Eil milved kt JK
Neuz
(Adkaset eus Eil milved kent Jezuz-Krist)
../.. • IIIe milved kt JK • Eil milved kt JK • Iañ milved kt JK • ../.. |
XXvet kantved kt JK • XIXvet kantved kt JK • XVIIIvet kantved kt JK • XVIIvet kantved kt JK • XVIvet kantved kt JK • XVvet kantved kt JK • XIVvet kantved kt JK • XIIIvet kantved kt JK • XIIvet kantved kt JK • XIvet kantved kt JK • Xvet kantved kt JK |
Roll ar milvedoù • Roll ar C'hantvedoù
Kregiñ a ra an Eil milved kent JK e -2000 hag echuiñ a ra e -1001. |
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Afrika
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Darempredoù etre pobladoù al ledenez iberek ha su Maroko e-tro an IIIe milved kt JK. Treuzkaset gant pobladoù Europa teknikoù metalouriezh an arem hag ar c’houevr en em led e kornôg Norzhafrika e-pad an Eil milved kent JK.
Amerika
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E Mezoamerika, deroù an hoalad stummañ merket gant diorroidigezh ar sevenadurezhioù kêr kentañ.
- Sevenadurezh olmek (- 2 000 betek - 500), ar goshañ e Mezoamerika. Bevañ a ra an Olmeked e kornôg gourenez ar Yucatán e janglenn drovanel an diazadoù geuniek el lec’h emañ bremañ Stadoù mec’hikat Veracruz ha Tabasco. En em astenn a ra tamm-ha-tamm o levezon betek uhelgompezennoù Mec'hiko, traoñienn Mec'hiko, a vez graet Anáhuac anezhi, Oaxaca ha, pelloc’h war-du ar c'hornôg, betek Guerrero.
- Sevenadurezh vaya.
- E Norzhamerika :
- Kregiñ a ra ar meuriadoù chaseourien-dastumerien da vont war al labour-douar.
- Raksevenadur inuit eus Sibiria betek Greunland. Hengoun an ostilherezh bihan arktek (- 2 000 betek - 800) : mirkolitoù sileks evit troc’hañ ha kizellañ an eskern, treantoù, saezhoù, kontilli, begoù biroù. Diwezhatoc’h e vo implijet ostilhoù sklent hag askorn, prierezh ha kleuzeurioù gant gwennoù balum. Kantreourien zo eus an Inuited kentañ-mañ. Hemolc’hiñ a reont jiboezoù bihan ha laboused. Pesketa a reont. Teltennoù krec’hin a vez implijet ganto moarvat.
- E-tro - 2 000 : deroù ar prierezh ha gounezerezh askoridik ar maiz en Andoù Perou.
- E-tro - 1 500 : deroù labour ar metal e Perou.
Iskevandir India
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- War-dro ar XVvet kantved kt JK, e krog ar pobloù arian deuet eus ar gwalarn da aloubiñ hanternoz India. En em veskañ a reont gant ar pobloù all hag argas a reont ar pobloù dravidian etrezek ar su.
Azia
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Oadvezh ar metal e Tibet (eil milved - VIvet kantved goude JK). Meurvein, bezioù ha traezoù loenel heñvel a-walc’h ouzh arz ar stepennoù.
- E-tro an hevelep mare, e Sina (well-wazh 2000 - 1600 kt JK) e tiorren sevenadur Logshan war aod ar reter. Heverk eo dre ar c’hêrioù anezhi gronnet gant ur vogeriad difenn graet gant douar kalamac’het. Hañvalout a ra ar gevredigezh bezañ renet gant un urzhaz sklaer, pouezus eo al lidoù relijiel enni..
Reter nesañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Palestina
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E-pad lodenn gentañ an eil milved kent JK en em stailh e Palestina hag en Egipt ur strollad kentañ a bobladoù semitek (hendadoù pobl ar yuzevien) genidik eus Mezopotamia. Kemer a reont ar galloud e rann reterañ delta an Nil. Anv anezho a gaver war tablezennoù egiptek evel pobladoù kantreourien preizherien.
- Er XIVvet hag en XIIIvet kantved kt JK en em stailh ar strollad kentañ-mañ en Egipt. Eno e vo ganet ar relijion undoueek kentañ, ar Yuzevegezh, diskuliet gant Moizez.
