Poualed
Neuz
Ar Poualed, pe a-wechoù ar Vro Boualed (La Clos-Poulet e galleg) a zo ur vroig hengounel a-hed aod norzh Bro-Sant-Maloù. Dre vras e vez lakaet e-barzh parrezioù Sant-Maloù, Sant-Servan, Parame, Sant-Kouloum, Kankaven, Sant-Pêr-Poualed, Sant-Suliav, Kerlean ha Sant-Yowan-an-Havreg. Lodennoù eus parrezioù Kastell-Noez, Sant-Meleg ha Gouenaer a vez lakaet e-barzh ar vro-mañ hervez an dud.
Etimologiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Graet e vez Le Clos-Poulet e galleg eus ar Poualed. An anv-mañ a zeu eus Pou Alet (Paou Aled e brezhoneg) o vezañ ma oa bet Aled kêrbenn pobl ar Guriosolited.