon. Klaod. Kadbzh 21 Ebr 2008 da 16:20 (UTC)[respont]

Salud dit ! Ne gavan ket gwall vat ober gant "Pêr Iañ Romania", pa ne gavan roud ebet pe dost eus "Romania" er yezhoù all, a ra kentoc'h gant "Impalaeriezh latin Kergustentin" evit se. Ha ma reer gant an daou stumm "Kalifornia" ha "California" e kavjen kenkoulz ober gant "Kalifornia Izel" evit al ledenez a-bezh ha gant ar stummoù spagnolek melestradurel "Baja California" ha "Baja California Sur" evit an div stad zo eno. Setu ma soñj, da c'hortoz soñjoù all. --Llydawr 21 Ebr 2008 da 20:49 (UTC)[respont]

1) Kalifornia : War a seblant emaomp a-du an eil gant egile, met neuze ne gomprenan ket titloù da bennadoù.
2) Rummadoù : Ez an da glask gwelet istor an heñvelstummoù a-dostoc'h. A galon, --Llydawr 23 Ebr 2008 da 16:14 (UTC)[respont]

Trugarez. Plijus (?!), a-raok mont da gousket... A galon. Klaod. Kadbzh 23 Ebr 2008 da 21:11 (UTC)[respont]

Trugarez. A galon. Klaod. Kadbzh 24 Ebr 2008 da 19:16 (UTC)[respont]

Sklavelezh

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! Er geriadurioù (Roparz Hemon, Favereau, An Here...) e kaver daou c'her nes, sklavelezh ha sklaverezh. Ur c'hemm a seblant bezañ. Marteze e vefe gwell ober gant an eil evel titl da'z pennad. --Llydawr 26 Ebr 2008 da 14:26 (UTC)[respont]


Skeudennoù

[kemmañ ar vammenn]

Salud. Skeudennoù HP Lovecraft am eus kavet, met ne zeuan ket a-benn da lakaat anezho e-lec'h 'm eus c'hoant er pennad. --Ex-Smith 5 Mae 2008 da 18:57 (UTC)[respont]

Demat. Ne gavan ket Gwenholon e stummoù rannyezh gevred da vout degemeret. Un ali fur m.p. A galon. Klaod.

A little help: Ecser

[kemmañ ar vammenn]

Hi! I'm a Hungarian Wikipedia editor, my name is Norbert Kiss. I'm very proud of my village and I would like to read about it in a lot of languages. I translated already it into 10 languages, but I can't speak Brezhoneg. Could you help me? My village's English page is this: Ecser. Could you translate the page of Ecser into Brezhoneg? Then just link the side into the English version and I will see it, or you could write me, when it is ready. My Hungarian Wikipedia side is: My profile.

Thank you! Norbert


Treiñ gerioù etrevroadel

[kemmañ ar vammenn]

Salud. Emaon o klask penaos lavarout "fonctionnalisme" ha "constructivisme" (war dachenn arzoù ar gweled) e brezhoneg. Kement kinnig a vo graet a vo degemeret mat. Trugarez.

--Ex-Smith 27 Mae 2008 da 09:37 (UTC)[respont]


Sevelouriezh hag all (ha galleg zoken)

[kemmañ ar vammenn]

Trugarez. Savadurelouriezh a zo bet kinniget din ivez (gw. "constructiviste", lec'hienn Ofis ar bzhg). Hir-mat eo. Sed aze "fonctionnalisme" displeget e ur yezh all : "Le Fonctionnalisme en architecture est un principe architectural selon lequel la forme des bâtiments doit être l'expression de leur usage."

--Ex-Smith 28 Mae 2008 da 22:14 (UTC)[respont]

Trugarez evit ho kinnig diwar-benn "fonctionnalisme". Emaon o vont da c'houlenn ouzh LLydawr ivez.


Krok-moñsieu / chaok-aotrou

[kemmañ ar vammenn]

Bet o teurel ur sell war ar bajenn meneget ganeoc'h. No komment, a lavarfen a-walc'h. A galon.

--Ex-Smith 31 Mae 2008 da 15:00 (UTC)[respont]


Treiñ, ur wech ouzhpenn

[kemmañ ar vammenn]

Salud. hag ur mennzoh ho pefe evit dont a-benn da dreiñ "suprématisme" e brezhoneg? Un nebeud displegadennoù a c'hallfe servij : - Le suprématisme est un mouvement d'art abstrait né en Russie au début du XXe siècle. - Malévitch se base encore sur l'aspect géométrique, les couleurs primaires et le mouvement dynamique du cubofuturisme pour développer la théorie du suprématisme. Ses recherches formelles le mèneront sur de nouvelles voies plastiques.

Trugarez deoc'h.


--Ex-Smith 1 Mez 2008 da 21:59 (UTC)[respont]

Dreistouriezh a zeu d'am soñj. Mat e vije reiñ ar ger da varn da dud varrek avat. Met e-leizh a c'herioù ijinet a zo amañ hag ahont... Bianchi-Bihan 2 Mez 2008 da 16:42 (UTC)[respont]


Berlin / karterioù

[kemmañ ar vammenn]

Mat eo din, tennet e vo Rummad:Berlin neuze. Kalz pennadoù am eus savet diwar-benn Berlin, klask a ran ober ma seizh gwellañ met posupl eo e chomfe fazioù, trugarez doec'h da deurel ur sell p'ho po amzer.

