Ken Bruen

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

E Gaillimh (Iwerzhon) eo bet ganet Ken Bruen e 1951. E St. Joseph's College Gaillimh en deus studiet a-raok mont da zDulenn (Trinity College). Eno e tapo un doktorelezh war an usvedoniezh.

Goude bezañ bet skolaer war ar saozneg en Afrika, Azia ar Reter hag en Amerika ar Su e tiviz paouez gant e labour kelenn ha gouestlañ e nerzh hag ec'h ijin da skrivañ romantoù-polis. Dindan e zorn e vez roet buhez d'an enklaskerien Roberts ha Brant, ha d'al lonker daonet Jack Taylor (in The killing of the tinkers ha The Guards da skouer). Un stil nerzhus, buhezek ha prim eo hini Ken Bruen.

Bruen a zo unan eus izili ul c'helc'hiad skrivagnerien a vod Jason Starr, Reed Farrell Coleman hag Allan Guthrie.

E Gaillimh emañ o vevañ. Dimezet eo ha tad ur verc'h.

Internet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E lec'hienn ofisiel : http://www.kenbruen.com

Levrlennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Romantoù gant Jack Taylor :

  • Cross (2007)
  • Priest (2006)
  • The Dramatist (2004)
  • The Magdalen Martyrs (2003) (Troet e galleg : "Le Martyre des Magdalènes" e ti Gallimard - Série Noire)
  • The killing of the tinkers (2002) (Troet e galleg : "Toxic Blues" e ti Gallimard - Folio Policier)
  • The Guards (2001) (Troet e galleg : "Delirium Tremens" e ti Gallimard - Folio Policier)


Romantoù gant Roberts ha Brant (R&B):

  • Calibre (2006)
  • Vixen (2003)
  • Blitz (2002) (Troet e galleg e ti Gallimard - Série Noire)
  • The McDead (2002) (Troet e galleg : "Les Mac Cabées" e ti Gallimard - Série Noire)

Hounnezh eo trede levrenn an heuliad "The White Trilogy"

  • Taming the Alien (2000) (Troet e galleg : "Le mutant apprivoisé" e ti Gallimard - Série Noire)
  • A White Arrest (1998) (Troet e galleg : "Le gros coup" e ti Gallimard - Série Noire)


Oberennoù all :

  • American skin (2006)
  • Dispatching Baudelaire (2004) (Troet e galleg : "En effeuillant Baudelaire" e ti Fayard Noir)
  • London Boulevard (2001)
  • The Hackman Blues (1997) (Troet e galleg : "Hackman Blues" e ti Fayard Noir)
  • Her Last Call to Louis Macneice (1997)
  • Rilke on Black (1997)