Kaozeadenn Implijer:Herve Latimier

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
For other languages, consider using Wikipedia:Babel
Salud, Herve Latimier, Un degemer c'hwek a roomp dit war ar Wikipedia e brezhoneg
Demat, Herve Latimier. Trugarez da gemer perzh er raktres. Spi hon eus e vi plijet o labourat ganeomp hag e vi en da vleud amañ.
Un holloueziadur savet a-stroll eo Wikipedia e brezhoneg. Frank a wirioù eo an danvez a gaver ennañ. Savet eo bet d'an 22 a viz Mezheven 2004; abaoe ez eus bet diazezet gant ar gumuniezh meur a bennaenn evit kenlabourat. Ma'z out nevez war ar wiki, kemer un tamm amzer evit lenn diwar-benn an temoù da-heul, a-raok kregiñ da gemer perzh da vat e Wikipedia. Gra gant patromoù Babel evit lakaat war wel ar yezhoù komzet ganit.
Kregiñ ganti
Ober e gammedoù kentañ
Takad pleustriñ
Evit ma c'hallfes ober taolioù-esae
Program skoazell.
Goulenn bezañ skoazellet gant unan bennak evit kregiñ ganti
Desk penaos degas kemmoù en ur bajennn
Titouroù evit cheñch traoù war pajennoù ar wiki
Fazioù boutinañ a ranker diwall outo
Diverrañ eus ar fazioù boutinañ stadet war ar wiki
Foar ar Goulennoù
Goulennoù a vez graet gant an holl
Reolennoù Wikipedia
Reolennoù aprouet gant ar gumuniezh
Tavarn
Ma c'hallez goulenn tra pe dra ouzh ar wikipedourien all
Pemp pennaenn Wikipedia
Reolennoù diazez mat da c'houzout
Skoazell
Dornlevr hollek Wikipedia

Homañ eo da bajenn gaozeal, ma c'hallez resev kemennoù a-berzh Wikipedourien all. Mar fell dit leuskel ur gemennadenn d'ur wikepedour all eo ret dit skrivañ war e bajenn gaozeal dezhañ; a-hend-all, ne ouio ket. E traoñ da gemennadenn e tleez sinañ gant peder ~~~~ pe pouezañ war ar bouton-mañ : Insert-signature.png. Dalc'h soñj ne vez ket sinet ar pennadoù.


Spi hon eus az po plijadur war Wikipedia e brezhoneg.

Diwall, ur pennad Skolaj Sant-Jozef Lannuon a oa c'hoazh. Ar pep gwellañ e vefe lakaat eno ar pezh a zo bet nevez-c'hraet ganit war ar bajenn Skolaj Sant Jozef.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 28 Gou 2014 da 13:00 (UTC)

Skeudennoù war ar Wiki e saozneg[kemmañ ar vammenn]

Demat deoc'h, Marteze e c'hellfet ober ho mad eus ar respontoù am boa bet digant ar merour VIGNERON diwar-benn ar skeudennoù a c'haller kavet war ar Wiki e saozneg :
Demat deoc'h, Goude kregiñ gant krouidigezh ar pennad diwar-benn ar film gall Remorques emaon o paouez stadañ ez eo skeudennaouet ar pennadoù e saozneg ha serb-kroateg gant skritell orin ar film : a-raok ober sotonioù e kavan gwelloc'h goulenn ganeoc'h ha gallout a reer ober gant ar skritell-mañ e-barzh ar pennad e brezhoneg ivez ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 25 Meu 2014 da 11:38 (UTC)

Demat Prieladkozh,
Siwazh n’eus ket tu d’enporzhiañ ar restr-mañ peogwir n’eo ket en domani foran. War ar wikioù e saozneg ha serb-kroateg zo ur reolenn spesial (hervez al lezen « fair use » er broioù-mañ).
A galon, VIGNERON (kaozeal) 31 Meu 2014 da 07:15 (UTC)
Demat ivez,
Ma, komprenet em eus n'haller ket ober gant ar skeudenn-se ha ne glaskin ket hen ober ivez eta. Gwall souezhus eo e c'hellfe an div yezh meneget uheloc'hik implijout skritell e galleg ur film gall hep na vije aotreet da Vro-C'hall d'ober heñvel, ne gav ket deoc'h ?
A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 31 Meu 2014 da 07:29 (UTC)
Evel vez lâret alies ganin « stupida lex, sed lex »… Ouzhpenn souezhus ! mezhus eo, met evel-se mãn. VIGNERON (kaozeal) 31 Meu 2014 da 07:45 (UTC)

Kerandafar[kemmañ ar vammenn]

Ha sed amañ ul liamm https://commons.wikimedia.org/wiki/Degemer da gavout luc'hskeudennoù a bep seurt, hep gwir ebet warne.

Joseph Lec'hvien[kemmañ ar vammenn]

Salud,
A-raok lemel kuit danvez ar bajenn Joseph Lec'hvien daoust ha sellet 'peus ha ne oa ket titouroù ouzhpenn a c'helle bezañ lakaet e Job Lec'hvien da glokaat ar pennad ? A galon --Y-M D (kaozeal) 30 Gou 2014 da 15:02 (UTC)

Ali[kemmañ ar vammenn]

Demat deoc'h, Ha gallout a ran reiñ un tunig deoc'h ? E-kichenig Enrollañ ar bajenn e kavfet Rakwelet : talvoudus-kenañ eo an arc'hwel-mañ d'an den dre ma ro tro dezhañ da wiriañ an destenn emañ-eñ o sevel a-raok hec'h enrollañ da vat. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 31 Gou 2014 da 17:58 (UTC)

Trug ! Aesoc'h vo ober gant "rakwelet"...