--Ex-Smith 3 Mez 2008 da 07:42 (UTC)[respont]

Salud dit ! N'on ket re sur da gompren ar pezh a lavarez : re a liammoù gant yezhoù all a fell dit lavaret ? Savet eo bet ar pennad brezhonek diwar skouer ar pennad gallek, da'm soñj, ha roet dezhañ an titl Azginivelezh arzel. Setu ez eus ul liamm etrezo, ha liammet eo ar pennad gallek ouzh un toullad pennadoù e yezhoù all, dezho un titl evel Azginivelezh hepken. Marteze e vije gwelloc'h cheñch titl ar pennad brezhonek ha lakaat Azginivelezh hepken ivez ? --Llydawr 6 Mez 2008 da 15:25 (UTC)[respont]

Marteze. Teuler 'rin ur sell.Bianchi-Bihan 6 Mez 2008 da 16:53 (UTC)[respont]


Treiñ, en-dro hag adarre

[kemmañ ar vammenn]

Salud. Penaos e c'hallfen lavarout "Maison d'Autriche" (ar re Habsburg eo) e brezhoneg? Amañ n'eus ti ebet, anat din. Lignez Aostria marteze? Ken vioc'h lennet. --Ex-Smith 15 Mez 2008 da 14:08 (UTC)[respont]

  • Ne rin ket kennebeut! Trugarez evit ho kinnig. Habsburg am eus dibabet, ar stumm gall eo Habsbourg, neketa? Mat eo din gortoz alioù fur ar verourien, met war a seblant ne zeuont ket amañ gwall alies er mare-mañ. Kroget on da labourat war Brezel Tregont Vloaz ha war Difrenestriñ Praha, marteze ho po ur vunutenn - pe ouzhpenn - evit reizhañ.

--Ex-Smith 15 Mez 2008 da 17:31 (UTC)[respont]


== Habsb(o)urg ==--Neal (Kaozeal) 16 Mez 2008 da 15:06 (UTC) Salud. Tiegezh Habsburg / Habsbourg a zo mat din. Evit a sell ouzh ou/u.. da welout gant ar verourien marteze? --Ex-Smith 16 Mez 2008 da 13:34 (UTC)[respont]

Me gav din n'eus tamm reolenn ebet war ar wikipedia-mañ o tennañ resis d'ar c'hraf-mañ. Ober 'rafen a-walc'h gant ar stumm alamanek orin, met n'eo hennezh nemet un ali personel ha n'eo ket ur erbedenn evel merour. A galon, Neal (Kaozeal) 16 Mez 2008 da 15:06 (UTC)[respont]

Salud dit ! Ar stumm-se n'eo ket dianav din. El levr "Istor Breizh", gant Louis Elegoet e kaver meur a wech Maen evit ober anv eus proviñs ar Maine (p. 68 da skouer : Normandi, Anjev, Maen ha Poatev). N'ouzon ket ha kavet e vez e skridoù kozh met kavout a ra din em eus e lennet e lec'h all ivez... A galon, --Llydawr 16 Mez 2008 da 16:42 (UTC)[respont]

Gwelet. OK. Trugarez. A galon. Klaod. Kadbzh 16 Mez 2008 da 17:24 (UTC)[respont]

Kerniet a dalv "tonsuré" hervez ar Favereau. Kavet amañ [5]. Marteze ez eus ur ger all met n'em eus ket kavet netra. A galon. --Arko 18 Mez 2008 da 08:59 (UTC)[respont]

A se, n'ouzon ket tamm ebet... --Arko 18 Mez 2008 da 10:07 (UTC)[respont]

Ur ger maol zo en iwerzhoneg a dalvez kement ha "moal". Met kavout a ra din ez eo ur ger all zo en anv Malcolm, ur maol all (skrivetmáel gwechall) hag a dennfe kentoc'h, e-keñver stumm hag e-keñver ster, d'ar ger brezhonek "mevel". Anvioù all a gaver an elfenn-se enno (Mac Mhaolain/MacMillan, O Maolain/Mullin, Mullan...) Da geñveriañ gant an anvioù brezhonek "Maubian", "Mauguen"... --Llydawr 18 Mez 2008 da 16:12 (UTC)[respont]

Goût a ran an anv-badez "Mael" a dalv priñs e keltiek kozh (hervez kont).--Arko 18 Mez 2008 da 21:22 (UTC)[respont]

Kar da "mao", stumm gourel maouez neuze?Bianchi-Bihan 18 Mez 2008 da 22:09 (UTC)[respont]
Ya. --Llydawr 23 Mez 2008 da 20:26 (UTC)[respont]

Diskoulmet. A galon. Klaod. Kadbzh 21 Mez 2008 da 18:40 (UTC)[respont]


Interdit de parler breton

[kemmañ ar vammenn]

Salud. Disoñjet ho poa ".jpg" e dibenn titl ar skeudenn (pajenn : bzhg ha bonreizh), setu perak ne zeue ket war wel. --Ex-Smith 22 Mez 2008 da 18:25 (UTC)[respont]


Ya, brav e vefe. Kement a draoù a chom da sevel e brezhoneg! Ken vioc'h lennet. --Ex-Smith 23 Mez 2008 da 11:33 (UTC)[respont]

Demat. Sellit ouzh :

  • unan arall:LUGO DI VICENZA (VENETO) .

