Votadeg
Neuz
Ar votadeg a zo un doare da anavezout ali ar muiañ niver a dud, pe da lakaat an dud da reiñ o ali diwar-benn dibab un den pe un dra.
Implijet e vez meur a sert votadeg evit meur a seurt meradurioù : embregerezhioù, kevarzheoù, stadoù, kumuniezhoù dibar (kumuniezhoù savetevit an divizoù war nep a sav-boent).
Er poltikerezh, e talc'her sevel bodadoù tud gant kefridi termenet evel sevel al lezennoù ha votiñ warno pe bodadoù tud evit kinnig traou nevez.
Modoù votiñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evit ma tiskouez pep hini degemeret er bodad votiñ ez eus meur a vod evit konduiñ ar votadeg :
- E Roma a yae pep a senedour war an tu e oa aet kiiniger ar mennozh. Ha konet e veze pep lodenn ar vodad a vouezh uhel
- Alies e vez diskouzet ar votadenn gant ur sin evel sevel ar vrec'h, memes e bodadoù bras hag ofisiel evel ar תתלךך-stad uhellañ
- Implijet e vez ivez skridoù evit dastum mennozhioù an dud pe war restroù (gwechall e veze graet evel-se a derou ar votadegoù hollek) pe war paperennoù bihan. Kontet e vez pep lodenn paperenn-votiñ gant tud kefridiet.
- Nevez zo e vez implijet mekanikoù votînn a zo ur seurt urzhiataerioù ha e vez kontet ha renket pep moezh ez-automatek