Mann ebet ! N'eo ket gwall aes kregiñ e-barzh, na tost ! Un draig ouzhpenn : n'ankouait ket lakaat ho sinadur e dibenn ho kaozeadennoù o klikañ war an tamm kreion a gavfet an arouez anezhañ uheloc'hik en tu kleiz. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 1 Eos 2014 da 06:53 (UTC)
Setu ar skeudennig a ranker klask er varrenn ha pouezañ warni : Insert-signature.png. Ouzhpennañ a raio --~~~~ lec'h ma vez c'hoant da sinañ. --Y-M D (kaozeal) 1 Eos 2014 da 08:02 (UTC) (ouzhpennet ganin an eskemm klok evit ma vo aes da heuilhañ ha da gomrpen)
Eus ar c'hentañ ! Sikour 'raio, sur eo ha n'eo ket marteze ! A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 1 Eos 2014 da 08:09 (UTC)

Loeiz Ropars‎[kemmañ ar vammenn]

Diwallit, Ur pennad Loeiz Roparz a oa dija... --Prieladkozh (kaozeal) 1 Eos 2014 da 10:56 (UTC)

Mat evit Loeiz Ropar(s)z.

Ur gudenn a zo. Tud a sav pennadoù hep diwall diouzh al liammoù. O klask sevel pennadoù dwb ar re a zo bet "erminiget" e oan. War al listenn e oa Loeiz Ropars e ruz. Trankil e oan... E gwirionez e oa ur pennad dija met gant liamm ebet gant urzh an Erminig. Ha gant ur stumm all da skrivañ... Kollet e vez amzer evel-se. Skarzhet em eus ar pennad nevez hag un eurvezh labour... Diwallet ' meus evit Albert Trevidig. Evel just eo ur pennad "Alberzh Trevidig" gant ur treuzkas etre Albert Trévidic hag Alberzh Trevidig. Netra evel-just gant Albert Trevidig... Pennad ebet da sevel eta... --Herve Latimier (kaozeal) 1 Eos 2014 da 13:14 (UTC)

Kompen a ran, ya... nemet ez a RoparS da RoparZ pe RoparZH e brezhoneg peurvuiañ. :-) Ar pezh a ran-me a-raok kregiñ e-barzh eo mont da vale war Wikioù estren o klask war-lerc'h an danvez am eus graet ma meno e sevel e brezhoneg : evel-se e vez aes din gwiriañ hag-eñ ez eus dija eus ar pennad-skrid-se e brezhoneg o lenn skeuliad ar yezhoù en tu kleiz. Ha tapet ar c'hazh er sac'h ! A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 1 Eos 2014 da 15:44 (UTC)

Rummad:Urzh an Erminig[kemmañ ar vammenn]

Un doare all a zo da gavout an anvioù. M'emaout o labourat war an dud tapet ar Priz-se ganto e c'halli gwelet e traoñ ar pajennoù diwar o fenn ez eus "rummadoù", en o zouez ar rummad "Urzh an Erminig" [1]. Eno emañ renablet (sañset, mard eo bet graet mat ar pajennoù) an holl bennadoù diwar-benn ar re o deus bet ar priz. Trawalc'h eo klikañ eta war "Rummad:Urzh an Erminig" evit en em gavout gant ar bajenn-se.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 1 Eos 2014 da 19:39 (UTC)

Yoran Embanner ...[kemmañ ar vammenn]

... eo an anv reizh. Bianchi-Bihan (kaozeal) 4 Eos 2014 da 06:33 (UTC)

Diwar-benn ar pennadoù[kemmañ ar vammenn]

Demat deoc'h, Ur seurt patrom a reer gantañ da sevel pennadoù diwar-benn an danvez-mañ-danvez. Emaoc'h o kemer mil boan o lakaat un titl e deroù kement pennad a savit o vezañ ma n'eus ket ezhomm anezhañ tamm ebet. Kalon vat deoc'h evelato... A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 4 Eos 2014 da 15:23 (UTC)

Gwir eo, sur. Daoust hag-eñ e krou ur gudenn ? Ne c'houlenn ket bernioù labour ouzhpenn keñveriet gat azasaat ul levrlennadurezh da skouer...--Herve Latimier (kaozeal) 4 Eos 2014 da 16:13 (UTC)

Ne rajen gant ar ger "kudenn" tamm ebet, "labour diezhomm" marteze a-walc'h dre ma vo kemmet ha kempennet ar pennad n'eus forzh penaos evit ma kloto gant stumm boas hon Wiki... Amañ emañ an dalc'h kentoc'h. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 4 Eos 2014 da 16:50 (UTC)

Gwelet a ran n'on ket aet kalz en tu-hont d'ar CP... Ur stummadur berr-tre) a zo bet e Roazhon. Bremañ em bije goulennoù resisoc'h d'ober...

Hent evit ar gwellaennoù, eta. A galon. --Herve Latimier (kaozeal) 4 Eos 2014 da 17:12 (UTC)

Savit an holl c'houlennoù a fell deoc'h sevel : atav e vezo unan bennak amañ barrek da reiñ sklêrijenn deoc'h, sur eo ha n'eo ket marteze.--Prieladkozh (kaozeal) 4 Eos 2014 da 17:26 (UTC)

Jean Kerhervé[kemmañ ar vammenn]

It da welet penaos eo bet kemmet penn-kentañ ar pennad-mañ. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 4 Eos 2014 da 17:32 (UTC)

An deiziadoù klok[kemmañ ar vammenn]

Demat deoc'h, Taolit evezh ouzh an doare da sevel an deiziadoù ; div rann a zo : 5 a viz Eost ha 2014. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 5 Eos 2014 da 08:18 (UTC)

Patrom "Labour a chom"[kemmañ ar vammenn]