A galon. Klaod. Kadbzh 23 Mez 2008 da 19:18 (UTC)[respont]

Lugo di Romagna a reer ivez eus ar gêr-se war a seblant ([9], [10], [11], [12], [13]). --Llydawr 23 Mez 2008 da 20:25 (UTC)[respont]

Demat. Ag ar choéj... A-ven e teu ??? Trugarez en a-raok. A galon. Klaod.

Resisait ar chomlec'h m.p. Kadbzh 24 Mez 2008 da 10:02 (UTC)[respont]
OK. Trugarez. A galon. Klaod. Kadbzh 24 Mez 2008 da 11:28 (UTC)[respont]

Skrivet 'peus : Taol ur sell un deiz ouzh ar rummadoù ha patromoù digejañ. Un torr-penn. Mat e vije ober isrummadoù (digejañ anvioù-badez, lec'hanvioù, ha me 'oar, evel e wikioù all) da lakaat en ur rummad digejañ hollek.

Ne gomprenan ket ar splet a vije. E peseurt yezhoù e kaver traoù evel-se ?

A galon, --Llydawr 24 Mez 2008 da 20:40 (UTC)[respont]

Salud dit ! Sellet em eus ouzh da bajenn meneget ganit ([14]), ouzh ar pajennoù e yezhoù all liammet outi hag ouzh ar bajenn [15] hag ar pajennoù e yezhoù all. Diouzh a welan n'eus nemet e galleg hag e saozneg e kaver meur a batrom digejañ. Er yezhoù all (ar re a gomprenan un dra bennak enno, ha lod anezho gant muioc'h a bennadoù eget e galleg) n'eus nemet UR PATROM digejañ. E yezhoù zo e kaver MEUR A RUMMAD pajennoù digejañ. Patrom ha rummad zo daou dra disheñvel. Ar patrom "digejañ" a renk, e-unan, ar bajenn krouet e rummad ar pajennoù digejañ. Diouzh an dro e c'haller renkañ anezho e rummadoù disheñvel. Ne gav ket din e vefe un dra bennak da c'hounit, gant meur a batrom digejañ. Evidon-me ne ra nemet luziañ an traoù, evit ar mare diantav. Ha ral eo ar heñvelstummoù a dennfe holl d'ar memes tachenn. A-raok kenderc'hel da grouiñ pajennoù evel ar re ac'h eus savet e vefe mat kemer un tammig amzer da gaout soñj meur a hini. A galon, --Llydawr 25 Mez 2008 da 16:22 (UTC)[respont]


Republik ha bananez

[kemmañ ar vammenn]

Sed aze ur pennad brav. Dre fent e vez komzet eus ar Republik c'hall.... Dre fent nemetken? A galon. --Ex-Smith 27 Mez 2008 da 21:23 (UTC)[respont]

Taol ur sell, mar plij, ouzh ar bajenn Kaozeal:Karl_V,_impalaer_Aostria. A galon, --Llydawr 1 Gou 2008 da 21:10 (UTC)[respont]

C'hoarezed Goadeg

[kemmañ ar vammenn]

Salud. Tapet ar skeudenn. N'em eus ket lakaet anezhi er pennad c'hoazh : copyright a vefe marteze? A galon. --Ex-Smith 5 Gou 2008 da 19:24 (UTC)[respont]

Ne welan ket perak e vije war skeudenn ur golo pladenn a gaver e lec'hiennoù all. Bianchi-Bihan 6 Gou 2008 da 03:15 (UTC)[respont]

Pladenn : Coop Breizh eo ar perc'henn. Ebarzhet ar re all : [[16]] --Ex-Smith 6 Gou 2008 da 12:10 (UTC)[respont]

Ur farsour ...

[kemmañ ar vammenn]

... en ho skipailh : Paul mc cartney : Ninnog a blij dezhi kalz kalz kalz hemañ. - Ur c'haner mat . Kadbzh 7 Gou 2008 da 16:04 (UTC)[respont]

Diverket ar "pennad" ganin. Ur fazi en titl n'eus forzh penaos, kudenn ebet neuze evit sevel ur pennad reizh e anv en e lec'h da c'houder mar bez ezhomm. Neal (Kaozeal) 7 Gou 2008 da 16:06 (UTC)[respont]

Yannick Pelletier

[kemmañ ar vammenn]

Demat. Kinnig a ran kemm titl ma hani : Yannick Pelletier (echedoù), hat 'vo sevel ur bajenn digejañ ad hoc. A galon. Klaod. (P"S":bourrapl ar stag e Lopereg). Kadbzh 22 Gou 2008 da 16:00 (UTC)[respont]

Bonjour. La page Odo Iañ, roue ar Franked utilise le modèle {{Commonscat}} et non {{Commons}} ; c'est pour cette raison que ta modification n'apparaît pas. Par ailleurs, j'ai enlevé la puce « * » devant le modèle [17], sinon ça cassait le rendu du modèle. Bonne continuation ! guillom 23 Gou 2008 da 07:01 (UTC)[respont]

