Skolaj Sant-Jozef Lannuon
Ur skolaj kristen eo skolaj Sant-Jozef Lannuon. Alese ez eus deuet meur a emsaver breizhat, en o zouez Pêr Bourdellez, Loeiz ar Floc'h, Job Lec'hvien, Pêr ar Gall, Armañs ar C'halvez, Guillaume Dubourg, Yann Talbot, Jakez Konan, Fañch Kerrain, Tangi Louarn, Malo Louarn hag Erwan Kervella.
Istor berr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kapusined a oa staliet er savadurioù betek 1830.
E 1830 e teuas Breudeur ar Skolioù Kristen da gemer o flas. Skarzhet e voe ar re-mañ e penn kentañ an XXvet kantved da vare al lezennoù a zipartias an Iliz diouzh ar Stad. E 1907 ec'h annezas e savadurioù goullo Lannuon ar veleien a gelenne e Kloerdi bihan Landreger. Deuet da vezañ Skolaj Sant Jozef e kreskas ar skol. Kalz a bañsionidi o deus studiet eno abaoe penn kentañ an XXvet kantved. E-touez ar skolidi vrudet e c'heller menegiñ Édouard Ollivro, aozer Picou fils de son père embannet gant Plon e 1954 ha lakaet e brezhoneg (Pikoù mab e dad, Mouladurioù Hor Yezh) gant Jakez Konan. Ur skol evit ar baotred oa Sant Jozef betek 1967.
Bossuet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Digoret oa bet e Lannuon e 1836 ur skol-lojañ evit ar merc'hed. Kadarnaet oa bet d'an 9 a viz Gwengolo 1837. Staliet da gentañ war an Hent Glas (straed Ernest Renan bremañ) en em stalias e savadurioù nevez e Krec'h-Avel e 1838. E 1904 e oa bet difennet d'ar seurezed kelenn. Ur prantad un tamm diaes a zeuas goude (meur a berc'henn, tachennoù gwerzhet...). Distreiñ a reas Seurezed ar Retred e 1926 da Grec'h Avel. E 1927 e voe digoret an Ensavadur Bossuet evit skoliata ar merc'hed yaouank. 99 skoliadez e 1944-45. Savadurioù nevez e 1962.
Ur chapel nevez a voe savet e 1966. Lakaet eo bet dizimplij gant Eskob Sant-Brieg ha Landreger e 1996. D'an 21 a viz Genver 1996 e voe kaset relegoù an Aotrounez André Le Gall (1758-1794) ha François Lageat eus ar chapel da iliz Brelevenez. Ar relegoù a oa er chapel abaoe 1853. An daou veleg disuj a voe dibennet d'an 3 a viz Mae 1794 war ar Marc'hallac'h e Lannuon pa voe dibennet Ursule Terrier, gwreg Taupin, a hini he doa roet bod dezho, d'ar 4 dirak he zi e Landreger.
300 skoliadez a oa d'ar mare-se.
Bet eo bet an Aotrou Armañs ar C'halvez aluzener e Bossuet eus 1963 da 1972.
Sant Jozef - Bossuet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Adalek 1967 vez skoliataet paotred ha merc'hed asambles. Hervez ar mammennoù e lenner Lycée Saint Joseph-Bossuet pe Collège Saint Joseph ha Lycée Bossuet. Liammet eo an div skol. E 2010 e oa 1 455 skoliad, 824 skolajiad ha 631 lisead. Klasoù goude ar vachelouriezh a zo. Unan eus skolioù eil derez pouezus Lannuon eo Sant Jozef - Bossuet.
Ar chapel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pennad pennañ: Chapel Skolaj Sant-Jozef Lannuon
Brudet eo skolaj Sant Jozef evit e chapel bet savet etre 1936 ha 1937. James Bouillé oa an adeiladour pe disavour. Xavier de Langlais en deus livet Hent ar Groaz ha murlivadur ar penn-chantele. Kalzik arzourien hag artizaned a labouras war ar chapel a zo gwelet evel unan eus pennoberennoù ar Seiz Breur.