Jack Pinoteau

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Jack Pinoteau pe Jacques Pinoteau, bet ganet Jack Albert Louis Charles Ningler e Clairefontaine-en-Yvelines (Yvelines, Bro-C'hall) d'an 20 a viz Gwengolo 1923, a zo un aktour, ur filmaozer ha saver senario gall.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab ar rener sinema Lucien Pinoteau (1887-1963) n'halle Jack Pinoteau nemet dispenn e roudoù er memes metoù.

Breur eo d'ar ganourez ha komedianez c'hall Arlette Merry (1918-) ha d'ar filmaozer ha saver senario gall Claude Pinoteau (1925-2012).

Berzh bras a reas gant Le Triporteur e 1957, rannet gant Darry Cowl, pennañ aktour ar film. Estreget ar sinema a voe a-hed e vicher dre ma kemeras perzh en un nebeud stiriadoù skinwel evel sevener : Poly, Les Globe-trotters ha L'Amateur ou S.O.S. Fernand.

E filmoù er sinema[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evel aktour : ur film[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evel skoazeller-sevener : eizh film[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evel filmaozer : nav film[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evel saver senario[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1957 : Le Triporteur a-gevret gant Jean Aurel ha Jacques Vilfrid.
  • 1958 :
    • Chéri, fais-moi peur a-gevret gant Jean Aurel, Jean Girault ha Jacques Vilfrid,
    • Le Sicilien a-gevret gant Jean Girault.
  • 1960 : Robinson et le triporteur a-gevret gant Jacques Vilfrid.
  • 1963 : Les Veinards (ar rann Un gros lot) a-gevret gant Jacques Emmanuel.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]