Leonidas
Eus Wikipedia
Leonidas (henc'hresianek: Λεωνίδας, "Mab leon", "Heñvel ouzh ul leon") a oa ur roue eus Sparta, ar seitekvet eus lignez an Agiaded, unan eus mibien Anaksandridas II, roue Sparta, a embanne e tiskenne e lignez eus Herakles. Pignat a reas war an tron goude e lezvreur Kleomenes Iañ, e 489 kent J.K. moarvat pe e 488. Eurediñ a reas merc'h Kleomenes, Gorgo. Da-heul emgann an Termopiloù e teuas da vezañ un haroz brudet betek hon amzer.
Er sevenadur poblek [kemmañ]
Filmoù [kemmañ]
- 300, diwar-benn Leonidas hag emgann an Termopiloù