Baktria
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Baktria (eus Βακτριανὴ / Baktrianê e gregach) a oa ur rannvro etre Afghanistan, Ouzbekistan ha Tadjikistan a hiriv, etre menezioù an Hindū-Kūsh hag ar stêr Amou-Daria.
Gwechall e oa bevennet gant India er c'hreisteiz, Sogdiana en hanternoz, Skitia extra Imaum er reter, ha Hirkania er c'hornôg. Enni e oa Margiana, Guriana, Bubakena, bro an Doc'hared hag ar Marukeaned.
Taolenn |
[kemmañ] Istor
Un amzer zo bet ma oa Baktria e-kreiz un Impalaeriezh c'halloudus ha tizhet ganti ul live uhel a sevenadur. Gwelet eo gant darn evel kavell impalaeriezh ar Bersed ha relijion Zoroastr. Baktres e oa ar gêrbenn (Balkh hiriv).
[kemmañ] Furchadegoù
Furchadegoù e-leizh zo bet aozet en hanternoz Baktria (traonienn ar Surkhan-Daria) gant Gallaoued hag Ouzbeked, pe Japaniz hag Ouzbeked, (http://ximebenj.club.fr/index.htm), dreist-holl war-dro keoded kozh Termez.
[kemmañ] Kañvaled
Bout ec'h eus ur ouenn kañvaled anvet kañval Baktria, pe Camelus bactrianus.


