Kontell
Eus Wikipedia
-
Gant ar ger "Kontell" e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Kontell (disheñvelout).
Ur gontell zo ur benveg bihan da droc'hañ, gant ul lavnenn hag un dorn. A bep seurt kontilli zo, hervez petra a droc'her ha piv a droc'h. Disheñvel eo ar gontell da zebriñ diouzh hini ar c'higer da skouer.
Taolenn |
[kemmañ] Un arm
[kemmañ] Kontilli chase
Ar re-se zo kontilli da chaseal er c'hoadoù bras, a servij d'ober daou dra : da lazhañ al loened, pe da zispenn al loen lazhet. Gallout a ra an dorn bout e koad, en askorn, e metal pe n'eus forzh petra all.
[kemmañ] Kontilli brudet
- Kontell Abraham
[kemmañ] Er XXIvet kanved
Ur c'hiz eo deuet da vout, e deroù ar XXIvet kanved, d'ar grennarded da gaout kontilli ha da bourmen ganto dalc'hmat. Servij a ra da arm ha meur a grennard a zo bet kontellataet er skolioù evel-se.
[kemmañ] Troiennoù
- Bezañ gantañ ar gontell hag an dorzh : bezañ ar mestr,
- Sankañ e gontell er voger, er c'hleuz : bezañ rivinet,
- Ur gontell daou-du : un den pilpous.
[kemmañ] Skeudennoù
-
Kontell eus Greunland