Mont d’an endalc’had

Salassed

Eus Wikipedia
Ar pobloù e Galia a-raok an aloubadeg roman
Pobloù Gallia Cisalpina, 391-192 a-raok J.-K.

Ar Salassed (latin :Salassi ; henc'hresianeg : Σαλασσοί Salassoí) a oa ur bobl kelt pe ligur war lez ar stêr Dora Baltea e Traoñienn Aosta en hanternoz Italia. Hervez istorourien Italia e oant kentoc'h Ligured, hervez an istorourien c'hall e oant Kelted[1].

Hervez an Hellazad Strabon edont o chom en un izelenn entre daou venez, hag enni mengleuzioù aour. Hervez Dion Cassius e teuas ar c'honsul roman Appius Claudius Pulcher da blaenaat ar freuz hag ar reuz a oa er saonenn abalamour d'an tabut a veze etre ar Salassed hag ur bobl all diwar-benn an dour hag ar mengleuzioù. Evel se e kavas ar Romaned o zro da deurel o c'hrabanoù war ar mengleuzioù aour.

War-dro -141, en emgann Verolengo, e voe pilet lejionoù roman ar c'honsul ha 10 000 soudard a gollas eno. Hogen diwezhatoc'h e voe trec'het ar Salassed en emgann Mazze, gant an daou gonsul, Appius Claudius Pulcher ha Cæcilius Metellus. En dro-se e kolljont 5 000 den ha ret e voe dezhe kuitaat an tolead Canavese. Nac'h a reas Sened Roma abadenn an trec'hlid ouzh ar c'honsul en abeg d'ar gwadek ma oa bet e vrezelekadenn.

Er bloaz 100 kent JK e voe diazezet kêr Eporedia e traoñ ar saonenn (Ivrea hiriv).

Ne veze ket sioul-kenañ an darempredoù gant ar Romaned atav, ha bec'h a ouient reiñ d'o amzeien diwar lein ar menezioù pa skoent mein war o bagadoù soudarded ; gouez da Strabon e voe laeret teñzor Julius Caesar gant ar Salassed.

E -37 e fellas d'an impalaer Augustus serriñ ar saonenn e-pad daou vloaz evit dont a-benn outo ouzh o lakaat da varnaoniañ. Met harp o devoe gant o amezeien all, ha tro wenn a reas ar Roman.

E -34 e voent trec'het gant Valeri Messala.

En -25 avat en em savas ar Salassed hag e voe kaset, gant Augustus, ar jeneral Aulus Terentius Varro Murena, lakaet d'ar marv en -23, da beuraloubiñ saonenn Aosta. 36 000 prizoniad a reas, pa ne oa nemet 8 000 brezelour. Gwerzhet e voe ar Salassed evel sklaved e marc'had Eporedia. Evel-se e voe skubet o fobl e-maez an Istor, rak ne voe ket anv anezho ken.

Un drevadenn roman nevez a voe savet, anvet Augusta Prætoria Salassorum (Aosta), poblet gant 3 000 den bet el lejionoù, e-lec'h kêr-benn gozh ar Salassed. Ar re-se, gant o sklaved moarvat, a savas un hent roman dre ar saonenn.

Yezh ar Salassed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (it) Mariagrazia Vacchina : Qui étions nous? La riscoperta del classico nella realtà valdostana di oggi, Musumeci Editore, Aoste, 1989 p. 38 (ISBN 978-8-87032-310-8)