Mont d’an endalc’had

Thérèse de Moëllien

Eus Wikipedia

Kenitervez da Armand Tuffin de La Rouërie oa Thérèse de Moëllien. Sikouret he deus anezhañ en e stourm evit difenn gwirioù Breizh. Ganet eo bet d'ar 14 a viz Gouere 1759 e Roazhon. Dibennet eo bet d'an 18 a viz Mezheven 1793 e Pariz.

Savet eo bet e Felger gant he zad-kozh, kont a vBélinaye. Pa grogas Markiz ar Roueri da sevel e irienn, e skoazellas anezhañ gant gred diouzhtu. Pa voe aet he c'henderv da Anaon e La Guyomarais d'an 30 a viz Genver 1973 e tevas listennad nemeti izili an irienn a oa en he c'herz. Savetaet he dije kalzik buhezioù oc'h ober kement-se. Harzet e voe e Felger d'ar 25 a viz Meurzh 1793. Kaset e voe da Roazhon ha da Bariz goude. E-kerzh ar prosez ne nac'has ket he liammoù gant an irienn. Kondaonet e voe da vezañ dibennet.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]