Emgann Tarawa

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Emgann Tarawa
Tamm eus Eil Brezel-bed, Talbenn ar Meurvor Habask
Traezhenn Tarawa goude an dilestradeg.

Traezhenn Tarawa goude an dilestradeg.
Deiziad: 20 - 23 a viz Du 1943
Lec'h: Enezenn Betio, atoll Tarawa, Inizi Gilbert
Disoc'h: trec'h stadunanat
Emgannerien
USMC
US Army
Lu Impalaeriezh Japan
Morlu Impalaeriezh Japan
Pennoù-brezel
Raym. A. SpruanceKeiji Shibazaki
Niver a emgannerien
35 000
18 000 Marines
2636 soudard

2200 labourer (1000 japanat ha 1200 korean
14 tank
40 kanol

14 kanol morlu
Tud lazhet
1696 lazhet

2101 gloazet
U.S. Marine Corps:
1009 lazhet
2101 gloazet
U.S. Navy:
USS Liscome Bay, kaset d'ar strad d'an 23 a viz Du 1943

687 lazhet
4690 lazhet

17 soudard prizoniad
129 labourer prizoniet

14 tank distrujet

Emgann Tarawa a voe stourmet war talbenn Meurvor Habask an Eil Brezel-bed etre an 20 ha 23 a viz Du 1943. An emgann a voe stourmet war atoll Tarawa en inizi Gilbert. Ul lodenn e oa eus an oberiadur-brezel Galvanic, aloubadenn an inizi Gilbert gant luioù Stadoù-Unanet Amerika. E-tro 6400 den, Japaniz, Koreaned, ha Stadunaniz a voe lazhet e-pad an emgann, darn anezho war enezennig Betio.

Emgann Tarawa a oa bet ar c'hentañ argadenn stadunanat war un tiriad strategel e-kreiz ar rannvro Habask. Ar c'hentañ gwech eo evit ar Stadunaniz da vezañ talet kreñv ouzh un dilestradeg. An dilestradegoù a oa bet a-raok hini Tarawa a oa bet laosket da vont betek penn a-raok ma vefe talet outo. E Tarawa, ar 4500 difenner japanat a oa dafaret ha prientet mat. N'o devoa ket gortozet fin an dilestradeg evit tagañ an nerzhioù enebour. Stourmet o devoa ouzhpenn-se betek tostik-tost an den diwezhañ. Kolloù an United States Marine Corps ha re an US Army a chomo ken uhel evel-se evit ar peurrest eus ar brezel evel e-pad Kampagn c'hwec'h miz Guadalcanal. An diforc'h a vo e oa bet uhel kolloù Tarawa met e nebeut amzer, 76 eurvezh.

5 prizoniad japanat (a-ziwar 17) e Tarawa

Sabatuet e oa bet pobl Stadoù-Unanet Amerika dres goude an emgann o welet kement a soudarded lazhet pe mac'hagnet evit un tamm douar ken bihan ha didalvoud evit ar brezel.

With the Marines at Tarawa Diell film, 1944 (0:20:10)
Torfed brezel an USMC e Tarawa, mac'hagnerezh korfoù marv.
Banniel brezel Impalaeriezh Japan   Impalaeriezh Japan  –  An holl rummadoù ha pajennoù a-zivout Impalaeriezh Japan