Salud dit,
Kentoc'h eget skrivañ "DA GLOKAAT" pe traoù a seurt-se ez eus bet krouet patromoù hag a lak war-wel sklaer an ezhomm. Er pennad -mañ da skouer : Tchad. Penaos ober ? Ouzhpennañ a rez {{LabourAChom}} er pennad ha graet an taol. A galon --Y-M D (kaozeal) 6 Eos 2014 da 08:22 (UTC)

Traoùigoù all kement hag ober ma fell dit : liammoù diabarzh ouzhpenn a c'hellez lakaat evit ma c'hello an dud mont eus ur pennad d'egile (evit kement kêr, aozadur, bloavezh... da skouer), ar wech kentañ ma gaver anv ar pennad en destenn e vez e lakaet e druz.
Amañ da heul e weli ur skouer eus ar c'hemmoù-se : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Pierre_Lemoine&diff=1586121&oldid=1586116
--Y-M D (kaozeal) 6 Eos 2014 da 10:20 (UTC)

Jean-Bernard Vighetti[kemmañ ar vammenn]

Demat deoc'h, Dre ma n'eo ket krog an tan e plouz ho potoù, kemerit amzer a-walc'h da wiriañ endalc'had ho testenn (oc'h ober gant Rakwelet) evit na chomo ket kement-se a vioù-koukoug enni, mar plij ganeoc'h. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 9 Eos 2014 da 15:00 (UTC)

An araogenn E dirak ur vogalenn[kemmañ ar vammenn]

Demat deoc'h, Setu meur a wech ma teuomp, me pe un implijer bennak all, da reizhañ an hevelep vi-koukoug ingal hep na vije kemeret e kont ganeoc'h en ho pennadoù da-heul. Ha gallout a refet notenniñ ez a sañset an araogenn "E" da "EN" p'emañ lec'hiet a-raok ur ger o kregiñ gant ur vogalenn ? Trugarez deoc'h en araok. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 11 Eos 2014 da 13:54 (UTC)

N'ozon ket piv oc'h ha ne blij ket din eskemm gant spezoù. Gwelloc'h vefe deoc'h tremen oc'h amzer o klask pinvikaat a ar pennadoù e-lec'h ober "reizhadennoù" droch evel lakaat en ur brezhoneg souezhus traoù skrivet e brezhoneg eeun pe treiñ e brezhoneg traoù a zo anvioù-divoutin gallek ha gall. N'em eus ket amzer da goll ha ne zeuin ket ingal da adlakaat an traoù en o flom. Temptet on bet

Evit ar pezh a sell ouzh "e", lakaat evel reolenn sonn ar pezh a vez graet "sañset" evel ma lavarit pe "peurliesañ" evel ma lavar geriadur an Here a zo mont pell ganti d'am meno. Un afer hesoniezh eo. Ma rafen evel 'm eus desket gant ma zud ha ma zud-kozh e lakfen en e pep lec'h evl en Lannuon. "Reizhit " ma fell deoc'h met n'on ket sur e vefe ken sistematek an traoù ha ma kredit. Ne santan ket an traoù evel-se met esaeañ diwall.

Ar pismigerezh zo unan eus an daoreoù da bellaat an dud diouzh ar brezhoneg ha diouzh an ober e brezhoneg.

A galon. --Herve Latimier (kaozeal) 11 Eos 2014 da 14:35 (UTC)

N'ouzon ket piv oc'h ivez ha n'em eus ket ezhomm na c'hoant, e gwirionez. Ne gomprenan ket abalamour da betra e komzit eus "spesoù" !! Petra an diaoul a fell deoc'h lâret 'ta ?? Ar "reizhadennoù" droch emaoc'h o paouez ober meneg anezhe a zo tennet eus Termofis (OPaB), ken aes ha tra. Pa stagan gant ur pennad bennak e kavan gwelloc'h mont da wiriañ gerioù 'zo e-barzh geriadurioù disheñvel e-lec'h skrivañ sotonioù (ma reoù evel-just) ha bezañ rediet da sevel reizhadennoù skuizhus war-lerc'h. Setu !
Komz brezhoneg a rae ma zud ivez, Doue d'o fardono, ha gwelloc'h ganin o lezel e peoc'h el-lec'h m'emaint bremañ. N'eo ket difennet tamm ebet ober gant an EN tregeriek mar karit ! Padal, sed amañ da-heul ar pezh a voe skrivet du war wenn gant F. KERVELLA en e YEZHADUR BRAS diwar-benn E. — (En) :
619. Daou stumm a gaver d'an araogenn-se : en dirak ar gerioù o kregiñ gant ur vogalenn hag e dirak ur gensonenn.
Ne glasken ket pismigañ ho labour e mod ebet, reiñ dorn deoc'h ne lâran ket. E ken kaz ma vijec'h bet feuket gant ma evezhiadennoùigoù ra vin digarezet ganeoc'h 'ta. Ne deuin ken da lakaat ma fri e-barzh ho tamm labour ha n'e reizhin ken ivez. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 11 Eos 2014 da 15:14 (UTC)

Ne skrive ket tra disheñvel Jul ar Groz :
En K.L.T., E s'emploie devant les mots commençant par une consonne et EN devant une voyelle ; mais en trégorrois on dit EN dans tous les cas. (LE TRÉSOR DU BRETON PARLÉ, Première Partie, p. 152)--Prieladkozh (kaozeal) 11 Eos 2014 da 15:41 (UTC)

Brizhkloareg[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! Krouet 'peus ur pennad Brizhkloareg. Hogen ur pennad Pêr Iañ (dug Breizh) zo ivez, krouet pell zo, diwar-benn an den-se. Gwelloc'h e vefe bodañ an daou ha lakaat un adkas eus an eil titl d'egile. A galon, --Llydawr (kaozeal) 11 Eos 2014 da 16:09 (UTC)

