Kiribati
Neuz
(Adkaset eus Republik Kiribati)
Kiribati (distaget [ˈkiɾibas] e kiribateg), ent-hir Republik Kiribati (Ribaberika Kiribati e kiribateg, Republic of Kiribati e saozneg), zo ur riez enezek eus ar Meurvor Habask gant 32 atoll hag un enezenn gouralek ouzh hec'h ober ; 811 km² eo gorread douaroù ar Stad, strewet war 3 500 000 km² avat. Da 108 145 a dud e save ar boblañs e miz Gouere 2017. Tarawa Teinainano, en atoll Tarawa, eo ar gêr-benn.
An inizi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tri strollad inizi a zo, a gornôg da reter :
- an Inizi Gilbert (Tungaru e kiribateg, Gilbert Islands e saozneg), anezho 16 atoll: Abaiang, Abemama, Aranuka, Arorae, Beru, Butaritari, Kuria, Makin, Maiana, Marakei, Nikunau, Nonouti, Onotoa, Tabiteuea, Tamana ha Tarawa, en homañ ziwezhañ emañ ar gêr-benn, Tarawa Teinainano.
- an Inizi Pinikiti (Phoenix Islands), didud war-bouez Enez Kanton,
- Inizi al Linenn : pemp anezho (Malden, Starbuck, Enez Caroline, Vostok hag Enez Flint) zo didud ; eno ez eus bet graet arnodoù nukleel gant Breizh-Veur ha SUA er bloavezhioù 1950.
Inizi all :
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- J. Maarten Troost : La vie sexuelle des cannibales: À la dérive dans le Pacifique Sud , Folio, 2013 (ISBN 978-2-07045-198-2)
Aostralazia : Aostralia • Enez Christmas • Inizi Cocos (Keeling) • Enez Norfolk
Melanezia : Fidji • Kaledonia-Nevez • Papoua Ginea-Nevez • Papoua ar C'hornaoueg • Inizi Salomon • Vanuatu
Mikronezia : Guam • Hawaii • Kiribati • Inizi Mariana an Norzh • Inizi Marshall • Atoll Midway • Stadoù Kevreet Mikronezia • Nauru • Palau • Wake
Polinezia : Inizi Cook • Niue • Enez Pask • Pitcairn • Polinezia C'hall • Samoa • Samoa Amerikan • Tokelau • Tonga • Tuvalu • Wallis ha Futuna • Zeland-Nevez