The Simpsons
Titl | The Simpsons |
---|---|
Diazezet war | The Simpsons shorts |
Labour da-heul | The Simpsons Movie |
Danvez pennañ | dysfunctional family |
Raklec'hiet gant | The Tracey Ullman Show, The Simpsons shorts |
Krouet gant | Matt Groening |
Skigner orin | Fox Broadcasting Company |
Bro orin | Stadoù-Unanet |
Yezh orin ar film pe an abadenn skinwel | saozneg |
Deiziad kregiñ | 17 Kzu 1989 |
Sonaozer | Alf Clausen |
Produer | Matt Groening, James L. Brooks |
Dasparzher | 20th Television, Hulu, Disney+ |
Tem sonerezh | The Simpsons Theme |
C'hoariadeg kentañ | 17 Kzu 1989 |
Pladenn ar sonerezh | Songs in the Key of Springfield, Go Simpsonic with The Simpsons, The Simpsons: Testify |
Lec'h an istor | Springfield |
Hollved faltaziek | The Simpsons universe |
Roll an tudennoù | listenn tudennoù The Simpsons |
Roll ar rannoù | list of The Simpsons episodes |
Doare sevel | traditional animation |
Diaz embann | terrestrial television |
Lec'hienn ofisiel | https://www.fox.com/the-simpsons/ |
Hashtag | Simpsons, TheSimpsons |
Istor | history of The Simpsons |
Has spin-off | The Simpsons Game |
Media franchise | The Simpsons |
Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.
Stirad skinwel | |
---|---|
Krouer | Matt Groening |
Bro orin | Stadoù-Unanet |
Doare | Tresadennoù-bev Fent flemmus |
Sonerezh | Danny Elfman |
Lañs | 17 a viz Kerzu 1989 |
Koulzadoù | 36 |
Rannoù | 779 |
The Simpsons ("Ar re Simpson") zo ur rummad tresadennoù-bev fentus ha flemmus stadunanat bet krouet gant Matt Groening e 1989.
Lakaat a ra war-wel un tiegezh amerikan anvet « Simpson ». Melen eo kroc'hen pep tudenn eus an tiegezh, evel hini hogos pep tudenn er rummad. Izili an tiegezh eo Homer, an tad ; Marge, ar vamm ; Bart, ar mab hag ar bugel henañ ; Lisa, ar verc'h kentañ, ha Maggie, an eil merc'h. Homer a vez gwelet alies evel tudenn bennañ The Simpsons.
D'ar 17 a viz Kerzu 1989 e voe skignet evit ar wech kentañ, war ar rouedad Fox Broadcasting Company, hag e 1990 e Frañs war Canal +, war France 3, M6 ha W9.
Pemp koulzad ha tregont, enno 677 rann, zo bet skignet abaoe deroù The Simpsons. An heuliad skinwel hirañ da chom war embann ; e 2009 e oa deuet da vezañ ar stirad skinwel stadunanat doare primetime e-plas Gunsmoke.
Ar film The Simpsons Movie a oa bet embannet er sinema dre-ar-bed d'ar 27 a viz Gouhere 2007[1] ; berzh bras en doa bet graet o rastellañ 527 milion a zollaroù. D'ar 4 a viz Mae 2015 e voe adlañset ar stirad evit daou goulzad : ar 27vet (2015-2016) hag an 28vet (2016–2017), pep hini o signañ 22 damm e pep koulz.
Adalek ar penn-kentañ en deus ar rummad The Simpsons gounezet kalz a brizioù : 24 gwech ar Primetime Emmy Awards, 26 gwech an Annie Awards, hag ur Peabody Award (e 1996, evit an 8 koulzad kentañ[2]). D'an 31 a viz Kerzu 1999, ar gelaouenn Time Magazine he deus diskouezet The Simpsons evel gwellañ stirad skinwel an XXvet kantved.
An tudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar re Simpson zo un tiegezh amerikan skouer o chom en ur gêr anvet Springfield. Homer, an tad, a labour e kreizenn nukleel ar c'horn-bro, ur vicher ha na glot ket gant e zoareoù dibled. Dimezet eo gant Marge, kliched dispar ar wreg hag ar vamm a labour er gêr. Tri bugel zo d'ar c'houblad : Bart, ur babouzeg 10 vloaz, Lisa, ur plac'h dreistdonezonet 8 vloaz, ha Maggie, ur babig na gomz tost gwech ebet. Ur c'hi zo ivez, anvet « Santa's Little Helper » ("Darbarerig an Tad Nedeleg") hag ur c'hazh anvet « Snowball » ("Kouign-erc'h"). Al loened-se a dalv kalz evit an tiegezh, ha perzhioù pouezus o deus bet e abadennoù zo.
Daoust d'an amzer o tremen — gouelioù deiz-ha-bloaz, festoù, marvioù pe ganedigezhioù, euredoù pe dispartioù tudennoù 'zo, ne gosha morse an tudennoù ha mirout a reont an neuz o devoa e dibenn ar bloavezhioù 1980.
Techoù a vez implijet er rummad, ha kalz tudennoù o deus unan da nebeutañ, evel « D'ho ! » (Duh ! e saozneg), tro-lavar brudet-kenañ Homer, « Excellent ! » gant Charles Montgomery Burns, pe c'hoazh « HA-Haw! » goapaus Nelson Muntz. Kantadoù a eiltudennoù zo, evel ar gelennerien, mignoned ar familh pe c'hoazh un niver bras a dud vrudet hag anavezet forzh pegement hiziv an deiz. Tudennoù zo o chom e lec'hioù resis evel Moe, tavarnour muiañ-karet Homer, pe c'hoazh Karl ha Lenny, a zo o labourat gantañ er greizenn nukleel. Pep tudenn er rummad zo bet dibabet-mat evit derc'hel ur perzh a-ratozh e kêr Springfield.
An dodennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Springfield eo bed tudennoù The Simpsons. Eno e vezont lakaet e diaesterioù gant ar gevredigezh a-vremañ. Neuze e vez bepred tu da Vatt Groening da ijinañ ur senario nevez evit pep skignadenn. Da skouer, dre m'emañ Homer o labourat er greizenn nukleel ez eus tu da zonaat dodenn an endro. Tu zo ivez da gomz diwar-benn an deskadurezh dre m'emañ Bart ha Lisa oc'h ober o studioù er skol, pe c'hoazh komz eus a bep seurt dodennoù all dre ma'z eus e Springfield kantvedoù a eiltudennoù o terc'hel perzhioù gant a bep seurt palioù disheñvel. Kavout a ra The Simpsons awen e daveoù sevenadurel gwirion evel ar sinema, ar skinwel, ar sonerezh, al lennegezh, ar skiantoù pe c'hoazh an istor.
Tu a vefe da grediñ ez eus eus The Simpsons un dresadenn-vev graet evit plijout d'ar vugale, met e gwirionez eo graet a-ratozh evit ober goap ouzh ar gevredigezh ma vevomp-holl hiziv an deiz, diouzh framm ar gevredigezh stadunanat. Hevelep kemennadenn zo a-dreñv pep skignadenn, ken eeun ma c'hellfe bezañ. Daoust da gement-se e chom The Simpsons tresadennoù-bev graet evit lakaat an dud da c'hoarzhin ha da dremen amzer blijus.
An arlizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-touez an traoù a ro e liv d'ar rummad eo ret menegiñ an arlizh a zo e penn-kentañ pep skignadenn. Kregiñ a ra gant ur zoum diwar an titl The Simpsons ha betek kêr Springfield. Goude-se e heuilh pep tudenn eus an tiegezh o tistreiñ unan-hag-unan d'ar gêr goude un devezh labour en hevelep koulz-amzer. Ur wech erruet er gêr en em stailh an tiegezh war ar gourvezvank dirak ar skinwel, hep en em saludiñ kenetrezo.
