Alentejo

Eus Wikipedia
  • ██ Setu pelec'h emañ Alentejo e Portugal
  • Parkadoù gwinizh en Alentejo.

    Alentejo zo ur rannvro hag ur broviñs kozh eus Portugal. Klotañ a ra gant Distrig Portalegre, hini Évora ha hini Beja, ha gant lodennoù eus distrigoù Setúbal ha Santarém. En hanternoz da Alentejo emañ rannvro ar C'hreiz, er reter emañ Andalouzia hag Extremadura, er c'hreisteiz Algarve, er gornaoueg ar Mor Atlantel hag er gwalarn rannvro Lisbon. Rannvro vrasañ Portugal eo, gant 31 152 km² (un drederenn eus gorread douar-bras Portugal), met n'eo poblet nemet gant 766 339 a dud (8% eus poblañs Portugal).

    Évora eo ar gêr-benn hag ar gêr vrasañ. Un tammig bihanoc'h e oa ar broviñs kozh eget ar rannvro a zo bremañ ha rannet e oa e div lodenn, Alto Alentejo ha Baixo Alentejo. Er broviñs kozh e oa ivez ur gêr hag a zo e Spagn abaoe 1801 : Olivenza (pe Olivença).