Emaout o komz diwar-benn ar gaozeadenn-mañ moarvat. Arsa, n'on ket sur e gomprenan matre pelec'h emañ an dalc'h. Diwar-benn petra n'emaoc'h ket a-du? --Arko 23 Gou 2008 da 09:12 (UTC)[respont]

Demat. Al liamm gwir a oa Week-end à Zuydcoote (romant). Neuzen, an ardivink (koñ a-walc'h eo, a-dra sur) a glaske ur pennad gant an titl-sen. Renket eo bet ganin. A galon. Klaod. Kadbzh 26 Gou 2008 da 13:14 (UTC)[respont]

Pardon, c'est correct ce nom pour une categorie? Rummad:Kêrioù Kastilha-Leon --Jeneme 28 Gou 2008 da 09:03 (UTC)[respont]

Please, could you delete this category Rummad:Castilla y León?

Dans les articles il y a écrit le nome Castilla y León (en espagnol), tu veux que je les change pour Kastilha ha León? --Jeneme 28 Gou 2008 da 09:23 (UTC)[respont]
A-du gant Rummad:Kêrioù Kastilha ha León pe gant "Leon" zoken, peurvrezhonekaet (ne welan abeg ebet evit chom hep hen ober pa vrezhonekaer "kastilha"...) en ur sevel ur bajenn deigejañ diouzh Leonoù all. N'on ket a-enep implijout an anv orin e spagnolek evel ma reer peurliesañ amañ evit Proviñsoù euskadi (en euskareg war-eeun), kêrioù Kernev-Veur, hag all. A galon, Neal (Kaozeal) 28 Gou 2008 da 13:59 (UTC)[respont]

Demat. Petra a ginnigit? Tugdual 28 Gou 2008 da 11:42 (UTC)[respont]

Demat. O treiñ emañ. Deut oc'h a-benn, savit ho kein! + Ar c'henlabourer "nevez" Tugdual a anavezan mat, ma mab yaouankañ an hini eo. Klask a rin reiñ alioù fur dezhañ, c'hwi c'hell gober ivez. A galon. Klaod. Kadbzh 28 Gou 2008 da 12:56 (UTC)[respont]

Goulennoù diverket

[kemmañ ar vammenn]

N'eo ket bet diverket ar goulennoù o tennañ d'ar pennad Sofourien: nac'het eo bet o diverakañ ganin ha lakaet neuze er rummad "3. Goulennoù distaolet". Aze e c'hellez degas arguzennoù nevez mar fell dit evit o diverakañ hag e vefont lakaet en isrummad "4 Goulennoù war studi", d'ar verourion all da reiñ o ali. Diverket 'vo ar pennad Ceres (planedidig) avat, rak sklaer eo ez eus ur fazi en titl. Digarez (n'eo ket aes bezañ ar merour nemetañ ha faziañ a c'hellan evel-just). A galon, Neal (Kaozeal) 29 Gou 2008 da 07:20 (UTC)[respont]

Keleier war ar bajenn degemer

[kemmañ ar vammenn]

Salut, diverket em eus ar pezh az poa skrivet diwar-benn Jean-Louis Borloo e Roazhon, a c'hall bezañ gwir met n'eo ket holloueziadel a dra sur. A galon.--Arko 29 Gou 2008 da 07:37 (UTC)[respont]

D'am soñj ne oa ket ret goulenn gant ar re all ar wech-mañ, anat dit ne oa ket reizh a pezh az poa skrivet war ar bajenn degemer. --Arko 29 Gou 2008 da 07:54 (UTC)[respont]

N'eo ket reizh lakaat un destenn hir hir evel-se, a n'eo ket neptu ouzhpenn-se met gant evezhiadennoù dit-te. N'eo ket wikipedia ur forom internet e lec'h ma c'haller lakaat e soñjoù. N'eo ket ur c'heloù interesus forzh penaos, gall' a ran lakaat keleier e-giz-se a-zegoù, met ret eo lakaat keleier bras a-walc'h o live, da lâret eo a live broadel pe etrevroadel, evel war pep wikipedia. Borloo e Roazhon, n'eo ket, anat dit. Mar plij, ne adlak ket da destenn war ar bajenn degemer. A galon. --Arko 29 Gou 2008 da 13:09 (UTC)[respont]

Afer ar c'heleier

[kemmañ ar vammenn]

Evel merour e kinningan an diskloulm-mañ d'ar gudenn-se evit chom a-sav gant ar brezel-embann: leuskel ar c'heleier war ar bajenn e-pad 7 devezh (ur sizhunvezh-pad) pa vez a-du ez eus anezhe keleier gwirion pe get ha neuze o zennañ dre ma ne vo ket anezhe keleier fresk ken. A-hend-all e vo ret prennañ ar bajenn waqrni ar c'heleier dre ma n'eus bet tizhet emglev embet evit o zennañ ac'helese. A galon, Merour (Neal / Neal (Kaozeal) 30 Gou 2008 da 06:18 (UTC)[respont]

A-du ganit. N'eus ket bet lavaret din pelec'h ne oa ket "neptu" danvez al linennoù(-houarn): keleier tennet eus kazetennoù n'int ket ijinet (evel ul Lusius bennak). Bianchi-Bihan 30 Gou 2008 da 07:31 (UTC)[respont]