Keit[kemmañ ar vammenn]

Ur sellig: https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Wikipedia:Fazio%C3%B9_stanka%C3%B1&diff=next&oldid=1605881. A galon. Bianchi-Bihan (kaozeal) 26 Kzu 2014 da 11:04 (UTC)

Hippolyte Lucas[kemmañ ar vammenn]

Demat, Diskred zo war deiziad ganedigezh Hippolyte Julien Joseph Lucas, 'm eus aon : http://data.bnf.fr/12487378/hippolyte_lucas/. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 4 Gen 2015 da 15:37 (UTC)

Trugarez. Kazi sur on faziet o vizskrivañ rak 20 a viz Kerzu 1807 am eus war ma levr....A galon. Herve Latimier (kaozeal) 4 Gen 2015 da 19:38 (UTC)

Demat deoc'h, Faziet e oan penn-da-benn : kaoz 'zo eus deiziad marv Hippolyte Julien Joseph Lucas kentoc'h ! Gant ma digarezioù... A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 5 Gen 2015 da 11:33 (UTC)

Salud ! Kudenn ebet. 1) penn-skañv on a-wechoù... 2)un toullad tud o deus anvioù heñvel... 3) mat eo teurel evezh... Ur c'henlabour eo wikipedia ! A galon. --Herve Latimier (kaozeal) 5 Gen 2015 da 16:30 (UTC)

Re wir ! Gwell e oa ganin teuler hoc'h evezh dre m'ho peus ul levr diwar-benn ar paotr Lucas hag aesoc'h deoc'h gwiriañ, anat din. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 5 Gen 2015 da 16:38 (UTC)

Ha c'hoazh n'emañ ket ar wirionez el levrioù bepred. Kavet em eus disheñvelderioù souezhus a-wechoù. A galon --Herve Latimier (kaozeal) 5 Gen 2015 da 16:54 (UTC)

Ha petra eo deiziad reizh marv Hippolyte Julien Joseph Lucas a-barzh fin ar gont 'ta ?--Prieladkozh (kaozeal) 5 Gen 2015 da 17:50 (UTC)

Hervez al levr a zo ganin ez eo marvet Hippolyte Lucas (ne ouzon ket hag-eñ ez eo memes hini...) d'ar 14 a viz Eost 1878. Met eus e zeiziad ganedigezh e oa kaoz... A galon. --Herve Latimier (kaozeal) 5 Gen 2015 da 18:02 (UTC)

Ne oa ket ken ; skrivet em boa deoc'h e oan faziet ha kaoz 'oa eus deiziad e varv e gwirionez : war lec'hienn Bibliothèque nationale de France ez eo bet lakaet e Paris, 14-11-1878...--Prieladkozh (kaozeal) 5 Gen 2015 da 18:11 (UTC)

Klasket em eus ober eus ar gwellañ . Klask a rin lakaat un notenn evit displegañ ez eus deiziadoù disheñvel hervez ar vammenn.A galon--Herve Latimier (kaozeal) 6 Gen 2015 da 13:36 (UTC)

Graet em eus dibaboù dec'h. Reizh emichañs pe logik d'a nebeutañ ... Petra soñjit ? A galon--109.218.200.91 6 Gen 2015 da 10:51 (UTC)

Ha sed amañ ur vammenn all : http://www.wiki-rennes.fr/Rue_Hippolyte_Lucas--Prieladkozh (kaozeal) 5 Gen 2015 da 18:21 (UTC)

Digarezit, n'em boa ket lennet mat ar gemennadenn diwar benn e varv. Pa 'z eer war Wiki e galleg e kaver 16 aviz DU. Setu tri deiziad disheñvel !!! N'ouzon ket petra reer pa vez un degouezh a -seurt-se. Hini ar BNF a seblant bezañ ur c'hempouez 14 evel Levr Avril, Du evel wiki galleg... Techet e vefen da lakaat an deiziad-se eta. Mat vo lakaat lec'hienn ar BNF er mammennoù e ha reizhañ e anv bihan peogwir e seblant sur ez eo memes hini. A galon.--Herve Latimier (kaozeal) 5 Gen 2015 da 22:15 (UTC)

Demat deoc'h, Digudenn ; ret eo lâret ne oan ket bet gwall sklaer gant ma displegadennoù/evezhiadennoù ivez. N'ouzon ket re petra respont deoc'h e-keñver an deiziad cheñch-dicheñch-se. Sed amañ : "(20 décembre 1807, Rennes - 16 novembre 1878, Paris)" ar pezh a c'haller lenn diwar-benn Hippolyte Lucas war Wiki Rennes Métropole. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 6 Gen 2015 da 10:32 (UTC)

En em c'houlenn a ran hag-eñ ne vefe ket talvoudus ouzhpennañ un notenn o tiskouel eus pelec'h resis ez eo bet tennet an deiziad ho poa dibabet dec'h hag o tisplegañ ez eus eus mammennoù all oc'h ober meneg eus deiziadoù disheñvel.--Prieladkozh (kaozeal) 6 Gen 2015 da 11:24 (UTC)

It da welet ha mat eo deoc'h ar pezh emaon o paouez kempenn.--Prieladkozh (kaozeal) 6 Gen 2015 da 14:17 (UTC)

Mat eo evel-se. Trugarez.A galon--Herve Latimier (kaozeal) 6 Gen 2015 da 15:51 (UTC)

Yann Seitek[kemmañ ar vammenn]

Demat deoc'h, N'eo ket ur rebech e mod ebet met klokoc'h e vefe ar pennad-mañ ma vije degaset titloù danevelloù savet gant Erwan Kervella pa rae-eñ gant an anv-pluenn Yann Seitek, ne gav ket deoc'h ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 22 Gen 2015 da 09:54 (UTC)

