Mont d’an endalc’had

Iwerzhon

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Iwerzhonadez)
Ur pennad Republik Iwerzhon zo ivez.
Iwerzhon
Skeudenn tapet dre satellit
Skeudenn tapet dre satellit
Anv(ioù) all Irlandr[1], Irland[2], Eren[3]
Anv iwerzhonek Éire
Anv e skoteg Ulster Airlann
Anv saoznek Ireland
Anv latin Hibernia
Geografiezh
Enezeg Inizi Breizh-Veur
Lec'hiadur Meurvor Atlantel
Daveennoù lec'hiañ 53° 30′ N, 7° 24′ K
Gorread 84 420 km²
Aodoù 3 700 km
Lein uhelañ Corrán Tuathail (1 041 m)
Geologiezh Enez kevandirel
Melestradurezh
Stad Iwerzhon Iwerzhon,
Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
Poblañs
Annezidi Iwerzhonad(ez)
Poblañs 7 185 600 (2023)
Stankted 85,11 ann./km²
Kêrioù brasañ Dulenn (1,458,154 ann.), Belfast (671,559 ann.)
Titouroù all
Dizoloadenn Ragistor
Gwerzhid-eur UTC±00:00
Sent-paeron Sant Padrig, Santez Berc'hed, Sant Koulm

Iwerzhon (iwerzhoneg: Éire [ˈeːɾʲə] (selaou ); saozneg: Ireland /ˈaɪərlənd/ (selaou ); skoteg Ulster: Airlann [ˈɑːrlən]) eo trede enezenn vrasañ Europa. War ribl ar Meurvor Atlantel emañ. Republik Iwerzhon, zo enni pemp c'hwec'hvedenn eus ar gorread an enezenn a bez. Er Biz emañ Norzhiwerzhon, dindan gouarnamant Rouantelezh Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon.

Sevel a ra Poblañs an enezenn a-bezh da ouzhpenn 7 milion a dud : 5,3 milion e Republik Iwerzhon (1,9 milion e tolpad-kêr Dulenn) hag 1,9 milion e Norzhiwerzhon (0,8 milion e tolpad-kêr Belfast).

Gwelet a reer elfennoù zo eus torosennadur Iwerzhon war ar gartenn-mañ. (Sellet ivez ouzh un doare brasoc'h gant muioc'h a ditouroù).

Ur blaenenn a gaver e kreiz Iwerzhon gant aridennadoù bihan a venezioù tro-war-dro, ha gronnet gant ar mor. Ar gern uhelañ, ar C'harrauntuohill (Corrán Tuathail), a sav betek 1041 m. Ar stêr Shannon, an hini hirañ (259 km), a red dre greiz ar blaenenn hag he zraoñienn a droc'h ar vro en div lodenn. Gant un hin gleb ha klouar e kresk ur struj glas (pradoù, geunioù ha lanneier peurvuiañ) douret mat gant ar glaveier stank a-walc'h. Abalamour da se e vez graet eus Iwerzhon an Enezenn c'hlas pe an Enezenn glaz-emrodenn. 84 079 km² eo gorread an enez.

Rannet eo Iwerzhon e peder froviñs istorel: Connachta, Laighin, Mumhan hag Ulaid. En iwerzhoneg e reer anv eus ar Cúige ( = pempvet). Gwechall e oa ur pempvet Cúige anvet , homañ a endalc'he kontelezhioù Meath, Westmeath ha Longford. Pelloc'h e voe divizet krouiñ 32 kontelezh evit melestradur ar vro. C'hwec'h kontelezh en Ulaid a zo chomet dindan beli ar Rouantelezh-Unanet, cheñchet an anv da Norzhiwerzhon pa voe rannet Iwerzhon e 1922. E Republik Iwerzhon e toujer da harzoù kozh ar c'hontelezhioù, nemet e Tipperary ha Dulenn hag a zo bet isrannet. Evit ar votadegoù, ar pastelloù-bro a vez savet diwar kontelezhioù (Countys) rannet pe deuzet gant ma vo doujet d'o harzoù dre-vras evel m'eo bet termenet gant ar Vonreizh. War an 32 kontelezh e c'heller spurmantiñ ez eo stank-tre an identelezh troet war-zu ar sportoù hag ar sevenadur lec'hel.

Lodenn vrasañ an douaroù a c'heller gounid zo lec'hiet e kontelezhioù ar c'hornôg. Eno emañ ivez ar menezioù brasañ ha kaerañ a ya kalzig a douristed da welet, evit arvestiñ ouzh gweledvaoù kenedus hag ar mor glas diharz.

Emañ Iwerzhon e kornôg Europa.
Pennad dre ar munud : Istor Iwerzhon.

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. "Irlandr" war devri.bzh
  2. Banque Sonore des Dialectes Bretons, enklask e Molan e 2016 gant Adrien Desseigne
  3. (Rouez, barzhoniel) diwar an anv iwerzhonek "Éire"