Istor Iwerzhon

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Istor Iwerzhon a grog gant donedigezh an annezidi gentañ, d’ar mare ma ne oa ket Iwerzhon un enezenn c’hoazh ha pa oa stag ouzh kevandir Europa. Ar roudoù kentañ anezho zo eus war-dro 8000 kent J.K. Muioc’h a aspadennoù zo eus Nevezoadvezh ar maen, gant e-leizh a veurvein, evel e Brú na Bóinne da skouer.

An amzerioù kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sant Padrig

War-dro kreiz ar Vvet kantved, a greder, e voe ar gristenien gentañ o tont da Iwerzhon, gant Sant Padrig ken brudet o prezeg an aviel eno. A-benn 600 pe war-dro e oa aet ar c’hredennoù kozh da get. Adalek war-dro 800 e voe taget ar vro gant Vikinged ha kalz a zistruj a rejont er manatioù. Lod eus ar Vikinged-se en em ziazezas en arvor reter Iwerzhon ha dont a reas Rouantelezh Dulenn da vezañ unan eus kreizennoù pouezus ar bed viking. Darempred a oa etre tud ar rouantelezh-se ha rouaned Gwynedd er Grennamzer. Gruffudd ap Cynan, roue Gwynedd, da skouer, a voe ganet e Dulenn ha savet e Sord Cholmcille (Swords) e-kichen Dulenn. Mab e oa da Cynan ap Iago ha da Ragnell, ur verc'h da Olaf Arnaid, roue Daned Dulenn. Eus Iwerzhon e teuas skoazell dezhañ da gemer ar galloud e Gwynedd.

Rannet e oa Iwerzhon e meur a rouantelezh dizalc’h hag a oa dindan aotrouniezh arouezel an “Árd Rí” (ar roue meur). Klask a reas Brian Boru (Brian Bóramha) (Brian Bóruma mac Cennétig) kaout muioc’h a c’halloud ha dont da vezañ ur gwir roue war Iwerzhon a-bezh. Emgann Cluain Tarbh (Emgann Clontarf) a c’hoarvezas da Wener ar Groaz, d’an 23 a viz Ebrel 1014, etre arme Brian Boru hag arme roue Laighin, Máel Mórda mac Murchada, a oa enni kalz a Vikinged eus Dulenn renet gant Sigtrygg Silkeskjegg, kenderv Máel Mórda. Trec’h e voe arme Brian Boru, hogen lazhet e voe-eñ gant un nebeud Vikinged en em gavas gantañ dre zegouezh pa oant o tec’hout diouzh an dachenn emgann. Neuze e voe rannet Iwerzhon adarre e meur a rouantelezh vihan ha betek dibenn an XIIvet kantved ne voe Roue Meur ebet ken en Iwerzhon.

Adalek an aloubadeg norman betek Akta Unaniñ 1800[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1166 e voe skarzhet Diarmuid Mac Murchadha, roue Laighin, eus e rouantelezh gant ar Roue Meur. Goulenn a reas skoazell neuze digant Herri II, roue Bro-Saoz, evit adtapout e rouantelezh. E 1169 e teuas da Iwerzhon ar varc’heien norman gentañ. Lod anezho a oa o tont eus Kembre, evel o rener Richard FitzGilbert de Clare, eil kont Penfro, a veze lesanvet Strongbow. E servij kurunenn Bro-Saoz e oant, met evito e labourent da gentañ penn ha n’eo nemet tamm-ha-tamm e teuas rouaned Bro-Saoz da ren war Iwerzhon. E-pad meur a gantved ne renent nemet war ul lodenn eus ar vro, er reter, anvet “The Pale”.

Kartenn eus Iwerzhon e 1450. E ruz eo merket al lodenn e dalc’h roue Bro-Saoz, e glas an douaroù e dalc’h aotrouien saoz-hag-iwerzhonat, hag e gwer an douaroù e dalc’h Iwerzhoniz.

Brezelekadennoù a voe etre 1534 ha 1691, hag e 1649-1650, dreist-holl, pa voe aloubadet Iwerzhon gant Oliver Cromwell ha lazhet miliadoù a Iwerzhoniz. En amzer-se ivez e voe degaset miliadoù a dud eus Bro-Saoz ha Bro-Skos da Iwerzhon ha roet douaroù dezho d’en em staliañ eno. Emgann ar stêr Bóinn a c’hoarvezas d’ar 1añ a viz Gouere 1690, war ribl An Bhóinn en hanternoz da Zulenn. Un emgann e oa etre daou roue a glaske tapout kurunenn Bro-Saoz, Gwilherm III/II, roue Bro-Saoz ha Bro-Skos ha Jakez II/VII, roue Bro-Saoz ha Bro-Skos. Trec’h e voe aduidi Gwilherm III. Un emgann a bouez e voe Emgann ar Bóinn en istor Iwerzhon, rak skoazellet e oa Gwilherm (pe William pe Willem), ur priñs protestant eus an Izelvroioù, gant ar “blanterien” brotestant diazezet en Iwerzhon, en norzh dreist-holl, tra ma oa skoazellet Jakez gant ar gatoliked. Da-heul ar brezel-se e krogas ar brotestanted d’ober o mistri d’ar gatoliked ha digreskiñ a reas levezon an Iliz katolik e buhez politikel ar vro. En amzer-hont e oa ur parlamant gant Iwerzhon, daoust ma n’o doa ket an darn vrasañ eus an enezidi, katoliked anezho, an disterañ tra da lavaret war an doare ma veze renet o bro. Savet e voe Kevredigezh an Iwerzhoniz Unanet e 1791, ur strollad a unane katoliked ha protestanted hag a oa un emsav republikan, levezonet gant Dispac'h ar Stadoù Unanet ha gant an Dispac'h gall. Un emsavadeg a voe da-heul, e 1798, gant un tammig skoazell deuet eus Bro-C'hall. Met buan e voe flastret an emsavadeg ha lazhet e voe miliadoù a dud. Unan eus renerien bennañ an Iwerzhoniz Unanet, Theobald Wolfe Tone, a gavas gwelloc’h en em lazhañ e-unan en toull-bac’h, kentoc’h eget bezañ krouget.