Ma lennit mat ar pennad a-zivout Erwan en deus implijet ur bern anvioù-pluenn evit pennadoù berr pe tresadennoù e kalz kelaouennoù (Yod-kerc'h met re all ivez). Ul labour spontus a vefe renabliñ a traoù ha ret vefe kaout dastumadegoù klok.Pez n'em eus ket... Un afer logik eo meneget eo an anv pluenn-se er pennad diwar-benn Erwan, reizh eo menegiñ anv Erwan er pennad dwb Yann Seitek.. D'am meno. A galon. --2.10.183.85 22 Gen 2015 da 18:17 (UTC)
Hopala ! N'em boa ket skrivet ne oa ket "reizh" [...] "menegiñ anv Erwan" Kervella "er pennad dwb Yann Seitek" ?????!!!!! Kavout a rae din e vije bet klokoc'h c'hoazh gant un nebeud skouerioù eus titloù danevelloù skrivet gantañ dindan Yann Seitek. Da lâret eo, ouzhpennañ daveennoù, ha netra ken all. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 22 Gen 2015 da 19:09 (UTC)

Hopala ! implijet 'meus "reizh" peogwir e kaven "just ", "logik", "poellek" menegiñ Erwan . Tra ken. Barnadenn ebet. Evidon n'eo nemet un afer logik diabarzh wikipedia. Ali on ganeoc'h kalz gwelloc'h e vefe met n'heller ket hep furchal (ha pelec'h?). N'eus netra resisoc'h er pennad a-zivout Erwan kennebeut, siwazh !. --Herve Latimier (kaozeal) 22 Gen 2015 da 19:39 (UTC)

Demat deoc'h, Soñj am eus da vezañ graet an tamm labour-se evit ar pennad diwar-benn Yud. Ha gwir eo ne oa ket anv eus Yann Seitek evel anv-pluenn en dastumad-se. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 23 Gen 2015 da 06:55 (UTC)

Thérèse de Moëllien[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! Daoust ha ne skriver ket an anv-se gant un L hepken peurliesañ : Thérèse de Moëlien ? A galon, --Llydawr (kaozeal) 22 Gen 2015 da 17:33 (UTC)

Ne soñj ket din. Ar c'hontrol eo. Skrivet eo gant daou"l" e levr Jean-Loup Avril ha kavet em eus nouspet pennad war ar rouedad gant daou "l". Kenkoulz eo ober gant an doare a vez implijet ar muiañ eta. Setu un nebeud skouerioù? N'eus nemet daou bennad a ra gant un "l", dre fazi,marteze.....


THERESE de MOELIEN,dite" l'amazone de la chouannerie" shapfougeres.blogspot.com/.../therese-de-moeliendite-lamazone-de-la.ht... 28 juin 2014 - Thérèse de Moëllien était née à Rennes le 14 juillet 1759. Son père, Sébastien Marie Hyacinthe de Moëlien, chevalier de Trojolif est conseiller ...

MOELLIEN (de) Thérèse de TROJOLIF. Femmes de Bretagne www.skoluhelarvro.org/culture-bretagne/.../femmes_biographie.php?no... Fille d'un conseiller au parlement de Bretagne, elle vit au manoir de Moëllien près de Locronan jusqu'à la mort de sa mère. A 13 ans, elle est alors accueillie à ...

MOËLLIEN (Thérèse de). - Institut Culturel de Bretagne www.skoluhelarvro.org/culture-bretagne/noms/noms_biographie.php?no... Son père, Sébastien de Moëllien, seigneur de Tronjoly (Landerneau) était conseiller au parlement de Bretagne. A la mort de sa femme, il confie la fillette à son ...

SAINT-THUAL (Chef des Chouans) - La Maraîchine ... shenandoahdavis.canalblog.com › Messages janvier 2013 18 janv. 2013 - ... dans une mare de sang ; lorsque les demoiselles Desilles, leur père, Mme de la Fouchais, Thérèse de Moellien eurent péri sur l'échafaud, ...

Manoir de Moellien | Histoire du manoir de Moellien ... www.moellien.net/public/histoire-du-manoir-de-moellien/ Jusqu'en 1789, le manoir est habité par le seigneur Guy de Moellien, mais lorsque la Révolution éclate, la famille fuit après que l'une de ses filles Thérèse de ...

Nom moellien : ouvrages sur la famille moellien ... - Geneanet www.geneanet.org/archives/ouvrages/?action...moellien...fr... Dans le monde la Mère Olympe de Moëllien avait toujours eu pour ... Thérèse de Moëllien, comtesse de Trojoliff à la citoyenne Vendel à Fougères, 18 juin.

Nom moellien : ouvrages sur la famille moellien ... - Geneanet www.geneanet.org › Parcourir les fonds › Bibliothèque numérique Auteur: Pitre-Chevalier, Pierre Michel François Pitre-Chevalier ...le major américain Chaffncr et Thérèse Le Moëllien. (Les femmes mettent leurs beaux yeux ...

