Kronologiezh Henc'hres

Eus Wikipedia

Evel-se e ranner 10 kantved Istor Henc'hres :

Marevezh mikenean[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eus 1600 betek 1100 kent J.K. emañ ar sevenadur mikenean en e bleuñv


Marevezh teñval[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eus 1000 betek 800 kent J.K. emañ an amzerioù teñval
Kregiñ a ra ar prantad gant diwezh ar sevenadur mikenean hag an "aloubadegoù dorian", a-hervez, en XIvet kantved ha mont a ra betek krouidigezh ar c'hentañ keodedoù-stad c'hresian en IXvet kantved kent J.K. savidigezh barzhonegoù Homeros hag ar c'hentañ testennoù skrivet gant al lizherenneg c'hresian en VIIIvet kantved kent J.K..

War ar priajoù e weler tresoù mentoniel (linennoù, karrezioù, kelc'hioù)

Marevezh arkaek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eus 800 betek 500 kent J.K. emañ an amzer kozh
Delwennoù o mousc'hoarziñ ha gant un emzalc'h sonn a zo merk ar gizellerien gresian kozh.

VIIIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 757 Karg an Arc’honted a dremen eus ar vuhez-pad da zek vloaz en Aten. Izili eus an tiegezhioù pennañ a vez dilennet d’ar magistradur-se. C’harops eo an hini kentañ (deiziad jedet hervez Paosanias).
  • 754 Polidoros a zeu da vezañ roue war Sparta. Deroù eus roll an efored eus Sparta
  • 725 Brezel Lelantat etre Kalkis hag Eretria. Kevredet eo kalz keodedoù gresian gant an eil pe egile.
  • 719 Muntret eo Polidoros, Roue Sparta, gant Polimarc’hus.

VIIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 687 Dont a ra magistradur an Arc’honted da vezañ bloaziek en Aten. Forzh peseurt keodedad atenat a c’hall bezañ dilennet d’ar magistradur-se. Kreon eo ar c’hentañ arc’hont bloaziek dilennet.
  • 665 Diwezh eil brezel Messenia
  • 632 Kilon, brientin eus Aten, a glask bezañ roue ar geoded dre nerzh
  • 621 Drakon, lezenner atenat a sav ur c'hod lezennoù strizh-kenañ a gastiz hogoz pep torfed dre ar marv

VIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 515 Hippias a zeu da vezañ tirant nemetañ Aten goude marv e vreur

Marevezh klasel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwellaet eo bet barregezhioù an arzourien koulz en delwennouriezh hag er savouriezh ken eo bet gwelet ar stil klasel henc'hresian evel ment ar c'hened gant ar remziadoù europat o heul betek hiziv.

Fin ar VIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 510 kent J.K. Pythagoras a sav e skol dezhañ e-unan.
  • 507 Kleistenes, adreizher gresian, a gemer ar galloud, diazezañ a ra an demokratiezh en Aten

V kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 480 Leonidas, roue Sparta, ha 300 Spartad a varv en Emgann an Termopiloù evit reiñ amzer da arme ar C’hresianed kevredet d’en em brientiñ a-enep arme ar Bersed, renet gant an impalaer Kserses, a glask aloubiñ Bro-C'hres
  • 449 Herodotos, istorian gresian, a skriv istor ar brezelioù o deus enebet Persed ha Gresianed etre 490 ha 479
  • 441 Euripides, saver pezhioù-c’hoari gresian, a c’honez ar prizioù en Aten
  • 431 Hervez Empedokles, mezeg gresian, ez eus pevar imor er c’horf
  • 430 Hervez Leukippus, prederour gresian, kement darvoud naturel en deus un abeg naturel. Kregiñ a ra ar vosenn en Aten.
  • 429 Hervez Hippokrates, mezeg gresian, o deus ar c’hleñvedoù abegoù naturel
  • 426 Demostenes, jeneral atenat, ha Kleon, demagogour atenat, a ro startijenn en-dro da armeoù aten
  • 410 Goude un nebeud trec’hoù e laka Kleofon, un demagogour atenat, argas kinnigoù peoc’h graet gant Sparta

IV kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 399 Sokrates, prederour gresian, zo kondaonet d’ar marv evit bezañ breinet ar yaouankiz

Marevezh hellenadek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eus 323 betek 146 emañ ar marevezh hellenadek
Ar marevezh hellenadek a vez graet eus ar mare a zeu goude marv Aleksandr Veur betek aloubadenn ar broioù gresian gant ar Romaned.
Er marevezh hellenadek e kreskas takad ar sevenadur henc'hresian betek Egipt ha Vaktria (Afghanistan ha Pakistan hiziv).