Imhotep

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Delwennig eus Imhotep e mirdi al Louvre
Skeudenn all eus ar memes delwennig
Imhotep
e hieroglifoù
M18 m R4

Imhotep (henegipteg ii-m-ḥtp, *jā-im-ḥatāp da lâret eo "An hini a zeu e peoc'h") a oa ur gouizieg Egiptat,[1] a veve dindan an III tierniezh hag a servije ar faraon Djoser, evel kañseller hag a oa beleg bras doue an heol (Ra) e Heliopolis. Sellet e vez outañ evel ar c'hentañ ijinour[2], tisavour ha fizikour en istor zo anavet dre e anv[3]. Roll klok e ditloù a oa : Kañseller faraon Goueled Egipt, an hin kentañ goude faraon Gorre Egipt, merour ar palez bras, noblañs dre hêrezh, beleg bras Heliopolis, saver, penn ar gilvizien, penn ar gizellerien ha saver listri bras. Imhotep a oa unan eus an nebeut tud vev a oa diskouezet war delwenn ur faraon. Emañ e-touez un dornad tud a oa lakaet e renk an doueed goude o marv en Henegipt. Emedo kreiz e gehelerezh e Menfis. Adalek ar c'hentañ c'hentañ marevezh etre e oa sellet outañ ive evel ur barzh hag ur prederour. Graet e veze anv eus e gomzoù e barzhonegoù : "Klevet em eus gerioù Imhotep hag Hordedef ...."[4]

Abaoe an henamzer ne ouzer ket ken e-pelec'h emañ bez Imhotep[5] ha n'eo ket bet adkavet c'hoazh, daoust d'ar strivoù a oa graet. Emeur a-du peurliesañ evit lavaret emañ e Sakkara.


References[kemmañ]

  1. The Egyptian Building Mania, Acta Divrna, levrenn III, IVe embannadur, miz Genver 2004.
  2. title=What is Civil Engineering: Imhotep
  3. William Osler, The Evolution of Modern Medicine, Kessinger Publishing 2004, p.12
  4. Barry J. Kemp, Ancient Egypt Routledge 2005, p.159
  5. The Harper's Lay, 2000 kent J.-K.