- War-dro dibenn an XIIIvet kantved kt JK ec’h adkav ar strollad Semitek kentañ distro eus Egipt ur strollad all deuet eus Mezopotamia Uhelañ. Degemer a ra an eil strollad-mañ ar relijion diskuliet, ar yuzevegezh d'e dro. En em staliañ a reont a-gevret er Sisjordania a-vremañ, anezhi ur vro poblet dister. Alese en em ledo o sevenadur hag en em glevout a raint gant pobladoù semitek all diazezet e Galilea hag e Treuzjordania.
- E-tro 1200 kent JK eo mestr an Hebraed war holl geodedoù ar vro war-bouez Ourousalim (Jeruzalem), dalc’het c’hoazh gant ar Yebousined (Bro gKanaan).
- 1175 kt JK : aloubet eo takad arvorel Gaza gant ar Filistined (pe Pobloù ar mor), genidik eus mor Aegea, anezho ur bobl c’hresian startijenn enni hag aozet en-dro da geodedoù. Diouto e teu an anv Palestina.
Kornôg Europa
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Sevenadurezh El Argar e Spagn (-2000,-1200). Ibered, Euskariz.
- El Argar e Spagn zo anezhañ unan eus lec’hiadoù kentañ an arem koshañ ma bleustred war metalouriezh an aour an arc'hant hag ar c’houevr a-raok diorroidigezh an arem. An armoù zo anezho goustilhoù a ya war hiraat evit dont da vezañ gouglezeoù hag halabardennoù a oa priziet-kaer da vare an arem koshañ. Testeniekaet eo an darempredoù etre reter ar mor Kreizdouar (Aegea hag Egipt) hag arvor an Atlantel.
- Gras da ziorroidigezh ar vetalouriezh en El Argar e teu war wel un aozadur nevez evit a labour. Treboulet eo an aozadur kevredigezhel hag ar stuzioù kañv. Implijet e vez bezioù hiniennel (e jarloù evel en Anatolia) e-lec’h an «tholos»où stroll bras. Da get ez a an doueezed-mamm.
Kreiz ha reter Europa
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E-kerzh an eil milved en em led an Dhraked anezho Indezeuropiz kar d'ar C'hresianed (Geted, Tribaled en norzh hag Odrysed er su) trema hanternoz ar Balkanoù betek an Danav hag e Misia (Azia Vihanañ).
- Skeiñ a ra ar Valted, anezho indezeuropiz war-du an norzh hag ober a reont o annez e diazad reter ar Mor Baltel etre -2 000 ha -1 400.
- Krediñ a reer eo digejet ar yezhoù finnek-ougrek e kornôg Sibiria e-tro -2000.
- Test eo kreñvlec’hioù reter ha kreiz Europa eus stegnadurioù sokial har armerzhel a ya war-gresk. Kreñvlec’h Spišsky Štvrtok er C'harpatoù a ya mein koublet war 4 metr uhelder d'e ober, ha warnañ un nor begmogeriet. Tud drouklazhet zo bet dizoloet e kreñvlec’h Blučina.
- Sevenadurezh Unetis e Bohemia (-2 000 betek -1 500)
- Unetis eo penngreizenn deroù marevezh an arem koshañ en Europa. Eno eo bet kavet produererezhioù kentañ ar bed barbar (bouc’hilli kantennek, goustilhoù tric’hornek, spilhennoù, torkoù) a vo skignet dre-holl e kornôg Europa.
- Pouez Unetis a zeu diwar kabestr kouevregoù an Alpoù hag ar Balkanoù, staenegoù Bohemia hag hentoù kenwerzh an ambar o tont eus ar Mor Baltel. Asur eo an darempredoù gant ar Mor Kreizdouar (Mykenia, Egipt, Kiprenez).
- Unetis : da get ez a kehel an doueez-vamm met chom a ra arouez ar c’herniel stag ouzh diorroidigezh ar chatalerezh. Difetis e chom an arz (kinkladurioù mentoniel war an armoù hag ar priajoù).
- E-tro -1 200 e teraou ul lusk sevadurel bras deuet eus su Alamagn, Aostria ha Bohemia, anezho kavell ar bed keltiek, war-du ar c’hornôg.
Ijinadennoù, Kavadennoù, Degasadennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kavet e vez war pezhioù poderezh Jōmon eus enezeg Japan roud ul levezon deuet eus ar c’hevandir, dreist-holl e biz an enezeg. Hañvalout a ra stummoù zo dreveziñ listri arem sinaat an hevelep koulz.
- Gounezet an ignam, ar patatez dous ha, marteze, ar maniok e Mezoamerika (Cuello de Belize).