Tungaru

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Inizi Gilbert)
Inizi Tungaru

Tungaru (kiribaseg; Gilbert Islands e saozneg – Kingsmill Islands poent zo bet), zo un enezeg er Meurvor Habask, a bep tu d'ar C'heheder, e Republik Kiribati, anezho 16 atoll: Abaiang, Abemama, Aranuka, Arorae, Beru, Butaritari, Kuria, Makin, Maiana, Marakei, Nikunau, Nonouti, Onotoa, Tabiteuea, Tamana ha Tarawa.

E Tarawa emañ ar gêr-benn, Tarawa Teinainano, hag annez tost d'an hanter eus ar boblañs.

An anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a ra an anv saoznek Inizi Gilbert eus hini ar c'habiten saoz Thomas Gilbert a roas an anv-se d'an enezeg e 1788.

An Inizi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tri strollad inizi zo:

  • an Northern Gilberts, enne Butaritari, Makin, Marakei, Abaiang (hag a dalvez kement ha douar an norzh) ha Tarawa. Stankoc'h eo ar glaveier, hag eus Butaritari ha Makin e teu ar bananez gwerzhet e Kiribati ha gounezet e vez taro pe babai (Colocasia esculenta) ivez.
  • Ar Central Gilberts enne Maiana, Abemama, Kuria hag Aranuka. Ur roue zo bet enne (evel e Butaritari). Tembinok, e oa anv roue diwezhañ Abemama, Kuria hag Aranuka, marvet e deroù an XXvet kantved.
  • Ar Southern Gilberts, enne atolloù Nonouti, South ha North Tabiteuea, Beru, Nikunau, Onotoa, Tamana, hag Arorae, ar suañ enez.