Mont d’an endalc’had

Gwilherm Dubourg

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Guillaume Dubourg)

Gwilherm Dubourg (Guillaume Dubourg e marilh an ti-kêr), bet ganet e Tregrom d'an 13 a viz Mae 1928 ha marvet e Roazhon d'an 31 a viz Meurzh 1988, a oa ur beleg hag ur skrivagner brezhonek.

Maen-bez Gwilherm Dubourg, e bered Rospezh

Studiañ a reas e Skolaj Sant-Jozef Lannuon a-raok mont d'ar c'hloerdi bras. Beleget e oa bet d'an 3 a viz Ebrel 1954. Skolaer eo bet e skol brevez katolik ar C'houerc'had e-pad ar bloavezhioù tri-ugent el lec'h m'en doe tro d'ober anaoudegezh gant Anjela Duval. Kelennet en deus e meur a skol e Bro-Dreger a-raok ren hini Kallag. Kure eo bet e Gwengamp e 1965 ha person Plufur ha Tremael etre 1972 ha 1984. Pa'z eas an aotrou Klerg da Anaon e voe anvet da berson Bulien, Kaouenneg ha Lanvezeeg e 1984. Mervel a reas trumm e 1988 e Roazhon goude un oberatadenn. Interet eo e Rospezh.

Savet ez eus bet gantañ meur a droidigezh e brezhoneg eus testennoù an Avieloù e gregach. Kenlabouret en deus ivez gant Maodez Glanndour war destennoù orin ar Bibl en hebraeg, Dornskridoù ar Mor Marv (pe "Dornskridoù Qumrân") peurgetket. Skrivet en deus pennadoù er c'helaouennoù Preder, Imbourc'h, Barr-Heol hag Al Liamm, ha sinañ a rae a-wechoù gant an anv-pluenn "Bodvael". Un danevell gantañ, An teir rozenn ruz, a zo bet embannet e-barzh niv. 128 Al Liamm.

Legadiad madoù an Aotrou Klerg eo bet. Ezel eo bet eus Stourm ar Brezhoneg.

Dictionnaire biographique du mouvement breton XX-XXIe siècles gant Lionel Henry, Yoran Embanner, 2013.