Thérèse de Moëlien — Wikipédia fr.wikipedia.org/wiki/Thérèse_de_Moëlien Thérèse de Moëlien de Trojolif, née à Fougères le 14 juillet 1759, guillotinée à Paris, le 18 juin 1793. Bretonne et royaliste, sous la Révolution elle fut membre ... --Herve Latimier (kaozeal) 22 Gen 2015 da 19:38 (UTC)

Diwar-benn ar "Frered prezegerien"[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! D'am soñj "frered" ne zere ket amañ. "Frer/frered" a vez graet : 1) en ur manati, eus menec'h n'int ket bet ha na vint ket beleget ; lavaret e vez ivez "breur/breudeur lik" ; 2) eus relijiused na glask ket bezañ beleget, gouestlet ma'z int d'ar c'helenn da skouer : Frered Ploermel… Gant an Dominikaned, hag ar Fransiskaned ivez (Ordo fratrum minorum), n'eo ket ar memes tra : beleien int (al lod brasañ da nebeutañ) met Domingo ha Francisco a grede dezho e oa uveloc'h ober gant an titl a vreur eget Tad. Er c'hazoù-mañ, pa na vez ket kistion ken eus an diforc'h etre beleg ha nann-beleg, eo "breur" a zere : kv. "ar breur Arturo" (ne oant ket Dominikaned, met ne ra ket forzh)…

Ur goulenn war ar marc'had : ar Vreudeur Brezegerien pe ar Vreudeur Brezeger (kemeret neuze e-giz anv-gwan) ? ar Vreudeur Vinor/Vinored pe Minor/Minored evelato ???Po'low (kaozeal) 4 C'hwe 2015 da 12:14 (UTC)

Ali on ganit met kemeret em eus an doare a oan bet implijet dija war wiki brezhonek. Soñjet em eus e oa bet "degemeret gant ar gumunuiezh" eta ha n'em eus ket cheñchet. Breudeur Brezeger a vefe kenkoulz din. met n'ouzon ket petra soñj an aozer kentañ (kavet em boa e rummad an urzjioù leaned). Hma cheñchez ez eo ret cheñch e pep lec'h (n'on ket su gouzout ober...). Trugarez.--Herve Latimier (kaozeal) 4 C'hwe 2015 da 13:14 (UTC)

Adlarout a ran : breudeur-prezegerien ... breudeur vras, rak n'eus liester bet d'ar ger bras, met breudeur prezegerien (hep kemmadur, n'eo ket un anv-gwan) peogwir eo un anv-kadarn A RANK bezañ lakaet el liester .
Un draig all: perak skrivañ en anv HLatimier: pa n'eo ket c'hwi eo? Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 C'hwe 2015 da 08:02 (UTC)

Ok . Reizhit eta. N'eo ket ken sklaer an traoù er yezhadurioù. Ha perak ne vefe ket prezeger un anv-gwan ? Kudenn ebet evit degas ar reizhadenn mard eo gwelloc'h . Den n'eo disi... A galon--86.214.105.169 5 C'hwe 2015 da 08:35 (UTC)

Un dra zo sur: un anv-kadarn a echu gant ER n'eo ket un anv-gwan. Nann, ne vez ket sklaer pep tra er yezhadurioù : graet int gant tud, hag evel er sxeier ne gaver enne nemet pezh a vez bet lakaet e-barzh. Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 C'hwe 2015 da 12:08 (UTC)

Trugarez. Daou diskoum a welan : ober gant "Dominikaned" an aliesañposupl (an doare implijet ar muiañ gant an dud...) ha ober gant "Urzh ar brezegerien" hep "breudeur" evel e latin ha, d'am meno, e saozneg (Preachers)... Petra soñjit ? --Herve Latimier (kaozeal) 5 C'hwe 2015 da 13:15 (UTC)

Jacques David[kemmañ ar vammenn]

Demat deoc'h, Pa oa bet kroget ar pennad-mañ ganeoc'h ho poa lakaet Chronique des années de braise evel ur film en devoa Jacques David kemeret perzh ennañ. Ha peursur oc'h eus ho mammennoù ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 13 Ebr 2015 da 14:52 (UTC)

O paouez lenn ar gemennadenn emaon, digarezit. Kavet em boa war al lec'hienn "notrecinema.com" (biographie et filmographie) goude bezañ klasket war google "jaques david acteur" (gant "jacques david" e vezer kaset d'al livour...). A galon. --Herve Latimier (kaozeal) 19 Ebr 2015 da 12:44 (UTC)

Demat deoc'h ivez, Iskis eo an daveenn-se ken ez eo dre n'he c'haver neblec'h all ebet : Ciné-Ressources, IMDb da skouer. Daoust ha ne vije ket un droukveskañ gant un aktour all, Jacques Richard e anv dezhañ ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 19 Ebr 2015 da 14:25 (UTC)

Ne soñj ket din rak pa gliker war titl ar film e kaver mat Jacques David e-touez an aktourien... --109.218.114.11 19 Ebr 2015 da 14:48 (UTC)

Pa gliker pelec'h 'ta ?--Prieladkozh (kaozeal) 19 Ebr 2015 da 14:54 (UTC)

Ur wech war lec'hienn notrecinema ha war ar pennad dwb Jacques David ez eus ur roll filmoù ha gellout reer klikañ war pep titl. Marteze ez zus ur fazi war la lec'hienn-se met penaos gouzout...--109.218.114.11 19 Ebr 2015 da 15:01 (UTC)

Setu ar roll a gaver war lec'hienn notrecinema. Pa 'z eer war wikipedia gallek a-zivout ar film ne gaver nemet François Maistre. Ne gaver na Jacques David na Jacques Richard...

Ya, lennet em boa ha n'hall ket ur Wikipedia bennak bezañ ur vammenn evit ur Wikipedia all, hervez pezh a zo bet lâret din meur a wech amañ.--Prieladkozh (kaozeal) 19 Ebr 2015 da 15:16 (UTC)

Acteurs / actrices Yorgo VOYAGIS, Mohammed LAKHDAR-HAMINA, Leila SHENNA, Cheikh NOURREDINE, François MAISTRE, Henry CZARNIAK, Hassan EL AMIR, Brahim HADJADJ, Hassan HASSANI, Mohammed KOUIRET, Si Ali KOUIRET, Abdelhalim RAIS, Jacques RICHARD, SISSANI, Nadia TALBI,Jacques DAVID--109.218.114.11 19 Ebr 2015 da 15:07 (UTC)

