Mont d’an endalc’had

Bosenn werblus

Eus Wikipedia

Ar vosenn werblus eo ar seurt bosenn a gaver ar stankañ er meteier naturel. Paket e vez pa vezer kontammet gant flemmadennoù ar c'hwen bet o sunañ gwad ur razh pe ur c'hrigner a roe bod d'ar viruz. Diwan a ra ar vosenn e-touez ar c'hrignerien da gentañ ha mervel a reont stank. Ret e vez d'ar c'hwen o deus kollet o fourchaserien boued klask loened all evit sunañ o gwad. Kontammiñ a reont neuze an dud hag al loened doñv.

Deskrivadenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Marvet ez eus kalz tud diwar ar vosenn werblus er grennamzer

Ar prantad goriñ a bad etre 2 ha 6 devezh, muioc'h a-wezhioù. Goude se e teu ar c'hridiennoù hag an derzhienn, gant poanioù er c'higennoù, artralgiezh (poanioù er melloù), kaouadoù poan benn hag ur santimant skuizhder bras.

E-doug ar 24 eurvezh kentañ en deus poan ar c'hlañvour en unan pe meur a unan eus e gwerblennoù limfatek, e-kichen al lec'h m'eo bet flemmet gant ar c'hwenenn he deus degaset ar viruz yersinia pestis. Peurliesañ e vezer flemmet ganta ar c'hen war an izili izelañ. Abalamour da se ez eo gwerblenoù ar morzhedeskern hag eus pleg an divvorzhed a vez skoet peurliesañ. Kreskiñ a ra ment ar gwerblennoù hag a zeu da vezañ poanius-kenañ ha kizidik. Pa stoker oute, an takadoù-se zo leun a goeñvadennoù (merzet e vez ez eo uhelaet ar c'hroc'hen gant an dourennoù korf zo dindan) ha tomm gant ul liv ruz pe roz.

An takadoù kontammet gant ar vosenn werblus en Europa er grennamzer

Ma seller pizh ouzh ar c'hlañvour ez eur gouest da gavout lec'h ar flemmadennoù c'hwen, merket gant pep a vouton bihan. War-lerc'h e tiwan porbolennoù (linwad zo, dindan stumm katarennoù) hag a-wezhioù memes ur gouli bev (koll kroc'hen war un takad eus ar c'horf). A-wezhioù zoken e weler goulioù bev kalz ledanoc'h met ral eo. Er stad-se e vez pareet buan ar vosenn werblus hag en un doare mat gant antibiotikoù. Digreskiñ a ra ar wrez ha gwellaat a ra ar c'hudennoù all e korf daou pe 5 devezh. Neoazh e chom c'hwezhet ha kizidik ar gwerbloù e-pad un dek devezh bennak goude implij al louzeier.


Pa ne vez ket graet war-dro ar c'hlañvour e weler lusk ar galon o kreskiñ (takikardiezh), simudiñ a ra ar c'hlañvour (Enebiñ a ra ouzh e endro), difretañ a ra, glizi en deus ha mont a ra en alfo. Disoc'h ur septisemiezh degast gant bazhell ar vosenn an hini eo. Mervel a ra ar c'hlañvour a-benn 36 eurvezh.


Seurtoù bosenn werblus dinoashoc'h zo bet deskrivet en Amerika ar Su. Graet e vez pestis minore anezhe. degas a reont un derzhienn vihan hag un danijenn bihanoc'h evit an hini deskrivet a-us.