Maer nevez

[kemmañ ar vammenn]

Merci pour le petit cours de grammaire. C'est sympa! Kenavo ur wech all ;) --Mike bzh 31 Gou 2008 da 15:51 (UTC)[respont]

Salud dit ! Brav ha talvoudus e kavan da b-Patrom:Korf. --Llydawr 5 Eos 2008 da 16:25 (UTC)[respont]

N'ouzon ket ar yezh-se muioc'h egedout. Sell kentoc'h ouzh . A galon, --Llydawr 20 Eos 2008 da 18:59 (UTC)[respont]

Respontoù Llydawr

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! Ober a rez anv eus gwellaat ar yezh er pennad-mañ. A-dra-sur ez eus peadra da wellaat. Nemet ez eo prennet ar bajenn, ha n'eus nemet merourien a c'hall ober un dra bennak... Ne gomprenan ket eus peseurt pennad e rez anv, a-hend-all, pa skrivez "ar pennad-hont" ? Peseurt "alc'hwezioù" a vije ganin ? N'on ket "merour"... --Llydawr 27 Eos 2008 da 06:39 (UTC)[respont]

Renket eo. Ur vi-koukoug a oa en titl (Cerdanya/Cerdania). A galon, --Llydawr 29 Eos 2008 da 21:03 (UTC)[respont]

Salud dit ! Mat eo lakaat un tammig urzh evel ma rez ha mat eo din ober gant ar ger "kristen" evit ober anv eus ur gredenn gristen. Met gwelet a ran ez eo Treinded zo skrivet e geriadurioù Roparz Hemon. Marteze ne vefe ket falloc'h mirout ar c'hemm etre Trinded (anvioù-lec'h... nemet An Dreinded e Plouzane !) ha Treinded (evit ar pezh a oa An Dreinded), ha kement hag ober, menegiñ ivez an "treindedoù" n'int ket kristen (en:Trinity (disambiguation)). --Llydawr 3 Gwe 2008 da 16:07 (UTC)[respont]

Demat. Chom a ran bourdet en afer-mañ. A galon. Klaod. Kadbzh 4 Gwe 2008 da 09:18 (UTC)[respont]

Klasket em eus renkañ an traoù... Met n'eo ket gwall vat an disoc'h ! --Llydawr 4 Gwe 2008 da 16:38 (UTC)[respont]


Salud, mennozh mat. Petra eo ar gwellañ : Ar Rozenn Wenn pe Ar Rozenn wenn? A galon. --Ex-Smith 7 Gwe 2008 da 08:06 (UTC)[respont]

Gwelet. Trugrarez. A galon. Klaod. Kadbzh 7 Gwe 2008 da 19:16 (UTC)[respont]

Taol ur sell er rummad : daou bennad San Luis Potosí ha daou bennad Zacatecas ac'h eus savet. A galon, --Llydawr 9 Gwe 2008 da 16:21 (UTC)[respont]

Salud. Ouzhpennet em eus [[

Arvar zo diwar-benn neptuegezh ar pennad-mañ
ha n'eo ket savet diouzh un holloueziadur
.
Kit da welet ar gaozeadenn

]]. A galon. --Ex-Smith 12 Gwe 2008 da 12:44 (UTC)[respont]

Demat. Ne vehe ket ken koulz gober gant "bann"? A galon. Klaod. Kadbzh 15 Gwe 2008 da 07:03 (UTC)[respont]

Besoin de traduction

[kemmañ ar vammenn]

Salut, j'aurai besoin d'une traduction de la phrase suivante: « Kentoc'h mervel eget em zaotra ». Elle se trouve aux dos du . Est-ce que cela correspond à la devise d'Anne de Bretagne «Plutôt la mort que la souillure» ? Mais dans l'article Bretagne, c'est écrit «Kentoc'h mervel eget bezañ saotret». Il doit bien y avoir une différence non? Trugarez. --Mike bzh 22 Gwe 2008 da 19:58 (UTC)[respont]

Patromoù ha traoù all

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit !

  • Re wir eo ez eus meskaj etre patromoù broioù end-eeun, ha patromoù bannieloù broioù. Deuet eo an dra-se peogwir eo bet savet ar patromoù-se tamm-ha-tamm, gant meur a hini. A-dra-sur e vije mat lakaat un tamm urzh. Ez an da glask gwelet a-dostoc'h.
  • Ar frazenn latin Vanitas vanitatum et omnia vanitas : ne'm eus netra da ginnig dit evit ar poent. Ma kavan un dra bennak e lavarin dit.
  • Antilhez Brasañ (evel ar saozneg pe ar spagnoleg) pe Antilhez Bras (evel ar galleg, an alamaneg pe an esperanteg) ?

