Matt Groening

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Matt Groening

Matt Groening a zo bet ganet d'ar 15 C'hwevrer 1954. Treser bandennoù-treset eo. Krouet en deus ar Simpsons, ar rummad tresadennoù-bev amerikan. A-raok labourat evit ar skinwel e krouas ar vandenn-dreset Life in Hell, embannet c'hoazh an deiz a hirio e kazetennoù sizhuniek niverus. Diwarno ez eas er-maez levrioù :

  • School is Hell (Ar skol eo an ifern)
  • Love is Hell (Ar garantez eo an ifern)
  • Work is Hell (Al labour eo an ifern)
  • The Big Book of Hell (Levr bras an ifern)


Bart Simpson tudenn bennañ er rummad tresadennoù-bev ar Simpsons a zo bet ijinet da gentañ evit ar vandenn-dreset Life in Hell. Ar familh Simpson a zoug gwir anvioù-tud eus familh Matt Groening, en o zouez :

  • Lisa Groening
  • Margaret Groening
  • Homer Groening
  • Maggie Groening

Produet gantañ[kemmañ]

  • The Tracey Ullman Show (1987-1989) (deroù ar familh Simpson)
  • The Simpson (1989), rummad tresadenn-bev evit ar skinwel (abaoe 17 vloaz).
  • Futurama, (1999-2003) rummad tresadenn-bev evit ar skinwel.