Are You Being Served?

Eus Wikipedia
Are You
Being Served?
Doare Sitcom
Orin Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
Yezh Saozneg
Rouedad BBC One
Stiradoù 10
Rannoù 69
Aozerien
Krouerien Jeremy Lloyd
David Croft
Skrid Jeremy Lloyd
David Croft
Michael Knowles
John Chapman
Derren Litten (2016)
Renerien David Croft
Bernard Thompson
Harold Snoad
Ray Butt
Gordon Elsbury
John Kirby
Martin Shardlow
Aktourien
1972-1985

Mollie Sugden
Frank Thornton
John Inman
Wendy Richard
Nicholas Smith
Trevor Bannister (1972-79)
Arthur Brough (1972-77)
Harold Bennett (1972-81)
Arthur English (1976-81)
James Hayter (1978)
Alfie Bass (1979)
Mike Berry (1981-85)
2016

Sherrie Hewson
John Challis
Jason Watkins
Mathew Horne
Jorgie Porter
Niky Wardley
Roy Barraclough

Are You Being Served? ("Hag emeur ouzh ho servijout ?") zo ur stirad skinwel breizhveurat skignet etre 1973 ha 1985. Lec'hiet eo en ur rannstal dilhad evit paotred ha plac'hed e Grace Store, ur stal vras faltaziek e Londrez.

Skrivet a oa bet gant Jeremy Lloyd ha David Croft, gant sikour Michael Knowles ha John Chapman.
E-pad an trizek vloaz ma padas ar sitcom, ne zeuas war wel e-pad an holl 69 degouezh nemet an aktourien Frank Thornton, Mollie Sugden, John Inman, Wendy Richard ha Nicholas Smith eus an aktourien gentañ.

Tudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Mrs. Betty Slocombe (c'hoariet gant Mollie Sugden) zo e penn rann ar plac'hed. Alies e cheñch liv he blev, hag alies-tre e komz diwar-benn he c'hazh, a ra Pussy anezhañ – ur c'hoari gerioù etre pussy, "kazh" ha pussy, "kourzh".
  • Mr. Wilberforce Claybourne Humphries (John Inman) zo un den lallig a labour e rann ar baotred hag a zo o chom gant e vamm.
  • Captain Stephen Peacock (Frank Thornton) zo isrener estaj an dilhad hag a gomz alies diwar-benn an amzer a dremenas en arme o stourm e-pad an Eil Brezel-bed, ar pezh a zo faos peogwir en doa servijet e-barzh ar Service Corps ha biskoazh n'en doa gwelet emgannoù.
  • Miss Shirley Brahms (Wendy Richard) zo ur plac'h koant eus ar renkadoù-labour a gomz en doare cockney (rannyezh Londrez) hag a labour e-kichen Mrs. Slocombe.
  • Mr. Dick Lucas (Trevor Bannister) zo un den diarc'hant a labour gant Mr. Humphries.
  • Mr. Ernest Grainger (Arthur Brough) en deus labouret e-pad 40 vloaz evit ar stal, hag alies e chom kousket.
  • Mr. Cuthbert Rumbold (Nicholas Smith) zo penn ar rann ; un den unveliek ha luban zo anezhañ.
  • Young Mr. Grace (Harold Bennett) zo perc'henn war ar stal. Kozh-Noe eo, met kavet e vez atav plac'hed yaouank en-dro dezhañ.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]