A galon, --Llydawr 22 Gwe 2008 da 21:34 (UTC)[respont]

Ya, etre an daou eo ret dibab: petra eo da ali? Asia Minor, Britannia Major, Breizh Veur... Bianchi-Bihan 22 Gwe 2008 da 23:01 (UTC)[respont]
Keñveriañ marteze gant an anvioù-lec'h a Vreizh-Izel evel Keruhel vras, Keruhel vihan, an Erge Vras, an Erge Vihan, pe c'hoazh Treger Vras, Treger Vihan [18]...--Llydawr 23 Gwe 2008 da 11:31 (UTC)[respont]


Brav ar pennad. A-fet morlaeron e c'hallfe Vampirates plijout deoc'h, un tañva a gaver war al lec'hienn ofisiel, gwelout ar bajenn diwar-benn Justin Somper. A galon.--Ex-Smith 24 Gwe 2008 da 10:23 (UTC)[respont]

Dilhad-dindan

[kemmañ ar vammenn]

Dilhad-dindan (maouezed) e-lec'h lienerezh? Pe ur ger all zoken? --Ex-Smith 24 Gwe 2008 da 17:20 (UTC)[respont]

Mat. Kemmet an titl hag ar ger "lienerezh"e korf ar pennad. --Ex-Smith 24 Gwe 2008 da 18:09 (UTC)[respont]


Ma, me eo, ur wech ouzhpenn. Penaos e c'hallfen lavarout "juste parmi les nations" e brezhoneg flour? Righteous among the Nations a gaver e saozneg, Gerechetr unter den Völkern en alamaneg hag all. Ken viot lennet. --Ex-Smith 24 Gwe 2008 da 18:57 (UTC)[respont]

Konkistadored

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! Ar stumm Konkistadored ne zisplij ket din. Anat eo e vije aesoc'h ober evel-se. Daoust hag implijet eo bet ar stumm-se ? --Llydawr 26 Gwe 2008 da 16:23 (UTC)[respont]

Ya, goût a oian, traoù all a a zo ganin c'hoazh A galon laod Kadbzh 27 Gwe 2008 da 18:26 (UTC)[respont]

Spider-Man

[kemmañ ar vammenn]

Salud. Penaos e c'hallfen lavarout "super-héros" en hor yezh? gourharoz? dreistharoz? haroz dreist? A galon.--Ex-Smith 30 Gwe 2008 da 20:27 (UTC)[respont]

Spider-Man, 2

[kemmañ ar vammenn]

Salud. Gwech ebet n'em eus bet gwelet ar ger "ezelez", evel ezel, met evit plac'h. E implijout a ran er pennad diwar-benn Spider-Man, el lodenn diwar-benn Spider-Woman. Ha reizh eo? Ma n'eo ket e cheñchin. A galon.--Ex-Smith 2 Her 2008 da 11:20 (UTC)[respont]

N'eo ket ur soñj fall lakaat ur reizh d'un ezel, eo? Ne oa ket bet graet a-raok, met hiriv 'mañ 'n deiz. Perak ne vije ket? Bianchi-Bihan 2 Her 2008 da 11:30 (UTC)[respont]

Ya, [krouer]] an hini eo, ur fazi bizskrivañ am boa graet.--Arko 4 Her 2008 da 06:26 (UTC)[respont]

Poanioù ar Werther yaouank pe Poanioù Werther yaouank? --Ex-Smith 5 Her 2008 da 20:41 (UTC)[respont]

Salud dit ! Aesoc'h em eus kavet adtapout ur gartenn diwar ar Wiki iwerzhonek, kentoc'h eget klask sevel ur patrom brav evel an hini a gaver e saozneg, galleg, esperanteg, nederlandeg... --Llydawr 5 Her 2008 da 20:47 (UTC)[respont]

Sell ouzh ar pezh am eus graet evit Noord-Brabant. N'on ket drouklaouen. Gellout a ri implijout ar patrom-se ivez, ma kerez. Gwelloc'h e vefe ma vefe ar gartenn a-zehou d'ar bajenn, moarvat. Un tammig labour a chom c'hoazh ! A galon, --Llydawr 8 Her 2008 da 16:18 (UTC)[respont]

Ne lavaran ket eo dianav ar stumm "Sant-Pêr", met kalz aliesoc'h e kaver Kerbêr din da c'houzout, er yezh komzet koulz hag er yezh skrivet (Nenn Jani, labourioù B. Tangi...). --Llydawr 5 Her 2008 da 20:50 (UTC)[respont]

Sed aze ul livour a-feson, kroget e oan da dreiñ ar pennad diwar e benn. Primoc'h out bet.--Ex-Smith 9 Her 2008 da 18:51 (UTC)[respont]

???????????????????? Bianchi-Bihan 10 Her 2008 da 03:45 (UTC)[respont]

Primoc'h evit ober war e dro, sed aze tout. --Ex-Smith 10 Her 2008 da 08:17 (UTC)[respont]

Lakaet em eus ar pezh a ouzon, met n'ouzon ket muioc'h ! --Llydawr 13 Her 2008 da 15:59 (UTC)[respont]

Salud dit ! Gwelet em eus da bennad 'konkistador. Betek-henn ne'm eus ket kavet kalz a skouerioù eus ar ger-se... nemet er Wikipedia (diwar da zorn marteze ;-) ?). Evit ar stumm lies avat e rajen gant konkistadored, war skouer minored, doktored, kulatored... kentoc'h eget gant konkistadorien.
Ober a ran-me, a-hend-all, gant Plymouth, an anv saoznek. --Llydawr 14 Her 2008 da 19:48 (UTC)[respont]

