Bro Kalanel
Bro Kalanel a zo un terouer dañs war harzoù ha Kernev ha Treger.
Tachenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
En em ledañ a ra war 5 kumun : Kalanel, Plourac'h ha Pluskelleg evit al lodenn a Gernev, Ar Chapel-Nevez ha Lohueg evit al lodenn a Dreger[1]. Kalanel hag he c'humunioù amezek eo ar c'humunioù-se. En Atlas Breizh, kouskoude, n’eo nemet ar c'humunioù a Gernev, Kallag en o zouez ouzhpenn, a ya d’ober ar vroig[2].
Dañs[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur stumm eus an dañs-tro, anvet bremañ gavotenn Kalanel, eo an dañs a zeu eus bro Kalanel.
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Guilcher J.-M. (1963). La tradition populaire de danse en Basse-Bretagne. Mouton & Co. P. 194.
- ↑ Bodlore-Penlaez M., Kervella D. (2011), Atlas de Bretagne – Atlas Breizh : géographie, culture, histoire, démographie, économie, territoires de vie des Bretons. Speied : Coop Breizh.