Hippokrates

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Hippokrates

Hippokrates Kos pe Hippokrates (henc'hresianeg: Ἱπποκράτης Hippokrátēs) , ganet war-dro -460 en enezenn Kos, da vare Kantved Perikles, ha marvet war-dro -370 e Larissa, a oa ur mezeg en Henc'hres. Gwelet e vez evel ur mezeg eus ar re vrasañ en istor ar vezegiezh. Kinniget eo evel tad mezegiezh broioù ar c'hornôg[1][2][3] abalamour d'ar pezh en deus degaset d'an danvez-mañ evel diazezer ar Skol mezegiezh hippokratek. Ar skol-mañ a dreuzfurmas a-grenn ar vezegiezh en Henc'hres, oc'h ober anezhi un danvez a-ziforc'h, disheñvel diouzh an danvezioù all a veze liammet outi da gustum (teürgiezh ha prederouriezh peurgetket), hag ur vicher wirion[4][5].

Koulskoude e vez mesket alies oberoù saverien ar C'horpus hag implijerien ar vezegiezh hippokratek, ha re Hippokrates e-unan. Anavezout a reer nebeut-kenañ eus ar pezh en deus soñjet, graet ha skrivet Hippokrates. Lod a ra ivez kentañ mezeg an istor eus Imhotep eus Henegipt. Taolennet e vez Hippokrates peurliesañ evel skouer ar vezeien. Krediñ a reer en dije lakaet studi reizhadek ar vezegiezh klinik d'ober araokadennoù bras, o tiverrañ anaoudegezh ar skolioù mezegiezh a oa bet en e raok, hag o kemenn doareoù ober divezel d'ar vezeien er C'horpus hippokratek hag en oberennoù all[4][6].

Buhez[kemmañ]

A-du emañ an istorourien da lâret e oa ganet Hippocrates war-dro 460 kent J.-K. en enezenn Kos (Cos), en Henc'hres. Ur mezeg hag ur c'helenner brudet e voe.

Titouroù all diwar-benn e vuhez n'int ket asur[7]. Soranos Efezos, ur ginekologour gresian eus an eil kantved[8] a voe kentañ buhezskriver Hippokrates ha mammenn bennañ an titouroù hon eus diwar-benn ar mezeg brudet eo e zanevelloù. Titouroù all zo deut betek ennomp a-drugarez da skridoù Aristoteles, skrivet er IVvet kent J.-K., eus ar Souda skrivet en Xvet kantved goude J.-K. ha da oberennoù Yann Tzetzes savet en XIIvet kantved goude J.-K.[4],[9]. Daou vab Hippokrates, Tessalos ha Drako, hag e vab-kaer, Polibos, a voe e ziskibled. Hervez Galenos, ur medisin gresian en deus bevet diwezhatoc'h, e oa Polibos warlerc'hiad gwirion Hippokrates. Drako ha Tessalos o doe pep a vab anvet Hippokrates, ar pezh a c'hell lakaat unan da faziañ[4],[9][10][11]. Mervel a reas Hippokrates war-dro 370 kent J.K.

Hervez Soranos e oa Heraklides, ur medisin, a oa tad Hippokrates. Praksitela, merc'h Tizane, e oa e vamm. Soranos a lavar ivez e teskas Hippokrates ar vezegiezh gant e dad hag e dad-kozh, hag e studias danvezioù all gant Demokritos ha Gorgias. Mont a reas Hippocrates war ar studi en asklepieion Kos moarvat, ha kentelioù en doe digant Herodikos, ur mezeg eus Trakia. Ar meneg nemetañ zo graet eus Hippokrates en e amzer a gaver e diviz Platon, Protagoras, ma teskriv Hippokrates evel "Hippokrates Kos, an Asklepiadenn."[12][13] Hippocrates a labouras evel mezeg hag a gelennas a-hed e vuhez. Beajiñ a reas ken pell ha Tessalia, Trakia, ha Mor Marmara[11]. Aet e vefe da anaon e Larissa moarvat da 83 pe 90 vloaz, daoust ma lavar skrivagnerien zo e vevas pelloc'h evit 100 vloaz[11].

Pennadoù kar[kemmañ]

Notennoù[kemmañ]

  1. traoù anavet pe dianav diwar-benn tad ar vezegiezh a-vrema, Hippokrates hag e gelenner Demokritos., U.S. National Library of Medicine.
  2. Hippocrates, Microsoft Encarta Online Encyclopedia 2006. Microsoft Corporation. Archived 2009-10-31.
  3. Strong, W.F. & Cook, John A. (July 2007), "Reviving the Dead Greek Guys", Global Media Journal, Indian Edition, ISSN: 1550-7521, <http://www.manipal.edu/gmj/issues/jul07/strong.php> 
  4. 4,0 4,1 4,2 4,3 Garrison, Fielding H. (1966), History of Medicine, Philadelphia: W.B. Saunders Company, 1966, pp 92–93}}
  5. Garrison, Fielding H. (1966), History of Medicine, Philadelphia: W.B. Saunders Company, 1988, p 5
  6. Garrison, Fielding H. (1966), History of Medicine, Philadelphia: W.B. Saunders Company, 1966, p 96
  7. Patrom:Harv
  8. Patrom:Harv
  9. 9,0 9,1 Patrom:Harv
  10. Patrom:Harvnb
  11. 11,0 11,1 11,2 Patrom:Harvnb
  12. Patrom:Harvnb
  13. Patrom:Harvnb