Polidoros (Roue Sparta)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Polidoros (en henc'hresianeg Πολύδωρος) zo ur roue eus Sparta eus ar VIIvet kantved kent J.-K. An dekvet roue eus tiernezh an Agiaded e oa[1]. Kemer a reas lec'h e dad Alkamenes[2].

Dindan e ren e savas Spartaiz div drevadenn, en Italia hag en Azia-Vihanañ[2].

Kenderc'hel a reas gant kentañ Brezel Mesenia a oa kroget dindan Alkamenes[2]. Kemer a reas perzh en emgannoù[3] daoust ma lavar Paosanias e oa renet ar pep brasañ eus an emgannoù gant ar roue all Teopompos, roue familh all an Euripontided[2].

Polidoros ha Teopompos a gemmas ar vonreizh da strishaat gwirioù pobl Sparta[4]. Polidoros en dije kresket ivez niver al lodennoù douar a ranne tiriad ar geoded[5].

Muntret e voe gant un den anvet Polemarc'hos, eus un tiegezh bras eus Sparta[2].

Daveoù[kemmañ]

  1. Herodotos, Istor, VII, 204 [1]
  2. 2,0 2,1 2,2 2,3 2,4 Paosanias, Deskrivadur Henc'hres, III, 3, 1-3
  3. Paosanias, Deskrivadur Henc'hres, IV, 7-8
  4. Ploutarc'hos, Likourgos, 99 [2]
  5. « Lod a lavar ne oa bet grat nemet 6 000 lodenn anezhe gant Likourgos, hag e voe krouet 3 000 ouzhpenn goude gant ar roue Polidoros. Lod all a lavar e oa krouet an hanter eus an 9000 lodennad douar gant Polidoros hagg an hanter all gant Likourgos. » Ploutarc'hos, Likourgos, 101 [3]