Kleofon (politikour)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Kleofon a oa ur politikour eus Aten en Henamzer. Anv zo anezhañ evit ar wezh kentañ er vuhez politikel goude ar c'hentañ dispac'h oligarkek en Aten (411 av. J.-C.). Sevel a reas an diobeliezh e 410-409 av. J.-C.. Er c'hontrol eus an holl politikourien a-bouez en Aten d'ar c'houlz-se e oa ezel eus ar bobl ha n'eo ket eus an aristokratiezh. Sevel a rae lourennoù da c'hounit e vuhez. Kondaonet e voe d'ar marv gant an oligarked e 404 av. J.-C.