Jacques David

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Jacques David, bet ganet d'an 28 a viz Here 1930 hag aet da Anaon d'ar 25 a viz Ebrel 2011, a oa un aktour ha stourmer breizhat.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa bet kostez Pariz en ur familh a vicherourien divroet.

Ezel e oa bet eus ar Strollad Komunour Gall er bloavezhioù 1950. Evel aktour e oa ezel oberiant eus Sindikad gall an aktourien CGT (SFA (Syndicat Français des acteurs) bet krouet e 1958 pa voe unvanet an SNA (Syndicat National des acteurs) hag ar CNA (Comité National des acteurs) ; e 1975 e teuas da vezañ Syndicat français des artistes interprètes).

Goude bezañ bet ezel eus ar MOB e-pad ur prantad berr e 1963 ec'h emelezas en UDB. Kuzulier-kêr UDB eo bet en Athis-Mons e-pad un amzeriad (1977-1983). Reiñ a reas buhez da gevrenn Su-Pariz ar strollad. E 1973 e yeas war ar renk a-benn dilennadegoù kannaded Bodadenn Vroadel (Frañs).

Ur wech aet war e leve e reas e annez e Kemperle.

An aktour[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tremen a reas c'hwec'h bloavezh en TNB (Théatre Natioanl Populaire) gant Georges Wilson, goude e labouras gant Marcel Planchon, Patrice Chéreau ha kompagnunezh Renaud-Barrault. C'hoariet en devoa ivez dindan renerezh Silvia Monfort.

Kemeret en devoa perzh en ur c'hant bennak a filmoù pe heuliadoù evit ar skinwel gant sevenerien evel Pierre Cardinal, Carrère(Daveoù a vank), Chouchan(Daveoù a vank), Yves Ciampi, Marcel Cravenne, Louis Grospierre ha Philippe Levebvre e-touez re all.

C'hoariet en devoa en un daou-ugent film bennak sevenet gant Yves Boisset, Jules Dassin, Christian de Chalonge, Jacques Deray, Louis Malle, Henri Verneuil, Fred Zinneman ha reoù all...

Filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

C'hoariet en devoa e :

Filmoù evit ar skinwel, heuliadoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Setu un nebeud fimoù pe heuliadoù a gemeras perzh enno :

  • 1958 Les cinq dernières minutes - kentañ rummad
  • 1967 Les enquêtes du commissaire Maigret
  • 1967 Les chevaliers du ciel
  • 1969 Une balle de trop (Les cinq dernières minutes 49/56)
  • 1974 Maigret et le corps sans tête (Les enquêtes du commissaire Maigret 24/88)
  • 1974 Les Brigades du Tigre
  • 1980 La Traque
  • 1983 La tête d'un homme (eil stumm) (Les enquêtes du commissaire Maigret 59/88)

Pezhioù-c'hoari bet leurennet gantañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krouet en doa e 1990 gant Christine Werner ur strollad c'hoariva anvet Théâtre du Liseron. Evit ar stollad-se e leurennas : "Tranches de vie conjugales", "Bubu de Montparnasse", "Moi,Alma, veuve Mahler", "L'imaginaire histoire d'un voyage impossible", "Michel Strogoff", "Trois histoires pour Yukiko", "Le monde en vrac et la tête à l'envers" ha "Marion du Faouët". Leurennañ a reas ivez "Carmen" evit Festival etrebroadel arz ar c'han e Nevers.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mammennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]