Adalek an Akta Unaniñ betek ar Brezel-bed Kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Iwerzhoniz o tivroañ diouzh o bro (engravadur eus 1868)

E 1800 e voe votet un Akta Unaniñ, lakaet da dalvezout adalek ar 1añ a viz Genver 1801, a rae eus an enezenn ul lodenn eus ar Rouantelezh Unanet hag a zivode parlamant Iwerzhon. E 1823 e krogas un alvokad katolik, Daniel O'Connell, da gabaliñ evit ma vije roet ar gwir da votiñ d’ar Gatoliked ha dont a reas a-benn da ziframmañ ar gwir-se e 1829. Etre ar bloavezhioù 1845 ha 1849 e voe drastet Iwerzhon gant "an Naonegezh Veur" pe ar "Gernez Vras" (An Gorta Mór en iwerzhoneg, The Great Famine e saozneg). Soñjal a reer e varvas war-dro ur milion a dud gant an naon ha rankout a reas ur bern re all divroañ da chom bev, da Norzhamerika ha da Vreizh-Veur. Digreskiñ a reas poblañs Iwerzhon eus 8 milion a dud, a-raok an Naonegezh, da 4,4 milion e 1911. An iwerzhoneg, a oa yezh pennañ an enezenn diagent, a zigreskas kalz niver e gomzerien ivez, abalamour da zigresk ar boblañs dre vras, hag abalamour d’ar skolioù saoznek a voe digoret e pep lec’h en XIXvet kantved, ha mont a reas da get zoken e kornioù zo. Kemeret e voe e lec’h gant ar saozneg.

Kenderc’hel a reas stourm ar vroadelourien avat ha meur a emsavadeg a voe e-pad an XIXvet kantved. Stourm evit an emrenerezh a voe graet ivez, dre hentoù al lezenn. Kement-se a voe graet gant kannaded iwerzhonat e Ti ar C'humunioù, e Londrez, a-du gant emrenerezh an enezenn. En o fenn e oa Charles Stewart Parnell. E 1886 e kinnigas Kentañ Ministr ar Rouantelezh Unanet, William Ewart Gladstone, ur danvez-lezenn evit reiñ hec’h emrenerezh da Iwerzhon, met distaolet e voe gant ar gannaded. Kemend-all a reas adarre e 1893 ha degemeret e voe e Ti ar C’humunioù ar wech-mañ, met distaolet e voe e Ti al Lorded. E 1910 e oa an Irish Parliamentary Party, renet gant John Redmond, en e greñv e Ti ar C’humunioù, dre m’o doa ezhomm ar Frankizourien eus o skoazell evit chom er galloud e Londrez. E 1912 e voe kinniget un danvez-lezenn all evit rein hec’h emrenerezh da Iwerzhon. Sevel kreñv a reas protestanted biz an enezennn a-enep ar c’hinnig-se. Dre ma tarzhas ar Brezel-bed Kentañ e 1914 e voe daleet ar soñj.

Embannet e voe Republik Iwerzhon, gant pennoù Emsavadeg Pask

Ar stourm evit an dizalc’hiezh ha rannidigezh an enezenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1916 e c’hoarvezas un emsavadeg all, Emsavadeg Pask, gant emgannoù e kêr Dulenn e-pad sizhunvezh Pask. Mouget e voe an emsavadeg gant an arme saoz ha lakaet e voe d’ar marv an darn vrasañ eus ar renerien anezhi, evel Padraig Pearse ha James Connolly. Neuze e troas kalz tud a-du gant ar vroadelourien hag a-du gant dizalc’hiezh Iwerzhon. E Dilennadeg hollek ar Rouantelezh Unanet e 1918 e voe kollet sezioù gant an Irish Parliamentary Party, a c’houlenne an emrenerezh e diabarzh ar Rouantelezh Unanet, tra ma’z eas ar muiañ niver eus ar sezioù gant ar strollad Sinn Féin, a c’houlenne an dizalc’hiezh penn-da-benn. E-touez ar re a voe dilennet e oa kalz tud o doa kemeret perzh en Emsavadeg Pask. Ur wech dilennet en em vodas kannaded Sinn Féin, e miz Genver 1919, da sevel Dáil Éireann (parlamant Iwerzhon), dre ma nac’hent mont da Di ar C’humunioù e Londrez. E-touez kannaded an Dáil Éireann kentañ-se e oa Éamon de Valera ha Michael Collins. Brezel a voe diwar neuze etre Arme Republikan Iwerzhon (I.R.A.) hag arme Breizh-Veur, harpet gant strolladoù armet all lesanvet "Black and Tans". E 1922 e voe sinet un emglev peoc’h etre renerien an emsav iwerzhonat Arthur Griffith ha Michael Collins, ha gouarnamant ar Rouantelezh Unanet, renet gant David Lloyd George. Dre an emglev-se e veze anavezet dizalc’hiezh ur stad enni 26 kontelezh eus Iwerzhon, tra ma chome er Rouantelezh Unanet 6 kontelezh eus biz an enezenn, e-lec’h ma oa kalz protestanted o chom.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]