Sant-Yust
Sant-Yust | ||
---|---|---|
![]() Ar maerdi. | ||
Anv gallaouek | Saent-Just | |
Anv gallek (ofisiel) | Saint-Just | |
Bro istorel | Bro-Roazhon | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Il-ha-Gwilen | |
Arondisamant | Redon | |
Kanton | Redon | |
Kod kumun | 35285 | |
Kod post | 35550 | |
Maer Amzer gefridi | Daniel Mahé 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Redon tolpad-kêrioù | |
Bro velestradurel | Bro Redon | |
Lec'hienn web | http://www.saintjust35.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 1 062 ann. (2018)[1] | |
Stankter | 38 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 75 m bihanañ 8 m — brasañ 94 m | |
Gorread | 28,05 km² | |
kemmañ ![]() |
Sant-Yust (e galleg : Saint-Just) a zo ur gumun eus Breizh e departamant Il-ha-Gwilen.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Erwan Vallerie ː Alarac, 860; Sainct Just en la frairie d'Allerac, 1459; S. Ius, 1630
Gerdarzh
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
N'ez eus ket evit ar poent
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Abaoe pell-tre ez eus tud o chom e kornad Sant-Yust evel ma tiskouez ar vein-veur a weler e Lanneier Cojoux. Taolioù-maen, peulvanioù ha krugelloù bet savet 4500 vloaz kt J.K. evit ar re goshañ anezho. Alareg (Alarac) e oa anv kentañ ar barrez. Stag e oa ouzh Eskopti Gwened betek an Dispac’h Bras. Distaget e oa bet diouzh parrez kozh Ranneg (Renac) en XIvet kantved (Istor Breizh A. De la Borderie II p 178). Kouezhañ a reas iliz Alareg en he foull ha kreizenn ar barrez a zeuas da vezañ chapel prioldi Abati Sant Salver Redon el lec’h a veze graet ar Vouc’h Kozh (Le Vieux Bourg) dioutañ. Eno e voe savet an iliz a zo bremañ etre 1848 ha 1851. D’ar poent-se e voe roet d’an iliz anv Sant-Yust dre ma oa enni relegoù Sant-Yust. Hervez ar vojenn e oa bet merzheriet Sant Justus Beauvais da vare an impalaer roman Diokletian pa oa ur bugel 9 bloaz anezhañ hag e benn en doa adlakaet war e gorf evit spontañ e vourevien. Lâret e vez e oa Kastell Henlez (La Vieille Cour), unan eus tier-annez Anna Vreizh.
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 94 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.l.e. 5,45% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911 [2]. Tri anezhe a varvas e Belgia e penn-kentañ ar brezel, daou e miz Eost 1914 , unan d’an 21 en Ham-sur-Sambre, soudard e oa er 41vet Rujumant Troadegiezh [3] hag unan d’an 22 en Emgann Rossignol, soudard e oa er 1añ Rujumant Troadegiezh Drevadennel [4] ; unan all a varvas en Opont d’ar 4 a viz Gwengolo, soudard e oa er 62vet Rujumant Troadegiezh [5].
Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Mervel a reas nav den ag ar gumun abalamour d'ar brezel [6].
Trevadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Brezel Aljeria: ur milour ag ar gumun a varvas e Souk Ahras (departamant Bône) e miz Meurzh 1959, soudard e oa en 3vet Rujumant Husarded [7].
Peulvanoù Sant-Yust[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Gwelout ar pennad Peulvanoù Sant-Yust
Savadurioù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Emdroadur ar boblañs[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
d'Allerac,
aotrounez al lec'h |
En argant e erez impalaer en sabel |
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ [http:/www.memorialgenweb.org/memorial3/html/fr/resultcommune.phpidsource=37763] Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
- ↑ Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
- ↑ Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
- ↑ [http:/www.memorialgenweb.org/memorial3/html/fr/resultcommune.phpidsource=37763] Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
- ↑ Memorial Genweb (roll)
- ↑ Memorial Genweb (luc'hskeudennoù)