Mont d’an endalc’had

Halloween

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Halloween
deiz-gouel, vigil
Rann eusAllhallowtide Kemmañ
Heuliet gantGouel an Hollsent Kemmañ
Bro orinIwerzhon Kemmañ
Day in year for periodic occurrence31 a viz Here Kemmañ
Hashtaghalloween, ハロウィン, HappyHalloween, Halloween2024, 2022Halloween Kemmañ
Foods traditionally associatedsitrouilhez, madig, pumpkin pie Kemmañ
Douaroniezh an danvezgeography of Halloween Kemmañ

Halloween a zo ur gouel o tont eus Stadoù-Unanet Amerika met a-orin eus Bro-Iwerzhon hag a vez lidet d'an 31 a viz Here diouzh noz. Treuzwiskañ a ra an dud e zombied, skeledennoù, suner-gwad, sorserez, tasmant hag all, benet e vez pennoù e sitrouilhezennoù evit lidañ gouel ar re varv en un doare fentus. Ar sitrouilhezenn benet ha goulloet, ur gouloù lakaet e-barzh, eo arouez Halloween. Lidet e vez e Breizh abaoe ar bloavezhioù 1990.

Ur giz all eus ar gouel-se eo e ya ar vugale dic'hizet a di da di da zastum madigoù.

Lidet e vez an deiz a-raok Gouel an Hollsent, ha dont a rafe eus ar gristeniezh, met lod a lavar ez eus gwriziennoù pagan ganti ha liammet e vefe gant gouel keltiek Samhain. Eus ur vojenn iwerzhonat e teu Jack-o'-lantern, letern arouezel Halloween.

Broioù lec'h ma vez un hengoun Halloween abaoe pell

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur gouel a-bouezh eo Halloween en Iwerzhon, Bro-Skos ha Bro-Gembre abaoe kantvedoù, dindan anvioù all evel Samhain en Iwerzhon. Graet e vez Hop-tu-Naa anezhañ en Enez-Vanav.

E Breizh ivez e veze lidet ur gouel heñvel-tre ouzh Halloween, zoken ma ne oa ket anvet evel se, eus ar XVvet kantved betek kreiz an XXvet kanted. Kollet eo bet an hengoun-se gant ar Vretoned goude koulz-lavaret (nemet e Plougastell-Daoulas), hag adlidet e vez en e stumm iwerzhonat-stadunanat abaoe ar bloavezhioù 1990, evel ar peurrest eus Europa ar C'hornôg.

Er Stadoù-Unanet eo bet stank an enbroerezh iwerzhonat en XIXvet kantved. Lidet e vez gouel Halloween abaoe fin ar c'hantved-se, gant gwiskamantoù tasmantoù ha sorserezed hag ur c'hinkladur a-feson. Kroget en deus an hengoun Trick or treat er bloavezhioù 1930 avat.

E Kanada ivez, ur vro gant kalz tud a-orin iwerzhonat ha skosat, a vez lidet ar gouel abaoe pell, nemet er broioù gallek (Kebek, Akadia) lec'h ma vez lidet abaoe ar bloavezhioù 1960-1970 hepken.

Halloween er peurrest eus ar bed abaoe ar bloavezhioù 1990

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dre ar Stadoù-Unanet e bet skrignet gouel Halloween e kalz broioù eus ar bed. En Europa, ouzhpenn ar broioù keltiek e vez lidet bremañ en holl vroioù, e mod pe vod. E Galisia e vez lidet festival brasañ Halloween Europa. Heuliet e vez ar gouel en Amerika ar Su, er C'harib, en Oseania, en Azia, a-wechoù mesket gant hengounioù pagan all evel e Mec'hiko lec'h m'eo chomet kreñv gouel ar re varv a-orin aztek.