Évora
Évora (distaget ˈɛvuɾɐ] e portugaleg) zo ur gêr hag ur gumun e Portugal, e distrig Évora, en Alentejo. E 2011 e oa 56 596 a dud o chom enni. Pennlec'h distrig Évora eo.
Abalamour d'he savadurioù kozh e stad vat (mogerioù-difenn eus ar Grennamzer, iliz-veur, palez ar roue Manuel Iañ, palez duged Cadaval, templ roman...) eo bet lakaet Évora war roll lec'hiennoù ar glad bedel gant an UNESCO. Gant se e teu touristed e-leizh da weladenniñ ar gêr.