Mont d’an endalc’had

Implijer:Herve Latimier

Eus Wikipedia

Salud,

Ur brezhoneger a-vihanik on. Tregeriad daoust d'am anv familh. Ober a ran war-dro Al Liamm bet krouet e 1946 gant ur strolladig tud yaouank (d'ar mare-se...), ma zad en o-zouez. Sikour a ran tud da vont "war-raok gant ar brezhoneg" e Skol Ober. Dedennet on gant ar pezh a sell ouzh emdroadur ar gevredigezh (politikerezh, ekonomiezh,ekologiezh, sokiologiezh, relijion...). Plijout a ra an istor din. Lenn a ran levrioù politikel, levrioù relijiel ha levrioù polis hag un darn vras eus al levrioù embannet e brezhoneg bep bloaz. Lennet 'm eus kalz skiant-faltazi un amzer zo bet. N'on ket null e saozneg ha plijout a ra din beajiñ. ar sinema blij din, ar stiradoù skinwel amerikan, saoz pe israelat ivez... hag ar bannoù-treset. Selaou a ran sonerezh a bep-seurt. Kargad stad on bet met war ma leve emaon bremañ. Ezel on eus un toullad aozadurioù.