Gant David Silvermann e voe aozet an arlizh kentañ, ha Danny Elfman a grouas ar sonerezh goude bezañ bet galvet gant Matt Groening e 1989. Ar sonerezh klevet a vez bepred ar memes hini, ha derc'hel a ra ur roll talvoudus-kenañ er rummad. Hervez Danny Elfman e chomo ar ganaouenn-se, krouet dindan daou zevezh gantañ, an hini wellañ bet savet gantañ biskoazh. Pevar foent en arlizh a gemm alies ag abadenn da abadenn avat : skrivet e vez gant Bart frazennoù disheñvel war daolenn ar skol e-keñver an abadenn ; c'hoariet e vez ur solo saksofon disheñvel gant Liza ; cheñch a ra ar pezh a vez skrivet war panell-skritellañ ar c'hef-enroller er stal hag evit echuiñ, cheñch a ra tost bepred gag ar gourvezvank.
Abadennoù a-ratozh evit Halloween
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Deuet eo an abadennoù a-ratozh evit Halloween da vezañ ur boaz. Matt Groening en deus savet abadennoù a-ratozh diwar-benn an euzh, ar moliac'h hag ar skiant-faltazi. Bep bloaz e vez skignet The Simpson's Horror Show da vare Halloween. E 1990 e voe skignet evit ar wech kentañ, e-kerzh ar c'houlzad 2. Biskoazh n'eo bet kemmet e vent, da lavaret eo teir abadennig e-lec'h unan ment reizh.
Bannoù-treset
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bez' ez eus bet kalz bannoù-treset diwar-benn The Simpsons. E 1991 e voe embannet ar re gentañ, er gelaouenn Simpsons Illustrated. Plijet-bras e voe an dud, setu perak e tivizas Matt Groening e 1993 krouiñ an ti-embann Bongo Comics. Naontek rummad bannoù-treset zo bet embannet gantañ betek-henn.
The Simpsons : ar film
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pajenn spisoc'h The Simpsons
Ur film bevaat zo bet savet gant David Silverman ha Matt Groening, deuet er-maez d'ar 27 a viz Gouere 2007 er bed a-bezh. Produet e oa bet gant 20th Century Fox, Gracie Films, ha Film Roman. Ar film Simpson en doa graet berzh bras o rastellañ 527 milion $.
Hent hir ar film Simpsons
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Abaoe penn kentañ ar stirad skinwel Simpsons e oa bet kaoz eus sevel ur film. James L. Brooks a oa savet ar soñj ennañ da implij skrid an tamm "Kamp Krusty" d'an heuliad a-benn kaout istor ar film. Ar gudenn a savas a oa ar poan da astenn istor an tamm evit mont etrezek padelezh ur film. E-pad pell amzer e chomas ar c'hudennoù ur skoilh d'ar film : un diouer a istor, un diouer a amzer d'ar skrivagnerien ha d'ar skipailh produiñ evit labourat war ur film e-pad ma kendalc'he ar stirad. Etre 1989 ha 2003 e chomas ar raktres unan a gostez.
Istor ar film
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er film eo saotret lenn Springfield gant Homer. Buan-kenañ e teu Springfield da vezañ kêr saotretañ ar Stadoù-Unanet. Abalamour da gement-se e tiviz ar gouarnamant lakaat ur volz-to vras war kêr Springfield ha lazhañ kemet den a zo dindani a-benn gwareziñ ar c'hêrioù all. Tec'hel kuit eus Springfield a ra an tiegezh Simpson, ha mont da Alaska da vevañ — met n'o deus ket ar re Simpson c'hoant da leuskel kêr Springfield da vezañ distrujet hag o mignoned da vezañ lazhet.
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Internet MovieDatabase
- ↑ (en) 'Peabody Awards