Hamburg
Hamburg | |
---|---|
Riez | Alamagn |
Rannvro | Alamagn (Stad Hamburg) |
Kod pellgomz | |
Kentañ maer Amzer gefridi |
Peter Tschentscher (SPD) 7 a viz Meurzh 2011- |
Gorread | 755,264 km² |
Hed | |
Led | |
Uhelder | |
Poblañs hep kontoù doubl | 1,899,160 (2019)[1] |
Stankter | 2,400/km² |
Hamburg (distaget [ˈhambʊʁk] en alamaneg) eo an eil kêr vrasañ en Alamagn (goude Berlin) ha porzh brasañ ar vro. Kêr-benn stad Hamburg eo ivez, hag ur gêr-stad eo. War-dro 1,9 milion a dud zo o chom enni (2019), ha tost da 5 milion en tolead-kêr.
Oberiant e oa Hamburg evit diazezañ Kevre hanseatek. War plakennoù marilh ar c’hirri e lenner HH, pezh a dalv Hansestadt Hamburg. An anv ofisiel a zo Freie und Hansestadt Hamburg (kêr dieub hag hanzeatek Hamburg. Ur statud ispisial a zo d’ar gêr vras-se e-barzh ar BRD, evel Bremen ha Berlin.
An tisavouriezh zo e-gizh broioù an hanternozh, gant ur rouedad stank a ganolioù, ul lenn artifisiel zo war stêr er c’hreiz-kêr.
Brudet eo mirdi ar c’hunsthalle, pe ar Bucerius Kunst Forum hag enno e vez diskouezadegoù berrbad. Gouestlet eo ur c’harter a-bezh da vuhez ribouloù an nozh : Sankt Pauli hag ar Reeperbahn, kornioù gant tud gadal ha gisti a weler stank . Emañ H er poent kej evit stêrioù an Alster, ar Bille hag an Elbe. Da 110 km emañ genoù an Elbe e mor Hanternozh. Listri-karg doug-kontener a c’hell leviañ war an Elbe a mont betek kêr. 15 vet porzh ar bed eo gant e listri-ramzel hag an eilvet european goude Rotterdam. Kaji gorread Paris Meurgêr a zo gant tolaead HH, hogen gant peder gwech nebeutoc’h a annezidi warni. 30 m² eo ment ur ranndi dre geidenn. Kalz glazur a gaver enni, betek 14%.
Hin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levezonet eo Hamburg gant nested mor an hanternoz, hag ar redoù mor an atlantel, degas a ra klouarded. Meurvorel eo neuze hin Hamburg. Peurvuiañ e c’hwezh an avel eus ar mervent, evit kas glav stank a gouez e stumm lusenn, a reer Schmuddelwetter anezhi. Yen e vez ar goañvezhioù hogen n’int ket ken gwazh hag ar re a gaver e länderioù ar Su, meneziek. Ur goañvezh diwar nav a vez gwenn gant erc’h. Bep eil bloaz e Munchen ha bep pemp bloaz e Drede. Etre 3°C ha 5°C a vez e-pad ar goañv. Alies mat e vez louet an oabl. 20°C a vez da gustum adalek kreiz miz Ebrel.
Klouar e vez an hañvezhioù gant 23°C keidenn d’ar muiañ. N’eo ket rouez kaout 28°C e miz Gwengolo Eost. Evel-henn e c’hell an dud neuial er pouloù dour e-pad ar c’houlzad-se.
Un tamm istor :
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]1529 : tremen a reas Hamburg da brotestant
1558 : digoret voe ar c’hentañ yalc’had kevalaour alaman (20 000 anezhad)
Etre 1610 ha 1625 : e voe treuzfurmet Kêr d’ober kreñvlec’hioù a-bouez
1618 : liammet Hamburg ouzh an impalaerouriezh
1619 : Bank Hamburg a voe diazezet gant moraerien Portugalad
1678 : Digoret ar c’hentañ Opera
1758 : fardet e voe ar c’hentañ hamburger
1769 : Dont a reas Hambourg da vezañ Kêr dieub an impalerouriezh
1787 : tremenet ar 100 000 anezhad.
1806 : divodet e voe an Impalouriezh roman germanek, ha graet ar Freie Hansestadt : « Kêr dieub an Hans ». Gant Napoleon e voe aloubet Kêr hag e lakaas e pleustr ur blokus war vor gant efedoù noazhus evit ar c’henwerzh.
1813/1814 : reveulzi, stourm ouzh an alouber gall. Ganto e voe savet ar bagadoù hanseatek gant annezidi Hamburg, Brême ha Lübeck. Adtapet e voe gant ar c’hallaoued, hag aloubet en-dro ganto e pad 6 miz.
1815 : gant emvod Wiena e voe gwaranted dizalc’houriez Kêr ha lakaet da ezel eus an Deutscher Bund
1817 : kentañ bag dre ezenn o vont wart an Elbe.
1834 : Gerhard Oncken (en) gant c’hwec’h ezel all, a ziazezas ar gumuniezh baptiste alaman.
1842 un tangwall divent a zismantras war-dro 4000 lojeiz.
1867 : Hambourg a yeas tre e kengevread Alamagn an hanternozh
1871 : ez eas tre hamburg en impalouriezh alaman, hag e teuas da vout Bundesstaat des Deutschen Reiches (« Stad kevredadel alamagn ».
1872 : echuet sevel linenn tren Hambourg-Paris.
1881 : kentañ rouedad pellgomz en Hambourg.
1882 : kentañ gouloù dre dredan.
1885 : savet e voe ar Speicherstadt
1892 : Kolera
D’an 20 a viz du 1896 : e voe harz-labour meur an dokerien
Gevellet eo gant
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Sant-Petersbourg, Rusia
- Marselha, Okitania
- Shanghai, Republik Pobl Sina
- Dresden, Saks, Alamagn
- Osaka, Japan
- León, Nicaragua
- Praha, Republik Tchek
- Chicago, Stadoù Unanet Amerika
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
|
Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn. |