Gwelout a ran hon eus embannet ar pennad Horn kazi er memes amzer. Me gav din e vefe gwelloc'h chom gant ar pennad Horn evit ar stêr e Bro-Leon peogwir eo ar ster splann evit Yann brezhoneger. --Arko 24 Her 2008 da 13:33 (UTC)[respont]

An eil pe egile, ne ran ket forzh... Ar pezh a gont eo gallout kavout an traoù ! --Llydawr 24 Her 2008 da 16:00 (UTC)[respont]

Mat eo din evit a sell ouzh ar rummad. Ya : sed aze taolennoù brav-eston, e-touez ar re vravañ am eus gwelet e Dresden, gant re Vermeer. --Ex-Smith 28 Her 2008 da 18:41 (UTC)[respont]

Petra eo ar c'helc'hiad pennañ-se? Bianchi-Bihan 29 Her 2008 da 11:09 (UTC)[respont]

Se a zo anv ofisiel ar pastell-vro velestradurel-se hiziv - principal area--Damien Perrotin 29 Her 2008 da 12:10 (UTC)[respont]

Ya, kinnig a ran "Pajennad bannoù-treset amerikan". --Arko 29 Her 2008 da 16:04 (UTC)[respont]

Sport extrême

[kemmañ ar vammenn]

Salud. Penaos e vefe tu da lavarout an dra-se e brezhoneg reizh? O labourat war ur pennad diwar-benn ar plankenn-ruilh emaon, setu perak em eus ezhomm eus ar ger-se. A galon.--Ex-Smith 31 Her 2008 da 14:16 (UTC)[respont]

Sport hag arvar

[kemmañ ar vammenn]

Sed aze sportoù arvarus : skateboard, longskate, plankenn-dre-lien, surf, snowboard hag all. Sportoù an arvar a blij din, implijet e vo ganin ha gwelet e vo ha kavet e vo gwelloc'h gant unan bennak all.--Ex-Smith 31 Her 2008 da 15:19 (UTC)[respont]

Danvez ha n'eo ket ken arvarus (ha c'hoazh!)

[kemmañ ar vammenn]

Ha reizh e vefe implijout broad vunut evit lavarout "micronation"? (saozneg: micronation, alamaneg : Mikronation). Gwelout [19]. Ken vi lennet.--Ex-Smith 1 Du 2008 da 18:15 (UTC)[respont]

Ober a rafen gant un dibenn brezhonek: broadig. Bianchi-Bihan 2 Du 2008 da 01:33 (UTC)[respont]

Ha gallout a rafemmp gwellaat ar frazenn-mañ: Diwallit mat, n'eus eus an destenn-mañ nemet ur rakweladenn. N'eo ket bet enrollet c'hoazh! Kinnig a ran:

  1. ur rakweled eo an destenn-mañ, ha netra ken ( berr ha sklaer)
  2. nemet ur rakweled n'eo an destenn-mañ
  3. ... n'eus nemet ur rakweled eus an destenn-mañ

A galon. Bianchi-Bihan 2 Gou 2008 da 21:17 (UTC)

Wiki albanek

[kemmañ ar vammenn]

Salud. Doc'h pajenn "Degemer" ar Wiki albanek... [20] A galon. Klaod Kadbzh 2 Du 2008 da 18:11 (UTC)[respont]

Da vout adlennet ganeoc'h

[kemmañ ar vammenn]

Vis-en-Artois ha Pearl Buck m.p. Trugarez en a-raok. A galon. Klaod Kadbzh 2 Du 2008 da 21:39 (UTC)[respont]

Inizi Friz

[kemmañ ar vammenn]

N'on ket evit gwellaat ar patrom. N'ouzon ket penaos e ra ar saoznegerien evit kaout ur bann kleiz brav ! --Llydawr 6 Du 2008 da 17:01 (UTC)[respont]

N'ouzon ket ha lakaat a rafen traoù evel "Doue", "ma Doue", "Jezuz" e-touez ar sakreadennoù. Estlammadennoù int, sur, met n'int ket geriennoù a ya a-enep an "dereadegezh", evel an traoù all a lakaer da "sakreadennoù". The original meaning of the term was restricted to blasphemy, sacrilege or saying God's name (or an identifier such as "Lord" or "God") in vain. Profanity represented secular indifference to religion or religious figures, while blasphemy was a more offensive attack on religion and religious figures, and considered sinful a lennan e saozneg (pennad en:profanity). Gerioù evel "Jezuz" pe "ma Doue" a c'hall bezañ distaget gant tud a iliz ha ne gav ket din e vije pec'hed ;-). --Llydawr 6 Du 2008 da 17:17 (UTC)[respont]

Gwir eo, diaes eo gouzout pelec'h e krog park al leoù-touet pa n'eus kleuz ebet er yezh en-dro d'ar gerioù. N'eo ket echu ar pennad avat, ha meur a adwel a rin c'hoazh. Bianchi-Bihan 6 Du 2008 da 17:24 (UTC)[respont]

Salud dit ! Ha gallout a rafes displegañ resisoc'h petra a fell dit ober, mar plij ? Ha reiñ din al liamm da dizhout "anat er wikigeriadur". --Llydawr 14 Du 2008 da 17:06 (UTC)[respont]

Graet eo ! --Llydawr 14 Du 2008 da 17:15 (UTC)[respont]