Hag e pep lec'h e kaver Jacques Richard evel aktour er film : IMDb... Fazioù sof-kont a gaver war al lec'hienn Notre cinéma, siwazh...--Prieladkozh (kaozeal) 19 Ebr 2015 da 15:16 (UTC)

Emaon o paouez lezel ur gemenadenn war lec'hienn notre Cinéma ; gwelet e vo...--Prieladkozh (kaozeal) 19 Ebr 2015 da 15:31 (UTC)

Emaon o paouez mont war lec'hienn "notrecinema". Menet ebet ken eus 'Chronique des années de braise" e roll filmoù Jacques David. Ar gwir oa ganeoc'h. Kenkoulz lemel eus ar pennad...--Herve Latimier (kaozeal) 19 Ebr 2015 da 18:39 (UTC)

Demat deoc'h ivez, Sed amañ dindan ar respont am eus bet digant notre Cinéma :

"Je n'ai pas réussi à trouver trace, même sur la fiche
imdb du film. Même si la présence d'un acteur
français dans ce film sur l'Algérie de 1945 à 1954 n'a
rien d'étonnant, il doit s'agir d'une erreur (comme
pour Dans la vallée d'Elah dont les trois acteurs principaux s'étaient retrouvés sur la fiche de
Tickets, avec répercussion sur les fiches stars des
acteurs en question)."
J'ai donc fait comme pour Tickets : je l'ai retiré du
casting de Chronique des années de braise, faute de
preuves.

Setu.--Prieladkozh (kaozeal) 20 Ebr 2015 da 07:19 (UTC)

Mat en traoù evel-se. Trugarez.--Herve Latimier (kaozeal) 21 Ebr 2015 da 08:50 (UTC)

Mann ebet 'vat. Mat eo sevel pennadoù diwar-benn aktourien evel Jacques David.--Prieladkozh (kaozeal) 21 Ebr 2015 da 08:56 (UTC)

Série télévisée[kemmañ ar vammenn]

Demat deoc'h Série télévisée: stirad skinwel. Martial Ménard, Dictionnaire français-breton, Éditions Palantines, 2012, pajenn 1234b. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 1 Gen 2016 da 18:09 (UTC)

The Mentalist (stirad skinwel)[kemmañ ar vammenn]

Demat deoc'h, Petra zo kaoz ec'h ouzhpennit ar meneg "(stirad skinwel)" war-lerc'h The Mentalist, titl gwir an oberenn ? Diezhomm eo penn-da-benn o vezañ ma n'eus ket eus The Mentalist evel bannoù treset, c'hoari video, film sinema pe levr. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 5 Gen 2016 da 09:07 (UTC)

Kavout a ran me ez eus ezhomm peogwir ez eus eus ar ger "mentalist" e saozneg hag e c'hell bezañ un deiz titl un oberenn all. Sklaeroc'h eo ha ne zirenk den ebet. A galon. --Herve Latimier (kaozeal) 5 Gen 2016 da 09:45 (UTC)

Gwir a lârit. Lakaomp e vije tennet ur romant diwar ar stirad skinwel pe ur film sinema : anvet e vijent "The Mentalist (romant)|The Mentalist" ha "The Mentalist (film)|The Mentalist". E-giz-se emañ ar boaz amañ sañset : embannet ar romant Doctor Zhivago da gentañ-penn hag ar film Doctor Zhivago da-heul da skouer. Evel-se e oa bet boulc'het ar pennad diwar-benn ar stirad saoznek The Prisoner ivez... Ken aes ha tra ! A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 5 Gen 2016 da 09:54 (UTC)

Gwir eo "n'ouzer james"...--Herve Latimier (kaozeal) 5 Gen 2016 da 10:27 (UTC)

Neuze, da betra chom gant ur meneg — "(stirad skinwel)" — hag a zo diezhomm en degouezh-mañ ? Ober a ra an holl yezhoù all gant The Mentalist ha mat pell 'zo... :-)--Prieladkozh (kaozeal) 5 Gen 2016 da 17:09 (UTC)

Dres abalamour d'an arguzenn ho peus lkaet en a-raok. Marteze e vo un deiz ur pennad dwb ur romant pe ur c'hoari video. Kenkoulz bezañ prest.~ --Herve Latimier (kaozeal)

Ne gomprenan ket mat ho respont e gwirionez : ma teufe, deiz pe zeiz, ur romant pe ur c'hoari video da vezañ embannet diwar an oberenn skinwel orin, d.l.e. The Mentalist (evel m'eo bet anvet er Wikipedia saoznek koulz hag er yezhoù all, gant gwir abeg), e vijent badezet The Mentalist (romant) ha The Mentalist (c'hoari video) ken eeun ha tra. Gwall iskis eo gwelet er rummad "Stiradoù skinwel" pennadoù evel Are You Being Served?, Father Ted, The Simpsons ha Walker, Texas Ranger e-kichen reoù all evel Castle (stirad skinwel), Lost (heuliad skinwel) ha Star Trek (heuliadenn orin). Perak mont d'an diaesañ ? :-)--Prieladkozh (kaozeal) 6 Gen 2016 da 18:33 (UTC)

Mennoidi/Mennonidi ?[kemmañ ar vammenn]

Boñjour ! Mennoidi e-giz titl, met kavet e vez "mennonat" er pennad. En ur 'n em soñjal e vefe ar stumm reizh "mennonad/mennonidi". An holl yezhoù - nemet ar frizeg a ra "minnisten" diwar an anv frizek a orin "Minne Simens" - a ra gant ar wrizienn mennon-. Perak ? Diwar stumm latin an anv : Menno, genitiv Mennonis, evel Cicero/Ciceronis ; hag an deveradur a vez graet diwar wrizienn ar genitiv : Ciceron- ha, dre se, Mennon-… Ne gav ket dit ? Po'low (kaozeal) 10 C'hwe 2016 da 10:19 (UTC)

A-du ganit. Bianchi-Bihan (kaozeal) 10 C'hwe 2016 da 11:27 (UTC)

Salud, Ya, kazi sur e vefe gwelloc'h (kroget m 'boa gant "mennonited" ma 'm eus soñj mat). Ret eo reizhañ pa welit ar ger eta.... Trug.--Herve Latimier (kaozeal) 10 C'hwe 2016 da 16:53 (UTC)

Demande d'aide de traduction[kemmañ ar vammenn]

Salud Monsieur Herve Latimier ,

Enchanté de faire votre connaissance.

