Mont d’an endalc’had

Peulvanoù Sant-Yust

Eus Wikipedia
Peulvanoù Sant-Yust.

Emañ peulvanoù Sant-Yust e kumun Sant-Yust, e mervent departamant an Il-ha-Gwilen (hag e biz Bro-Wened), en hanternoz da Redon. Un takad mein-veur dibar eo e-kenver liested e vonumantoù. An eil takad mein-veur e Breizh, e-keñver ment, goude hini Karnag.

Abaoe pell-tre ez eus tud o chom e kornad Sant-Yust evel ma tiskouez ar vein-veur a weler e Lanneier Cojoux ha Treal. Taolioù-maen, peulvanoù ha krugelloù bet savet 4500 vloaz kent J.K. evit ar re goshañ anezho. Gant Departamant Il-ha-Gwilun eo perc'hennet tachenn mein-veur Cojoux ha Treal abaoe 1988 ha gantañ zo bet roet lañs d'an enklaskoù ha d'al labourioù evit o lakaat war wel d'an holl.

Peulvanoù, taolioù-maen ha krugelloù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meurvein Sant-Yust a c’heller gwelet a-hed 6 km, war lanneier Cojoux dreist-holl. Monumantoù liesseurt a ya d’ober anezho, lod anezho a oa bezioù, re all a dalveze evit lidoù. Etre 4500 vloaz K.J.K ha 1500 vloaz K.J .K., a-hed tri milved ‘ta ez eus bet savet monumantoù el lec’h-mañ. Kroget e oa gant Nevezoadvezh ar Maen (Neolitik) ha padet eo betek Oadvezh an Arem. Lod eus ar savadurioù kañv a zo ouzhpenn bezioù, tostoc’h int diouzh nevedoù pe sanktualoù. Souezhus-tre eo niver ar vein-veur a voe savet war Lanneier Cojoux e-kerz an Neolitik (5000 vloaz K.J.K – 2000 vloaz K.J.K.) . Diskouez a reont penaos eo bet kemmet al lidoù kañv e kerz ar mare-se.

  • E-kerzh Hen-Nevezoadvezh ar Maen, war dro 4500 vloaz K.J.K. e voe savet e Kroaz Sant Pêr (Croix Saint-Pierre) , ur bez en ur foz ha taolioù-maen gant garidoù da vont enno.
  • E kerzh Krenn-Nevezoadvezh ar Maen war-dro 3500 vloaz K.J.K. e voe savet un daol-vaen gant logelloù-kostez e Kastell Bu ha savadurioù disheñvel doare krugelloù e Kroaz Sant-Pêr (Croix Saint-Pierre) ha Kroaz-an-Itron (Croix Madame). Kendalc’het e veze d’ober gant an taolioù-maen kentañ koulskoude.
  • En Nevezoadvezh ar Maen Nesañ war-dro 2500 vloaz K.J.K. e oa savet bezioù gant dorioù kostez (Mougevioù) e Forn Segal (Four Sarazin) ha Treal, pelloc’h eget ar savadurioù kentañ. An dra-se a ziskouez e oa strolladoù tud, sevenadurioù disheñvel dezho, pep hini o lezel e roud war e dachenn lidoù kañv disheñvel ganto.

Taol-vaen an Hanternoz - Kroaz Sant-Pêr (Croix Saint-Pierre)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Taol-vaen an Hanternoz.

4 500 vloaz K.J.K. Savadur kañv boutin bet savet e Nevezoadvezh ar Maen. Adkempennet e oa bet e-kerz Oadvezh an Arem ha savet oa bet bezioù stumm un arc’h dezho.

Taol-vaen ar C'hornog - Kroaz Sant-Pêr (Croix Saint-Pierre)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Taol-vaen ar C'hornog.

4 500 vloaz K.J.K. Savadur kañv boutin bet savet e Nevezoadvezh ar Maen. Adkempennet e oa bet e-kerz Oadvezh an Arem, ha savet oa bet bezioù stumm un arc’h dezho.

Mougev Roc’h Treal - Bez dor-kostez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Roc’h an Treal.

2 500 vloaz K.J.K. Savadur kañv boutin diouzh ur c’hiz deut eus Hanternoz Europa. Mougevioù a vez graet eus savadurioù evel-se e Brezhoneg, enno meur a daolvaen kichen ha kichen o vont d'ober un alez hir. Emañ ar bez e nec'h un duchenn en ur c'hoad-bihan. Meur a reier sebezus a zo tro dro. Ur mein hir ha begeg en o zouez, hervez ar vojenn e vefe an dant laezh kentañ bet kollet gant ar ramz Gargantua. Adkempennet eo bet ar vougev etre 1991 ha 1992, Adsavet e voe ar peulioù ha lakaet en-dro ar veien-dar war c’horre.

Ar Grugell - Kroaz Sant-Pêr (Croix Saint-Pierre )

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar Grugell

3 200 vloaz K.J.K. Dindan ar Grugell e voe kavet meur a vez e stumm un arc’h.

Forn Segal (Four Sarrazin) - Bez dor-kostez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Forn Segal.

2 500 vloaz K.J.K. Savadur kañv boutin diouzh ur c’hiz deut eus Hanternoz Europa. Mougevioù a vez graet eus savadurioù evel-se e Brezhoneg, enno meur a daolvaen kichen ha kichen o vont d'ober un alez hir. N'eus mui nemet un nebeud peulvanoù a zo goloet gant darioù mein. Alese an anv a voe roet d'ar savadur moarvat rak tennañ a ra un tamm d'ur forn da boazhañ bara segal. Mein kibigoù kaer-tre a weler ouzh unan eus ar mein-dar a c’holo ar savadur.

Al Lez-varn (le Tribunal) - Kroaz Sant-Pêr (Croix Saint-Pierre)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Al Lez-varn.

15 maen, stumm un hantergelc’h dezho, a oa er penn kentañ hag int e-tal ur peulvan e-unan-penn. Moarvat e talveze ar savadur-mañ evit studiañ ar c’huzh-heol hed a-hed ar bloaz. Hervez gizioù kozh ar vro e vije un den tamallet e-tal e varnerien.

An Dimezelled (les Demoiselles )

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An Dimezelled.

Marteze ez eus aze ar pezh a chom diouzh un aridennad peulvanioù aet da goll. Hervez mojennoù ar vro e oa an Dimezelled teir flac’h yaouank bet troet da vaen evit bezañ bet o tañsal war al lanneier, da boent ar gousperoù.

Kastell Bu (Château Bû)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kastell Bu.

3 500 vloaz K.J.K. Kempennet e oa bet an Daol-vaen gant logelloù kostez. Da vare Oadvezh an Arem e voe savet ur grugell gant pezh tammoù mein kwartz. Bezioù e stumm un arc’h a voe lakaet dindan.

Peulvanoù ar Vilin (Alignements du moulin)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Peulvanioù ar Vilin.

Etre 4 200 ha 3 700 vloaz K.J.K.: Teir arridennad peulvanoù o vont war-zu ar memes tu. Da vare Oadvezh an Arem e oa aozet bezioù stumm un arc’h dezho ha sebeliet eno ul lestr-kañv

Kartenn al lec'h

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kartenn lec'hienn ar vein-veur


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.