Mat eo sevel pennadoù diwar-benn kevredadoù war an dachenn armerzhel. Perak ec'h eus nullet ar pezh am boa lakaet ouzhpenn avat? (Vendrée Globe distaget hag ar rummad Embregerezhioù Bro-C'hall). --Arko 22 Du 2008 da 12:22 (UTC)[respont]
N'eo ket gwall dra! Me eo an hini noa lakaet traouigoù ouzhpenn en un doare re zidrouz! --Arko 24 Du 2008 da 10:02 (UTC)[respont]

Koulizh Kedez

[kemmañ ar vammenn]

Ouzhpennet ar skeudenn er pennad.--Ex-Smith 25 Du 2008 da 17:16 (UTC)[respont]

Ec'h ober 'oan i'e, boulc'hast! Bianchi-Bihan 25 Du 2008 da 17:17 (UTC)[respont]

Demat. S.o. m.p. (okitaneg-provañseg: Vauclusa; galleg/stumm ofisiel nemetañ: Vaucluse). A galon.~Klaod Kadbzh 27 Du 2008 da 13:49 (UTC)[respont]

Vauclusa am eus lakaet. A galon. Klaod Kadbzh 27 Du 2008 da 17:32 (UTC)[respont]

Ya, gwaranieg. --Llydawr 28 Du 2008 da 20:15 (UTC)[respont]

Ne vije ket bet eus un abadenn (istorel pe Istorel evel-just) etre Che ha Fidel? N'on ket 'vit lâret deoc'h... A galon. Klaod Kadbzh 29 Du 2008 da 21:29 (UTC) P"S": kas a ran un e-mailh (Mitterrand) deoc'h.[respont]

Evit / Pal

[kemmañ ar vammenn]

Ok, trugarez. --Ex-Smith 30 Du 2008 da 20:12 (UTC)[respont]

Salud. Ur mennozh evit lavarout "poche" (de Lorient, de Royan hag all)e brezhoneg? A galon. --Ex-Smith 2 Kzu 2008 da 19:28 (UTC)[respont]

Hag er yezhoù all? Hag an hevelsterioù, gallek hag all? Bianchi-Bihan 3 Kzu 2008 da 05:41 (UTC)[respont]
Ha! N'em eus ket sellet er yezhoù all. Mod-all e lavarer ivez "réduit" e galleg.

E-keit m'emaomp ganti : ma fell din sevel ur pennad war ar mangez, penaos e rankan envel ar pennad : mangez pe mangezenn? Ha lavaret e vefe litchienn pe litchi? Ken vi lennet. --Ex-Smith 5 Kzu 2008 da 18:39 (UTC)[respont]

Taol-veskañ

[kemmañ ar vammenn]

Meur a wech em eus klevet "taol-veskañ" evit a sell ouzh seurt mekanikoù, emaon o vont da resisaat en destenn.--Ex-Smith 7 Kzu 2008 da 20:09 (UTC). Un evezhiadenn a-berzh un den pell diouzh ar bed-se ne oa ken. Goude e ri pezh a giri. Bianchi-Bihan 7 Kzu 2008 da 20:14 (UTC)[respont]

A little help

[kemmañ ar vammenn]

Hi! I'm a Hungarian Wiki-editor, my name is Norbert. I would like to request something from you. I'm very proud of my village, Ecser, and we have now about 72 translations about it. I would like to have it all of the Celtic languages. The best Gaelic translations are the Welsh and the Manx ones. Could you translate it into Brezhoneg? You can use the English or the Cymraeg version. Thank you! hu:User:Eino81

Salud dit ! 1) Marteze ne vefe ket falloc'h ober anv eus trede eskob Teurgn dindan an anv latin Martinus, evel ma'c'h eus graet gant Gratianus, kentoc'h eget dindan an titl Marzhin. Hag implijout ar stumm brezhonek evit ur bajenn digejañ da adkas al lennerien war-zu pennadoù all (an anv-bihan, tud anvet Marzhin...), war skouer fr:Martin.
2) Gwelet em eus ez poa cheñchet an titl Su Tirol ha lakaet Südtirol en e lec'h. Me ne gaven ket abeg e Su Tirol. N'eo na gwashoc'h na gwelloc'h eget Su Italia pe Norzh Alamagn. Ha lakaat a ra anat ez eo liammet gant Tirol. Kavout a ra din e vefe bet mat gortoz un tamm, forzh penaos, etre ar mare ma'c'h eus lakaet un evezhiadenn war ar bajenn gaozeal hag ar mare ma'c'h eus cheñchet an titl. N'eus bet nemet un nebeud eurvezhioù etre an daou, hag e-pad an noz ouzhpenn ! Seurt doareoù a veze implijet gwechall gant tud all, met n'eo ket dav dit kemer skouer warno ;-) --Llydawr 18 Kzu 2008 da 22:50 (UTC)[respont]

Demat. Kudennoù treuzlizherennañ + istor ar yezh + rannyezhoù moarvat. Amzer 'zo. A galon. Klaod Kadbzh 30 Kzu 2008 da 07:58 (UTC)[respont]

Kuzulierion

[kemmañ ar vammenn]

Demat. Èl rezon e c'hellit kinnig ur gêr arall... :-)))) A galon. Klaod Kadbzh 31 Kzu 2008 da 13:12 (UTC)[respont]