Aulus Terentius Varro Murena
Aulus Terentius Varro Murena (ganet war-dro -56 ha marvet e -24) a oa ur jeneral, politikour ha konsul roman er Iañ kantved kent JK. Trec'h e voe war ar Salassed en Alpoù.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mab e oa da Aulus Terentius Varro, met advabet e voe gant Lucius Licinius Murena, ha dre-se e oa breur da Lucius Licinius Murena Varro.
Rivinet e oa bet gant ar brezel diabarzh hir, e fin ar republik roman.
E c'hoar, Terentia, a oa dimezet da Caius Cilnius Maecenas, mignon d'an impalaer, ha kuzulier a-bouez, gwarezer an arzoù ; e hantervreur Gaius Proculeius a oa mignon da Octavianus.
En -25, e voe lakaet gant Octavianus e penn ar brezel kaset en Alpoù, e biz Italia, ha trec'h e voe war ar Salassed, ur bobl kelt pe ligur e saonenn Aosta, hag a gouezhe war an armeoù roman a glaske tremen eus Italia da saonenn ar Roen uhelañ, un hent a-bouez brasoc'h c'hoazh d'ar Romaned abaoe aloubadeg Galia en 51 kent JK gant Julius Caesar.
Hervez Strabon e werzhas evel sklaved betek 44 000 den eus pobl ar Salassed goude ma voe trec'h warno, ha hervez Dion Cassius, ne werzhas nemet ar wazed en oad da zougen an armoù, hag a oa da zieubiñ goude ugent vloaz er sklavelezh.
En -24 e tiazezas un drevadenn roman a 3 000 den en Augusta Praetoria Salassorum, Aosta hiriv.
Anvet e voe da goñsul gant Augustus neuze, e -23 e oa da vezañ e karg, met mervel a reas e dibenn ar bloaz -24, ma voe roet e garg da Cnaeus Calpurnius Piso.
E vreur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur pennadig goude e varv e voe kondaonet e vreur Lucius Licinius Varro Murena d'ar marv.
Lucius Licinius Varro Murena a oa mab da Lucius Licinius Murena, genidik a Lanuvium, bet koñsul en 62 kent JK, advabet gant Aulus Terentius Varro.
Kavet e voe en Italia pa o klask tec'hel da vont da repuiñ d'ur vro all, Galia, pe Gres moarvat, ha lazhet war al lec'h evel an irienner arall, Fannius Caepio, pennaozer an trubarderezh a-enep Augustus.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Dion Cassius, Istor Roma (c. 130 AD)
- Strabon Geographica (c. 10 AD)