Le Grand Pavois (film)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Le Grand Pavois[1] zo ur film gallek, sevenet e gwenn ha du gant ar filmaozour gall Jack Pinoteau e 1953.

Fichenn deknikel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An danvez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mard eo sot an ofiser a vor Jean Favrel gant e vicher ez eo tremen poazh e wreg Simone ganti. N'eo-hi ket evit gouzañv o dispartioù ken, ma c'houlenn gant he gwaz dibab etre e vicher ha hi. Ober a ra e vennozh reiñ e zilez da-heul e verdeadenn diwezhañ war bourzh al lestr-skol Jeanne d'Arc. Ar pezh ne zeu ket a-benn da gompren an danvez ofiser a vor Pierre Hardouin. Tamm-ha-tamm ez a ar soubenn da drenkañ etre an daou zen ha nac'h a ra Hardouin sentiñ ouzh urzhioù Favrel a-barzh fin ar gont. Habaskaat a ray o darempredoù da-heul ur barr-amzer a ray dezhe em em skoazellañ kuit da goll o buhez lakaet en arvar. Distro an akipaj da Vrest e kompren Simone ez eo pouezus-kenañ ar mor da Jean ha n'ay ket a-benn e c'hoant ken.

Roll ar gomedianed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Holl vannieloùigoù ur vag hag a stager an eil ouzh egile er gwerniadur anezhi, da-geñver ur gouel da skouer ; "bannielañ" a vez graet eus an ober-se.