Mont d’an endalc’had

Bro-Raez

Eus Wikipedia
Bro-Raez
██ Bro-Raez, e traoñ ar gartenn
  • ██ Bro-Raez, e traoñ ar gartenn
  • BannielArdamezioù
    Anv gallek Pays de Retz
    Anv gallaouek Paeï de Rais, Paeï de Raezaé
    Anv poatevek Paes de Réz, Paes-de-Rét
    Geografiezh
    Bro Breizh
    Departamant Liger-Atlantel Liger-Atlantel
    Bro hengounel Bro-Naoned
    Kêr-benn Reudied, Pornizh ha Machikoul adalek 1581
    Kêrioù pennañ Reudied, Kervegon, Pornizh
    Daveennoù
    lec'hiañ
    47°5′17″N 1°46′22″W
    Gorread km²
    Lein uhelañ 76 m (e Levieg)[1]
    Poblañs
    Annezidi (fr) Paydrets, Paydrètes
    Poblañs ann. ([[]])
    Stankter ann./km²
    Yezhoù Gallaoueg, poateveg, galleg
    Istor
    Aloubet gant Breizh 851 (Feur-emglev Añje)

    Bro-Raez (Pays de Retz e galleg, Paes de Réz e poateveg) zo ur vroig istorel e gevred Breizh, er c'hreisteiz d'al Liger.

    Emañ Bro-Raez etre aber al Liger hag ar Geunioù Brezhon, etre Bae Bourc'hnevez hag al Lenn Veur.

    Kumunioù Bro-Raez

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Diskaret eo bet ar c'hanton e 2014.

    Kanton Pembo

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    Banniel Bro-Raez
    Banniel nevez Bro-Raez

    En IXvet kantved e voe aloubet ar c'horn-bro gant armeoù ar Vretoned, renet gant Nevenoe hag e vab Erispoe, a voe trec'h war ar Franked etre 843 ha 851. Da-heul Feur-emglev Angers (851), skoulmet etre Karl Voal hag Erispoe e voe roet Bro Raez, pe "Ratense", d'ar Vretoned[2].

    Ar baron Jili Raez, a damaller dezhañ bezañ muntret ha gwallet e-leizh a vugale vihan, a oa un denjentil eus Bro-Raez.

    E-pad Brezel Vendée, da vare an Dispac'h Gall, e oa ar c'horn-bro unan eus lec'hioù kreñv ar roueelourien[3].

    Hanter-hent etre ar poateveg hag ar gallaoueg eo ar parlantoù komzet e Bro-Raez. Tennañ a reont muioc'h d'ar poateveg e kreisteiz ar vro[4][5][6][7].