Ebrauc
Ebrauc Rouantelezh Ebrauc | ||||
| ||||
Kêr-benn | Dianav | |||
Yezh(où) | Kembraeg | |||
Gouarnamant | Monarkiezh | |||
Istor | ||||
- Disparti ar Romaned | 410 | |||
- aloubet gant Deira | 580 |
Ebrauc a oa ur rouantelezh vrezhon vartezeus a oa bet war-dro kêr roman Eboracum (York hiziv). Efrog eo hec'h anv e kembraeg a-vremañ. En he dalc'h e vije bet ul lodenn eus ar vro a yeas diwezhatoc'h da ober rouantelezh angl-ha-saoz Deira.
E 573 e kemeras perzh Peredyr Arueu Dur, roue Ebrauc, en emgann Arfderydd (Arthuret hiziv) ma faezhas roue Caer Guendoleu Gwenddoleu ap Ceidio. Hervez ar vojenn e vije bet Merzhin unan eus ar re a chomas bev. Un trec'h e doare Pyrrhos e voe evit rouantelezh Ebrauc avat, rak e 580 e voe distrujet gant Angled Bernikia ha staget ouzh Deira.
E 632 e voe adaloubet ar rannvro gant Cadwallon ap Cadfan eus Gwynedd goude e drec'h war Edwin, roue Northumbria, en emgann Meigen. Tri bloaz diwezhatoc'h e voe faezhet Cadwallon gant Oswald, roue Bernikia, en emgann Cantscaul ha kollet e voe Ebrauc da vat evit ar Vrezhoned.
Roll rouaned Ebrauc
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Coel Hen ?383 - c.420
- Ceneu ap Coel c.420 - c.450
- Mor ap Ceneu c.450
- Einion ap Mor c.470
- Eliffer Gosgorddfawrc.505 - 560
- Peredyr Arueu Dur560 - 580
- Gwrgi ap Eliffer 580
- Gwrgant Gwron 580
Gwelout ivez : Ar Gelted • Ogham • Yezhoù keltiek • Rouantelezhioù brezhon • Enez Vreizh • Galia
|