Proviñsoù kozh Portugal


E Portugal n'eus ket proviñsoù ken met chom a ra ar merk anezho e spered an dud, muioc'h c'hoazh eget e Breizh.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Adalek ar XVvet kantved e oa c'hwec'h rannvro:
- Entre-Douro-e-Minho, T
- Trás-os-Montes,
- Beira,
- Estremadura,
- Entre-Tejo-e-Odiana (deuet da vout Alentejo)
- Algarve.
Komarkoù e oant da gentañ war-bouez Algarve, a veze graet "Reino" (rouantelezh) anezhañ. E pep hini anezho e oa ur c'hcorregedor, karget da verañ ar vro ha d'ober war-dro ar justis. Adalek ar XVIvet kantved e voe kroget da gomz eus "Proviñsoù".