Lidia, pe Lydia, a oa ur vro gozh en Anatolia, war aod Mor Egea, ha Sardes he c'hêr-benn. Anavezet e oa gant Homeros evel Meonia. Anv eus Lidia a gaver e mojennoù Herakles hag Omfale, pe re Tantalos ha Pelops, hendadoù an Atrided.