Entre Douro e Minho

Eus Wikipedia
Proviñsoù kozh Portugal, da vare ar rouantelezh

Entre Douro e Minho a oa unan eus proviñsoù kozh Portugal, e gwalarn ar vro. Enni e oa distrigoù Viana do Castelo, Braga, Porto ha lodennoù eus distrigoù Aveiro, Viseu ha Vila Real, da vare rouantelezh Portugal. Diwezhatoc'h e voe rannet etre Proviñs Minho ha Douro Litoral.

Eus ar broviñs-se eo ganet Portugal ha ganti ez eus un identelezh kreñv a-fet douaroniezh ha poblañs. Stank eo ar menezioù, ar stêrioù, ar c'hestell... Porto ha Braga eo an div gêr vrasañ.