Peulvan
Ur peulvan, pe peulven a-wechoù (liester : peulvanoù, peulvini, peulvinier) a zo ur maen-hir, da lavaret eo ur maen sanket en e sav en douar. Kavet a vezont alies a regennadoù pe a g-kelc'hioù (krommlec'hioù a vez graet anezho pa vezont er stumm-se).
N'ouzer ket perak int bet savet. Krediñ a reer koulskoude e oant lec'hioù sakr e-lec'h ma veze graet lidoù relijiel.
Anvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Maen-hir
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur maen-hir (liester : mein-hir) a zo ur maen bras ha hir savet a-serzh en douar da vare ar Ragistor evit ar braz anezhe.
Ur maen-hir a zo ur meurvaen pe megalit.
Ar ger brezhonek hag ar ger etrebroadel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar ger maen-hir, gant ar stumm menhir, a zo deuet da vezañ ar ger etrebroadel evit envel ar savadur-se.
Daoust d'ar pezh a vez lavaret alies ez eo ar ger "maen-hir" ur gwir c'her brezhonek, ha kavet e vez koulz er yezh komzet hag en anvioù-lec'h[1].
Ar c'hevatal rik a gaver e Breizh-Uhel gant ar ger "pierre longue", tra ma vez lavaret kentoc'h "pierre-fitte", "pierre-fiche" e galleg ar bobl e Bro-C’hall.
Gerioù heñvelster
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gerioù heñvelster a zo e brezhoneg. An hini anavezetañ eo peulvan, hag a dalvez kement ha "lec'h gant ur peul" (peul + man), ger a vez komprenet alies evel "peul-maen", e gaou avat.
Ar ger maen-sav a zo ivez.
Ar vein-hir er bed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kavet e vez mein-hir un tammig dre-holl er bed.
En Azia eo e Tibet e kaver ar re heverkañ.
En Afrika e kaver mein-hir dreist-holl e gwalarn Maroko, e norzh Aljeria hag e norzh Tunizia, ha reoù all e Senegal ha Mali.
Met ar pep brasañ a gaver en Europa, dreist-holl e Breizh-Veur, en Iwerzhon hag e Breizh. E Breizh hag e Kernev-Veur ha Devon eo moarvat emaint ar stankañ.
Mein-hir uhelañ ar bed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'ouzer ket re hag-eñ eo bet en e sav gwezh ebet "Maen ar Wrac'h" e Lokmaria-Kaer, anvet eo ivez ar "Maen-hir bras". 20,60 m e ra-eñ, ha betek 23,50 m e vije bet.
E Plouarzhel, e Bro-Leon emañ ar maen-hir uhelañ en e sav, 12 m e ra, e kêriadenn Kerloaz emañ.
E Plijidi, e Bro-Dreger emañ maen-hir Kailouan, a dap 11 m.
E Louergad, e Bro-Dreger emañ maen-hir Pergad, hag a dap 10,30 m.
Gwelet a reer eta eo e Breizh e kaver peulvanioù uhelañ ar bed, ral a-walc'h eo gwelet mein-hir hag a dap en tu-hont da 5 m.
Maen-hir uhelañ Bro-C'hall a ra 7 m, en Avrillé e Poatev, 7,5 m a ra maen-hir uhelañ Breizh-Veur ("Rudston Monolith" en East Riding of Yorkshire).
Steudadoù pe aridennadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gallout a reer kavout mein-hir en o unan, mein-hir a-stroll (2 pe ouzhpenn), pe c'hoazh mein-hir a-steudad.
Ar re anavezetañ er bed eo re Garnag e Bro-Wened, war-hed 4 km, 2 934 maen ouzh o ober.
Ar steudad heverkañ eo hini ar Veneg, war 11 regenn, ouzh e ober 1 169 maen. 4 m eo ar maen brasañ ha 0,60 m an hini bihanañ.
Met e departamant an Il-ha-Gwilen eo e kaver ar muiañ a steudadoù (tost da 30), (aridennad Sant-Yust da skouer eil lec'hienn evit ar vein-veur e Breizh goude Karnag), a-raok Penn-ar-Bed (tost da 20) hag ar Mor-Bihan (13).
Peulvinier adsavet ha reoù nevez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E 1985 e oa bet adsavet e Pradledan, e Plabenneg, ur maen-hir 7 m hed hag 20 tonenn. Ar wech kentañ er bed eo e vije bet graet kemend-all gant an doareoù kozh[2].
- Adalek 1989 ez eus bet adsavet un darn eus peulvinier Monteneg en o lec'h orin.
Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Peulvanoù e Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Er Gêrveur
-
Peulvanoù Kervarioù
-
E Kewenn
-
Peder darn peulvan torret Er Grah, e Lokmaria-Kaer.
-
Kerbelven, e Perwenan
-
Kerveniou, e Perwenan
-
Sant Uzeg, e Pleuveur-Bodoù
-
E Triagad, er Vro-Vigoudenn
-
Peulvanig eus Oadvezh an Houarn, e Plouharnel
Peulvanoù e broioù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
En Gollenstein (Alamagn)
-
E Jerzenez
-
Peulvan Lacan des Lavagnes, en Hérault, e Bro-C'hall)
-
Lapa de Gargantans, e Galiza.
-
Peulvanoù park Tour Herkules, A Coruña
-
Park ar peulvanoù, Tour Herkules
-
-
E Frostatinget, e Sveden
-
En Askeby en Östergötland (Sveden)
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Gwennole ar Menn, "Menhir, dolmen, néologismes ou mots bretons?", Revue archéologique de l'Ouest, Supplément n°2, 1990, p.373a-376.
- ↑ [1]