Auriez-vous l'amabilité de m'aider à traduire cet article dans cette unique langue Breton (Brezhoneg), s'il vous plait?


Votre aide sera appréciée avec beaucoup de reconnaissance, merci beaucoup.

Cordialement, --Philip J (kaozeal) 24 C'hwe 2016 da 10:39 (UTC)

Avant de me lancer dans une traduction pouvez-vous me dire s'il y a des références bibliques? La Bible ayant été trduite dans son intégralité, il existe forcément unetraduction si ce sont des versets de la Bible/ Cordialement. --Herve Latimier (kaozeal) 24 C'hwe 2016 da 11:26 (UTC)

Pennadoù doubl[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! Savet 'peus pennadoù doubl Ketouvim hag Ar Skridoù (Bibl), Nevi'im ha Levrioù ar Brofeded, diwar-benn ar memes traoù. N'eus ket ezhomm da gaout daou bennad diwar-benn ar memes danvez. Gwelloc'h eo bodañ anezho, hag ober un adkas eus an eil titl d'egile. Petra a vefe an titloù gwellañ hervezout ? A galon, --Llydawr (kaozeal) 29 Meu 2016 da 16:59 (UTC)

D'am meno e vefe gwelloc'h dibab e titl brezhonek (hini troidigezh An Tour-Tan)aesoc'h evit brezhonegerien ha kas d'an anv hebraek. N'o nemet ur c'hinnig...--Herve Latimier (kaozeal) 29 Meu 2016 da 22:14 (UTC)

Daouzek meuriad Israel[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! Kavout a ra din e vefe sklaeroc'h skrivañ "Meuriad Zevouloun", kentoc'h eget "Zevouloun (meuriad)". Evel-se e reer e saozneg hag e galleg, da skouer ([2]). A galon, --Llydawr (kaozeal) 12 Ebr 2016 da 10:54 (UTC)

Gwir eo. Ar fed e vez kavet ar stumm-se e yezhoù all a zo un arguzenn a-bouez. Ret vo kemm an traoù neuze...tamm ha tamm. A galon--109.218.221.173 12 Ebr 2016 da 12:37 (UTC)
Mat eo ! --Llydawr (kaozeal) 12 Ebr 2016 da 19:12 (UTC)

Tehar[kemmañ ar vammenn]

Adsalud dit ! Savet 'peus ur pennad "Tehar". Piv eo an den-se ? Terah ar Wikipedia saoznek pe ar Wikipedia gallek ? --Llydawr (kaozeal) 12 Ebr 2016 da 19:48 (UTC)

Notennoù ha daveennoù[kemmañ ar vammenn]

Demat deoc'h, Sellit amañ da-heul penaos e saver ar rannig "Notennoù ha daveennoù" :

Notennoù ha daveennoù[kemmañ ar vammenn]


A galon.----Prieladkozh (kaozeal) 26 Ebr 2016 da 09:57 (UTC)

Al lizher d'an Hebreed (da skouer)[kemmañ ar vammenn]

Demat deoc'h, Kroget e oac'h da sevel un nebeud pennadoù Al lizher d′ an titl anezhe. Ha ne vefe ket reishoc'h ober evel er yezhoù all, da lâret eo Lizher d′, hep ger-mell ebet e penn-kentañ an titl ? Petra a soñjit eus kement-mañ ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 11 Eos 2016 da 15:43 (UTC)

N'ouzon ket mat. Heuliet em eus doare Maodez Glanndour. Kavout a reer arguzennoù eus an daou du. Ne chom ken nemet daou lizher da welout (an daou lizher d'ar Desalonikidi). Ul labour hir hag un tamm arabadus a vefe cheñch pep tra (hep ankounac'haat ar pennadoù a-zivout lizheroù Paol hag an Testamant Nevez moarvat) . Ma fell d'unan en ober n'em eus abeg da sevel enep. A galon. --Herve Latimier (kaozeal) 15 Eos 2016 da 16:33 (UTC)

Meur a droidigezh zo (hini ar Gonideg e oa ar gentañ). Koulz e kavan mirout an anv kemeret gant Glanndour evit e droidigezhioù, pa'z eo diwar o fenn eo ar pennadoù savet gant HK. Met ret e vefe menegiñ enne an troidigezhioù all gant o anv ivez (hag implij adkasoù adalek enne : graet eo an adkasoù evit se). Bianchi-Bihan (kaozeal) 15 Eos 2016 da 16:44 (UTC)

Kompren a ran mat savboent an implijer Herve Latimier. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 15 Eos 2016 da 17:46 (UTC)

Share your experience and feedback as a Wikimedian in this global survey[kemmañ ar vammenn]

  1. This survey is primarily meant to get feedback on the Wikimedia Foundation's current work, not long-term strategy.
  2. Legal stuff: No purchase necessary. Must be the age of majority to participate. Sponsored by the Wikimedia Foundation located at 149 New Montgomery, San Francisco, CA, USA, 94105. Ends January 31, 2017. Void where prohibited. Click here for contest rules.

Your feedback matters: Final reminder to take the global Wikimedia survey[kemmañ ar vammenn]

(Sorry to write in English)