Omfale
Omfale (Ὀμφάλη e henc'hresianeg) a oa merc'h d'ar stêr Iardanus , ha gwreg Tmolos, roue Lidia, en Azia Vihanañ; pa voe lazhet he gwaz gant un tarv e chomas intañvez ha rouanez. Diodorus Siculus an hini a ra kentañ meneg anezhi el lennegezh, met anavezet e oa ivez gant Aeschylus.[1].
Taolenn |
Herakles hag Omfale [kemmañ]
Orakl Apollon an hini a alias Herakles da vont da sklav gant Omfale, rouanez Lidia, evit en em walc'hiñ eus muntr e vignon Ifitos. Ganti e chomas an haroz e-pad bloaz[2]. Goap a veze graet eus Herakles, ret dezhañ ober labour ur gogez, dougen dilhad gwreg, derc'hel paner ar gloan e-keit ma veze Omfale hag he dimezelled o nezañ.
Goap ouzh an haroz [kemmañ]
Hervez Ovidius[3] e veze Omfale o wiskañ kroc'hen leon Nemea hag o tougen penn-bazh Herakles er c'heid-se. «E-keit m'emañ Omfale, gwisket gant kroc'hen leon Nemea, o terc'hel ar penn-bazh, edo Herakles, gwisket e maouez, gant ur sae vouk, o labourat gant gloan, hag e lez Omfale d'e skouarnata a-wechoù gant he fantouflenn.» (Lukian Samosata, Penaos eo ret skrivañ an istor, X) Goude e vloavezh sklavelezh e timezas Omfale d'an haroz, petra bennak ma oa bet oc'h ober al lez da veur a hini eus he dimezelled, da unan anvet Malis peurgetket. Abalamour da se eo bet poltredet Omfale meur a wech gant penn-bazh Herakles en he dorn war al listri.
Eus ar goapaerezh-se avat n'eo ket gwall gozh ar roudoù
Mibien Herakles e Lidia [kemmañ]
Hervez doareoù zo eus ar vojenn e timezas Omfale d'an haroz goude e zieubiñ. Diodorus Siculus (4.31.8) hag Ovidius en e Heroides (9.54) a ra anv eus ur mab anvet Lamos. Met Apollodoros (2.7.8) an hini a ro an anv Agelaus. Lavarout a rae rouaned Lidia ha Krezus, diskenn anezhañ.
Notennoù [kemmañ]
Lennadurezh [kemmañ]
- Kerenyi, Karl, 1959. The Heroes of the Greeks, pp 192-97.